Trouz er gêr


Pourmenadenn Ti ar Vro e Penn ar C'hrann

Pourmenadenn Ti ar Vro e Penn ar C'hrann

7 months ago

Deomp da bourmen war roudoù hent an daou Eskob e Penn ar C'hrann. Ur bourmenadenn aozet gant tud Ti ar Vro Landerne-Daoulaz 'teid kanol ar Morbig . Klozet 'vo an abadenn gant "Emgann Kergiduu" kinniget gant Dominique Thepaut. Gant Karolina.


Pennad-kaoz gant ar skrivagnerez Laurence Lavrand.

Pennad-kaoz gant ar skrivagnerez Laurence Lavrand.

7 months ago

Un tamm pennad-kaoz gant ar skrivagnerez Laurence Lavrand diwar-benn he romant embannet gant al Liamm "Berr he botez" hag ivez he levr a vo embannet dizale gant Lennomp " Gwalleurioù un debrerez linad". Gant Karolina.


Prezegenn Erwan Hupel diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg

Prezegenn Erwan Hupel diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg

7 months ago

Da geñver 60 vloaz ar strollad "Ar vro Bagan" en doa kinniget ar c'helenner Erwan Hupel ur brezegenn diwar-benn istor ar c'hoariva e brezhoneg. Enrollet e oa bet e mediaoueg Blougerne d'ar 24 a viz Genver 2026.


Troiad ar gwerjezoù e Plabenneg

Troiad ar gwerjezoù e Plabenneg

7 months ago

Gaby Jolle ha Jean Noel Ballot eus ar gevredigezh "Avaloù Plabenneg" a ginnig deomp an droiad nevez savet e Plabenneg. Tremen a ra an hentad dre bemp gwerjez a vir gouennoù avaloù kozh. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Arvest "Enez il est une île" gant Gwennyn

Arvest "Enez il est une île" gant Gwennyn

8 months ago

D'ar Sul 22 a viz C'hwevrer e kinnigo Gwennyn hec'h arvest "Enez il est une île" e Landivizio. Ar grouidigezh-se a vodo 30 arzour hag arzourez war al leurenn. Gwennyn a raio anv eus ar werzh a oa an dibenn-sizhun dremenet e Pariz evit souten ar rouedad Diwan ivez. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


Deiziataer an dibenn-sizhun & miz C'hwevrer !

Deiziataer an dibenn-sizhun & miz C'hwevrer !

8 months ago

Malo ar Gall a gaso ur staj fleüt treuz e koad d'an 8 a viz C'hwevrer e Sant Segal Trifina Baudu, kenurzhierez Sked, a ginnigo programm miz C'hwevrer Ti ar vro Brest da Bauline Daniel Deiziataer festoù-noz an dibenn-sizhun


Istor ar strollad "Ar Vro Bagan" kinniget gant Goulc'han Kervella

Istor ar strollad "Ar Vro Bagan" kinniget gant Goulc'han Kervella

8 months ago

Da geñver tri-ugent vloaz Ar vro Bagan en deus displeget Goulc'han Kervella istor ar strollad c'hoariva eus Plougerne da Erwan Blanchard.


Breizhtival 2026

Breizhtival 2026

8 months ago

Da geñver ar Breizhtival e Landivizio 'vo kinniget tri fezh c'hoari farsus gant aktourien "Strollad Bro Landi": "Koll pouez", "Klas labour en ti-kear" ha "Un tiegezh nevez". Selaouomp 'ta un tañva eus o abadenn!. Gant Karolina


Ur valeadenn e Logonna-Daoulaz gant Guy Guermeur

Ur valeadenn e Logonna-Daoulaz gant Guy Guermeur

8 months ago

Anavezout a ra mat glad Logonna-Daoulaz Guy Guermeur. Deomp d'ober tro Chapel Santez Varc'harid, Kastel "Rosmorduc" ha kroaz an daouzek abostol gantañ.


Gouloù mil steredenn.

Gouloù mil steredenn.

9 months ago

"Gouloù mil steredenn" a zo pladenn nevesañ Typhaine Corre ha Tangi le Gall-Carré. Kanaouennoù da selaou, da zañsal, da hunvreal, diwar barzhonegoù Naig Rozmor ha testennoù Herve le Gall. Gant Karolina


First Previous Next Last