Deomp da heuliañ skolajidi Plouzane ha Lokournan 'bazh mirdi ar c'huzh heol a zo e Lokournan. E 1981 'oa bet digoret ar mirdi-mañ ru Sant Vaze hag emañ 'barzh un ti brav eus an 18 vet kantved. Ul lec'h a zere evit mirdi ar c'huzh heol ma vez lakaet war-wel ennañ glad hag istor Lokournan hag an trowardroioù. Diskouezet 'vez ivez buhez tud ar vro e penn kentañ an 20 vet kantved. Displegadennoù gant Yann Troc'heris ha Michel an Hir. Gant Karolina
Brienn eo anv raktres nevesañ Teatr Piba, a zo diwar-benn an Aber-Ac’h hag e endro. E Kerniliz eo bet bodet izili ar gompagnunezh evit ur sizhunvezh lojadenn. An digarez eo bet evito da gas war-raok al labour klask ha skrivañ. A-benn magañ o ijin int bet o welet un dornadig tud e bro an Aberioù hag an trowardroioù: skolidi, tud a vev ha tud a labour eno. Tro eo bet dezho d'en em soñjal war ar mod da sellet ouzh an dour, pouez ar sterioù ha kanolioù er vuhez. Hiziv 'vez kaoz alies diwar-benn an dour met gant ur sell teknikel ha skiantel, kudenn an dour da evañ eo da gentañ. Hag e reer kalz anv eus kalite an dour, ar mod da entent eus outañ, hag evel-se e pellaer kenañ eus ar vuhez hag ar varzhoniezh 'zo e-barzh. Displegadennoù gant Mona Karoff ha Tomaz Kloareg. Gant Karolina.
Pauline Daniel a embanno programm Gouel Broadel ar brezhoneg (GBB) a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun e Mellag Sterenn ar Gall a ginnigo sketchoù fentus da geñver "GBB komedi kleub" disadorn Youenn Boulig, kenurzhier Kanomp Breizh a raio anv eus kampionad Breizh al lazoù-kanañ a vo dalc'het d'ar Sul 5 a viz Gouere e Landerne. Ouzh mikro Pauline Daniel e vo.
E fin o stummadur war ar brezhoneg o doa gweladennet stajidi eus Roudour skol labour-douar an Nivod e Lopereg. Heñchet e oant gant Charlez an Dreo a zo kelenner war ar brezhoneg er skolaj-lise-se. Lwig Breton, gwenaner, en doa diskouezet dezho an dilhad hag an ostilhoù a ra ganto evit ober war-dro ar gwenan ivez. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc
Ul leurenn gouestlet da sonerezh Breizh ha da sonerezh Bro-Iwerzhon a vo kinniget da geñver gouel ar sonerezh e Brest. Aozet eo gant Sked ha Kreizenn an arzoù pobl. Trifina Baudu, kenurzhierez Sked, a embanno ar programm. "Douartolod" arvest nevez Louis-Jacques Suignard a vo kinniget e Kommanna fenoz. Amañdin al Lann, prezidantez ar gevredigezh Kommannoz a aoz an darvoud a vo ganeomp.
Abaoe miz Gwengolo e labour Lisa ar Bras e saloñs tatouiñ "Lichen" e kreiz-kêr Brest. Er reportaj-se e heuilhimp an arzourez, a vez graet Turbo Trad Tattoo anezhi war ar rouedad sokial Instagram, o tatouiñ Pika gant an teknik "dorn-pik" pe "handpoke" e saozneg. Embannet eo ar reportaj-mañ gant Maëlys Poublanc
Deomp da heuliañ tud yaouank skolioù ha skolajoù Bro Montroulez! O pourmen int bet e Lokenole e-ser tud strollad Kafe Brezhoneg Henvig, a zo bet an digarez evito da c'houzout hiroc'h diwar-benn istor ha glad ar barrez. Gant Karolina.
Ar sell a vo lakaet an taol-mañ war an dud a vicher a zo o labour sikour bugale DYS da vont dreist d'o c'hudennoù deskiñ er skol. Kreskiñ ingalded gwirioù ha chañsoù ar vugale er skol eo just a-walc’h pal ar skolioù ebarzhus. Tri den o vo selaouet en abadenn: un ortofonourez, un Aesh(ez) skolaj hag ur c'helenner skolaj-lise. Diouzh o micher o deus ur mod disheñvel da "gompren" ar skol ebarzhus ha da lakaat an doare ober se da dalvezout. Ne vez ket anat teurel evezh ouzh ezhommoù pep den yaouank pa ouezer pegen niverus eo ar c'hlasoù skolajidi. Met daoust d'ar skoilhoù niverus a zo war o hent int youlek holl da stourm evit gwellaat "ar skol evit an holl". Sañset 'neus c'hoant ar c'houarnamant lakaat da briorite an aesaat diouzh an ampech padal ne z a ket war wellaat stad ha kondisionoù labour ar re a ra war-dro ar skolioù ebarzhus. Gant Karolina.
E miz Meurzh eo bet skolajidi Meskoad Landerne ha skolajidi Traoñ an Elorn Sizun betek Roazhon. Ar veajig-se, e kêrbenn Breizh, a zo bet an digarez evito da welet lec'hioù anavezet e Roazhon, da gaout prantadoù amzer plijus ha da anavezout gwelloc'h o c'hamaraded. Gant Karolina.