Trouz er gêr


An daouad Al Lann/Ar vern a skriv pozioù e ganaouennoù

An daouad Al Lann/Ar vern a skriv pozioù e ganaouennoù

5 months ago

Amañdin Al Lann ha Margo Ar Vern o deus kanet ha sonet da geñver an abadenn "Fest ar pont!" e Landerne. Un darvoud a zo bet adlañset ar bloaz-mañ gant an davarn Keltia ha Les danseurs du pont, war-lerc'h un toullad bloavezhioù o vezañ chomet a-sav. Emgav gant an daouad Al Lann/Ar Vern a skriv pozioù a-vremañ. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc Poltred : daouad Al Lann/Ar Vern


Ti-feurm an amprevaned 1.

Ti-feurm an amprevaned 1.

5 months ago

E ti-feurm an amprevaned Gwipavaz, krouet gant Saveol, e vez ganet bep bloaz milionoù a amprevaned.Ar re-se zo amprevaned lavaret "soudarded" a zo labour dezho debriñ an amprevaned "enebourien". Implijet 'vezont 'barzh an tiez-gwer sivi ha tomatez kuitez da ober gant produioù kimiek. En abadenn-mañ, anv eus gwesped bihan hag eus kelien gwenn gant Visant Tignag, a gustum degemer an dud en ti-feurm ha kinnig gweladennoù e brezhoneg. Evit-se o deus bet ur priz gant "Produet e Breizh" Gant Karolina


Jo Kermoal "Va hent".

Jo Kermoal "Va hent".

5 months ago

"Va hent", ul levr skrivet gant Jo Kermoal, a-orin eus Ploueskad, krouer ha prezidant kevredigezh " Plouzeniel Prest Bepred". Kontañ a ra e vuhez: e yaouankiz, e familh, e vicher kelenner, ar sportoù, ar stourmoù... Plijadurioù ha trubuilhoù. Gant Karolina.


Mirdi Gwimaeg

Mirdi Gwimaeg

6 months ago

En abadenn e vez gweladennet mirdi Gwimaeg, mirdi ar vuhez gwechall, asambles gant tud a-youl-vad : Bernez, Rolland, Robert ha Jean-Claude.


Yan' Dargent ha kevrin Breizh.

Yan' Dargent ha kevrin Breizh.

6 months ago

Yan' Dargent ha kevrin Breizh, sed aze anv an diskouezadeg a zo da gaout er mare-mañ e mirdi Sant-Servez. Dre un dibab taolennoù o tiskouez gweledvaoù, mojennoù ha sent kozh e vez lakaet war-wel "Kevrin Breizh"'. Ha liammoù ha traoù damheñvel a gaver etre al livour eus an 19 vet kantved hag ar skrivagner brudet Philippe Le Guillou a zeuio da Sant- Servez da 7 a viz Eost da boent un abadenn gant Anne Auffret. Displegadennoù gant Ronan Hirrien, prezidant kevredigezh Mignoned Yan' Dargent. Klozet 'vo an abadenn gant "Alc’hwezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg. Gant Karolina.


Klasad an erevent gant skolidi Diwan Landerne.

Klasad an erevent gant skolidi Diwan Landerne.

7 months ago

Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut" da vont tre betek fin troiad ar reier gwenn. Goude se 'vimp gant skolidi Diwan Landerne evit un abadenn radio savet ganto "Klasad an Erevent". Hag 'vo klozet an abadenn gant "Pik pe vran a gan" displeget gant Dominique Thepaut. Gant Karolina


Atalieroù e ti ar re-gozh Lanneur : an dilhad kozh ha kannañ an iñselioù

Atalieroù e ti ar re-gozh Lanneur : an dilhad kozh ha kannañ an iñselioù

8 months ago

Roet e vo deoc'h da selaou daou atalier e brezhoneg a oa bet dalc'het e Ti ar re gozh Lanneur e miz Meurzh hag e miz Mae gant Mireille Arnouat. Lodenn gentañ ar podkast zo diwar-benn an dilhad kozh hag eben diwar-benn kannañ gwechall. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

8 months ago

Baptiste Corre a gemero perzh evit ar wech kentañ er genstrivadeg biniou bras da geñver Emgavioù Menez Meur disul e Hañveg e [Parc naturel régional d'Armorique] (https://www.facebook.com/parcdarmorique?__cft__[0]=AZW5LdnS5dDSSJE9rjxuVYqbGp3lJt-As8Gc5etrGfSlurCnqZZRnOMyq4Sj5OKClsITDmdpGwqy4EE0rAUJgLQwOmfyXdBSUkidcn4REqgNE2vkQJmxIWmV9aFCVgaSmi_kxSn8TFPnB_C6xaNcK5YKsSX4yJW5dnl-XW003Nt4pCW1KPUq7dudPdoRmPyPjDYj6XnJHLwdStAqcDhQr071&__tn__=-]K-R) Justine Guirieg, kenbrezidantez [Kenleur Penn-ar-Bed] (https://www.facebook.com/kenleur29?__cft__[0]=AZW5LdnS5dDSSJE9rjxuVYqbGp3lJt-As8Gc5etrGfSlurCnqZZRnOMyq4Sj5OKClsITDmdpGwqy4EE0rAUJgLQwOmfyXdBSUkidcn4REqgNE2vkQJmxIWmV9aFCVgaSmi_kxSn8TFPnB_C6xaNcK5YKsSX4yJW5dnl-XW003Nt4pCW1KPUq7dudPdoRmPyPjDYj6XnJHLwdStAqcDhQr071&__tn__=-]K-R) , a lakao ar gaoz war ar staj dañs a vo dalc'het warc'hoazh e Lopereg Buhezet e vo lenn an Dreneg disul da geñver "Gouel ar bankeier", muioc'h a ditouroù gant Jozia Le Gratiet eus ar gevredigezh Dourvank , dre bellgomz gant Pauline Daniel Dre bellgomz e vimp asambles gant Reunan ar Mougn ivez. Ar gevredigezh "Marc'h Mor" a aoz ar gouel "Du plijadur à Saint Mathieu" a vo dalc'het disul e Lok-Maze.


Embannet eo pladenn nevez ar strollad TekMao

Embannet eo pladenn nevez ar strollad TekMao

8 months ago

Hiziv e embann ar strollad TekMao e bladenn nevez ! Malo Gentil, soner en triad-se, a vo ganeomp en abadenn Trouz er gêr evit kinnig an tonioù nevez savet. Da geñver Gouel ar sonerezh e sono ar strollad sonerezh tekno-hengounel Tekmao e braserezh Poem e Brest. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d 'orgueil" 2.

Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d 'orgueil" 2.

8 months ago

An eil abadenn. Hag ivez "Liorzh Marzhus Ildut"


First Previous Next Last