Warc'hoazh e kaso Eliane Talabardon un atalier skrivañ e brezhoneg e Plabenneg da geñver an abadenn "Nevezamzer ar varzhed". Kenaozet eo an atalier-se gant ar c'hevredigezhioù Kroaz-Hent ha Cultur'enVie. Elizabeth ar Rouzig eus Sked, ti ar vro Brest, a lusko un atalier keginañ e brezhoneg disadorn. Dre bellgomz e vo ganeomp evit kinnig ar pred a vo fardet e Brest. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Degemeret e oa Laors Skavenneg gant ar strollad Mat ar jeu e Montroulez ar sizhun dremenet evit labourat war e arvest nevez "Kenavo er bed all". Skoazellet e oa gant Yann-Edern Jourdan evit al leurenniñ ha gant Louka Simon--Kelberine evit brudañ an arvest a ro da welet an Ankou er bed a-vremañ. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
"Daniel Jekel, spered ar yezh" a zo podkastoù nevez gant BCD, sevenet gant Tudi Crequer. 4 fodkast a zo evit talvoudekaat dielloù abadennoù Daniel Jekel bet animatour radio e RBI er bloavezhioù 80. Pinvidigezh evit ar vrezhonegerien a-vremañ, furchal 'barzh an dielloù evit kompren gwelloc’h ar bed a-vremañ. Tudi Crequer gant Karolina.
Peñse an Hilda 'zo un darvoud skrijus , c'hoarvezet pell zo ha chomet 'barzh memor ar vro. Er bloavezh 1905 'oa aet an Hilda d'ar strad, ul lestr bras a Vro Zaoz , a rea monedoneoù etre Breizh- Veur ha Sant Malo. E-touez ar veajourien 'oa kalz a werzherien ognon a Vro-Leon o tizreiñ eus o hanter vloavezhiad chinañ. Bez 'oa d'an nebeutañ 150 den 'bourzh ar vatimant ha 6 den hepken 'zo bet saveteet , en o zouez 5 Johni. Ur pennad-kaoz gant François Seite ha Jean-Marie Balanant. Gant Karolina.
Seniñ a raio an triad Devojke e Landevenneg disul. Agnès Dauneau a gonto deomp penaos eo bet savet ar strollad-se a gan kanaouennoù eus ar Balkanioù. Kampionad ar bagadoù kentañ hag eil rummad a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun e Sant Brieg. Erwan Blanchard en deus heuliet pleustradeg bagad Landerne a gemero perzh e eil rummad ar c'hampionad. Klevet e vo Mael Thomas, penn-soner ar strollad ha Liam Dlugy-Belmont a son ar biniou bras. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Bleunioù Sivi a zo ur c'helc'h keltiek anavezet mat o dilhadoù livioù flamm dezho! Ganto 'vo lidet er bloaz-mañ o fevar ha pevar-ugent bloaz hag abadennoù a vo e Plougastell da lidañ kement-mañ! Klevet 'vo Anne-Marie Soubigou , gwrierez er c'helc'h hag Elisa Douillard, dañserez. En abadenn ivez "Alc’hwezioù Brezhoneg" gant Mikael Madeg hag "Emgann Kergidu" gant Dominique Thepaut. Gant Karolina.
Ar bloaz-mañ e lido Gwarez filmoù Breizh e 40 vloaz. Mevena Guillouzic-Gouret a zo karget gant an talvoudekaat enlinenn hag ar raktresoù e brezhoneg a gonto istor ar gevredigezh deomp. Abadennoù a vo kinniget da geñver an deiz-ha-bloaz-se. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
O paouez bezañ embannet emañ al levr "Le K barré, lettre interdite" gant an ti-embann Locus Solus. Ul labour enklask kaset a-benn gant Jaques André, arbenniget war al lizherennañ ha gant Yann Riou en doa skrivet ur pennad gouestlet d'ar sujed-se en doa graet perzh e 1992 dija. En abadenn-mañ e kinnigo Yann Riou istor al lizherenn Ꝃ ha penaos eo bet difennet da skrivañ anezhi ouzh paperioù ofisiel. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc