Trouz er gêr


"Karantez vamm", film nevez Justine Morvan

"Karantez vamm", film nevez Justine Morvan

9 months ago

D'an 9 a viz Even e vo skignet evit ar wech kentañ ar film Karantez Vamm da geñver ar "Queer Brest Fest" e Brest. Justine Morvan, sevenourez an teulfilm-se, a zisplego deomp penaos he deus heuliet Lizig ha Rozenn, mammoù Riwal, war o hent kaout un eil bugel. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Tristan Corbière / Klariz Bailleul 2

Tristan Corbière / Klariz Bailleul 2

9 months ago

An eil abadenn gouestlet da brezegenn Klariz Bailleul kinniget da boent "Eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn". Setu an tem: " Tristan Corbière hag an albom Louis Noir. Ha kuzhet 'vije ar brezhoneg en oberenn-se?". Hag ivez en abadenn, "Alchezhioù brezhoneg" , ur c'hastad gerioù gant Mikeal Madeg diwar-benn an amzer. Gant Karolina.


Deiziataer an dibenn-sizhun : ar strolladoù Emezi ha Blue Glaz a sono e Brest disul

Deiziataer an dibenn-sizhun : ar strolladoù Emezi ha Blue Glaz a sono e Brest disul

9 months ago

E deiziataer an dibenn-sizhun e reomp anv eus ar "Fest'Yves" a vo dalc'het disul e Brest. Perynn Bleunven hag Elise Desbordes eus an daouad Emezi a embanno o fladenn nevez e memes koulz. Kaozeal a raint eus klipoù an daou don o deus lakaet en-linenn war o chadenn Youtube dija. Da heul e kinnigo Morwenn Le Normand istor ar strollad Blue Glaz a sono evit ar wech kentañ e Bro-Leon an devezh-se. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kejadenn etre skolajidi Kerallan Plouzane ha Nolwenn Quillien

Kejadenn etre skolajidi Kerallan Plouzane ha Nolwenn Quillien

9 months ago

Deomp da heul skolajidi Kerallan Plouzane hag o c’helennerez Solenn Lavenant! Bet graet anaoudegezh ganto gant Nolwenn Quillien a labour e France Energies Energie. Un digarez evito da zeskiñ ur bern traoù war ar spesadoù loened a vev 'foñs ar mor, ar pesked, ar bezhin hag ivez ar roudoù avel. Ur pennad-kaoz gant Pauline Daniel. Hag ivez en abadenn "Liorzh Marzhus Ildut" hag "Alc’hwezioù brezhoneg".


Tristan Corbière / Klariz Bailleul 1

Tristan Corbière / Klariz Bailleul 1

9 months ago

Da geñver "Eus an deñvalijenn d'ar sklêrijenn" gant Kumuniezh kumunioù Bro Montroulez" oa bet kinniget gant Klariz Bailleul, Doktorez war al lennegezh c'hall, ur brezegenn diwar-benn Tristan Corbière : "Tristan Corbière hag an albom Louis Noir. Ha kuzhet 'vije bet ar brezhoneg en oberenn-se?" Ha kronikennoù ouzhpenn en abadenn: Froudennoù Jil & Alc'hezhioù brezhoneg. Gant Karolina


Deizhiataer an dibenn-sizhun

Deizhiataer an dibenn-sizhun

9 months ago

Ar rouedad Diwan a c'halv da vanifestiñ warc'hoazh e Roazhon evit dazont ar brezhoneg. Anne-Sophie Brats, prezidantez nevez Diwan, a ginnigo an abegoù dre bellgomz Krog eo ar "Queer Brest Fest, Aziliz Peaudecerf, unan eus an aozerezed a raio anv eus programm ar festival ouzh mikro Pauline Daniel Deiziataer ar festoù-noz


Rozenn Vilin, "La honte et le châtiment" 2.

Rozenn Vilin, "La honte et le châtiment" 2.

9 months ago

An eil abadenn gant Rozenn Vilin, diwar-benn he levr "La honte et le châtiment".


Ur gaozeadenn etre an arzourez Anna Duval-Guennog ha skolajidi eus Sant-Martin-war-ar-Maez

Ur gaozeadenn etre an arzourez Anna Duval-Guennog ha skolajidi eus Sant-Martin-war-ar-Maez

9 months ago

Da geñver mizvezh ar brezhoneg e oa bet pedet an arzourez Anna Duval-Guennoc da gaozeal diwar-benn he micher e skolaj Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez. Skolajidi Jean Roualec-Quere, kelenner war ar brezhoneg, o doa ur bern goulennoù da sevel ouzh an dresourez. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Rozenn Vilin, la honte et le châtiment.

Rozenn Vilin, la honte et le châtiment.

9 months ago

Hiziv gant Rozenn Vilin, kazetennerez hag istorourez, da ginnig he levr "La honte et le châtiment". Istor (kozh!) ar simbol dre meur a vro studiet ganti (Breizh, Bro-C’hall, Afrika, Japan, Rouantelezh -Unanet). Penaos ha perak rediañ ur boblañs da cheñch yezh. Penaos eo deuet ar brezhoneg da vezañ yezh ar vezh. Istor (kozh!) ar simbol dre meur a vro studiet ganti (Breizh, Bro-C’hall, Afrika, Japan, Rouantelezh -Unanet). Ha petra ober bremañ? Hervez Rozenn vefe ret goulenn digant ar Stad C'hall dresañ an droug bet graet deomp. Gant Karolina


Eus an deñvalijenn d'ar sklerijenn. Erwan Hupel diwar-benn "conferançou curius.." Alexandre Ledan

Eus an deñvalijenn d'ar sklerijenn. Erwan Hupel diwar-benn "conferançou curius.." Alexandre Ledan

9 months ago

Da geñver an daou zevezh kendiviz aozet gant tud kumuniezh kumunioù Bro Montroulez oa bet kinniget ur brezegenn gant Erwan Hupel, mestr-prezeger yezh ha sevenadur Breizh e skol-veur Roazhon 2. An tem: "Conferançou curius, util hac interesant evit amusamant an dud diwar ar meaz: Preder war un holloueziadur e brezhoneg". Gant Karolina.


First Previous Next Last