O paouez bezañ embannet emañ pladenn nevez an daouad-rap Plouz&Foen. Toutz ha Kavalou a gont deomp penaos o deus kenlabouret gant arzourien hag arzourezed all evit sevel 14 roudenn-son "D'an neb a glevo". Warc'hoazh e kanint en davarn "Le Keltia" e Landerne da heul ur genstrivadeg "kunujennoù". Pennad-kaoz kaset gant Maëlys Poublanc
Ar bloaz-mañ eo bet peurechuet troiad-vale "Ar reier gwenn" e Plouedern. Un anv tennet diwar hini ar mein "kwartzit" a gaver a-hed an hent. Paol Mingant, kuzulier-kêr er gumun, en doa heñchet ur valeadenn diwar-benn douaroniezh hag istor ar vro e miz Du. Kenaozet e oa an darvoud-se gant Ti ar vro Landerne-Daoulaz. Embannet eo ar reportaj-se gant Maëlys Poublanc
E-pad an dibenn-sizhun e vo dalc'het pevarzekvet saloñs al levrioù evit ar yaouankiz e bro Montroulez. Aozet e vez an darvoud-se gant "La Baie des Livres". Kristian ar Braz a gaso un daol-grenn diwar-benn al lennegezh e brezhoneg evit ar re-yaouank disul e kreizenn "Le Roudour". Pedet e oa ar skrivagner da gaozeal eus e labour gant liseidi Tristan Corbière dec'h.
"Eskemm, Quêteurs de mémoire en Bretagne" gant Roudoù Editions a zo levr nevesañ Pierrig Mellouet hag Albert Penneg. Alies n'eus bet tro Pierrig, kelenner e vicher, da aozañ kejadennoù etre tud yaouank ha tud kozh. Bet un digarez da gaozeal diwar-benn traoù a bep seurt: ar relijion, ar skol, c'hoarioù ar vugale, ar vrezel... Diwar-se eo ganet levr "Eskemm". Ul levr da lenn ha da selaou. Gant Karolina.
Prosez ar soudard F 'zo bet dalc'het e Belfast un nebeud mizioù a zo. Ar soudard F 'zo unan eus ar soudarded "para" 'oa bet kaset da derriñ ar vanifestadeg 'oa bet renet gant stourmerien evit gwirioù mab-den e Derry. 53 bloaz a zo, d'an 30 a viz Geñver 1972 'oa c'hoarvezet ar Bloody Sunday, ar sulvezh gwadek. 14 Iwerzhonad katolik yaouank 'oa bet lazhet gant lu Rouantelezh Unaned pa oa chomet sioul an dud 'noa kemeret perzh er vanifestadeg. Gortozet oa bet ar prosez-mañ abaoe bloavezhioù gant an Iwerzhoniz, evel Eva Ni Malein, Iwerzhonadez anezhi, a orin eus Alamagn hag o tont eus Belfast. Eil lodenn an abadenn 'vo gouestlet da Julien Meffre, kazetenner dizalc'h , a skriv pennadoù 'barzh meur a gazetenn: Ya, Telegram, Libération, Armen... Un digarez da gaout e soñj war gresk mennozhioù an tu dehoù pellañ er bed politikel, er mediaoù hag er gevredigezh dre vras. Gant Karolina.
Deiziataer an dibenn-sizhun : ? Foar ar pladennoù a vo dalc'het disul e Plougerne. Yvonne Le Maréchal a fardo krampouezh an devezh-se. A-youl vat emañ-hi gant ar gevredigezh "France Alzheimer" ivez. Ur sonadeg da rastellañ arc'hant evit ar gevredigezh-se a vo d'an 23 a viz Du gant "Paotred Pagan" e Plabenneg. Kanañ a ra Jean-Michel Deniel el laz-kanañ-se. ? Fest bier Gwitalmeze a vo dalc'het disadorn ha disul, muioc'h a zisplegadennoù gant Aurélie Koum eus ar gevredigezh "Ar Viltañsoù" a aoz ar gouel-se. Dre bellgomz emañ ganeomp. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
E-pad vakañsoù an Holl-Zent oa bet kinniget gant Gaelle Maudire ur staj da zesliñ ober margodennoù gant teknik ar c'hantennerezh troidellek. Klevet 'vo ivez bugale , bet o kemer perzh er staj: Avel, Sacha, Lili hag Aodren. En abadenn 'vo ivez "Emgann Kergidu"gant Dominique Thépaut, hag "Alc'hwezhioù brezhoneg" , troioù lavar an amzer gant Mikeal Madeg. Gant Karolina.