Trouz er gêr


Trouz er gêr d'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

Trouz er gêr d'ar Gwener 27 a viz Meurzh 2026

3 months ago

Betek d'ar 4 a viz Ebrel e vez roet da welet an diskouezadeg "100 vloaz Gwalarn" e mediaoueg Anjela Duval e Plougastell. Fenoz, da geñver an diskouezadeg-se, e kinnigo Mannaig Thomas, kelennerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek, ur brezegenn diwar-benn ar cheñchamantoù el lennegezh e brezhoneg abaoe penn-kentañ al luskad Gwalarn. Julien Le Bot eus ar gevredigezh Divyezh Plougastell a ginnigo ar fest-noz aozet ganti d'ar Sadorn 4 a viz Ebrel. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kafe Brezhoneg Lesneven gant Youenn Leon 2.

Kafe Brezhoneg Lesneven gant Youenn Leon 2.

3 months ago

An eil abadenn gant Youenn Leon da geñver prezegenn "Kafe Brezhoneg Lesneven" aozet gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon. Klevet 'vo ivez en abadenn "Froudennoù Jil" hag "Emgann Kergidu". Gant Karolina


Kafe Brezhoneg Lesneven gant Youenn Leon.

Kafe Brezhoneg Lesneven gant Youenn Leon.

3 months ago

Pedet oa bet Youenn Leon da zont da gaozeal diwar-benn anvioù lec'hioù (war ar maez ha war an arvor), danvez un dezenn emañ o labourat warni en UBO Brest. Ur brezegenn kinniget gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon. En abadenn vo klevet ivez "Alc'hwezioù brezhoneg" gant Mikael Madeg. Gant Karolina.


Atalieroù skrivañ ha keginañ e brezhoneg a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun

Atalieroù skrivañ ha keginañ e brezhoneg a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun

3 months ago

Warc'hoazh e kaso Eliane Talabardon un atalier skrivañ e brezhoneg e Plabenneg da geñver an abadenn "Nevezamzer ar varzhed". Kenaozet eo an atalier-se gant ar c'hevredigezhioù Kroaz-Hent ha Cultur'enVie. Elizabeth ar Rouzig eus Sked, ti ar vro Brest, a lusko un atalier keginañ e brezhoneg disadorn. Dre bellgomz e vo ganeomp evit kinnig ar pred a vo fardet e Brest. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


"Kenavo er bed all" : pezh nevez Laors Skavenneg

"Kenavo er bed all" : pezh nevez Laors Skavenneg

3 months ago

Degemeret e oa Laors Skavenneg gant ar strollad Mat ar jeu e Montroulez ar sizhun dremenet evit labourat war e arvest nevez "Kenavo er bed all". Skoazellet e oa gant Yann-Edern Jourdan evit al leurenniñ ha gant Louka Simon--Kelberine evit brudañ an arvest a ro da welet an Ankou er bed a-vremañ. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


"Daniel Jekel, spered ar yezh" 2.

"Daniel Jekel, spered ar yezh" 2.

3 months ago

An eil abadenn gant Tudi Crequer!


"Daniel Jekel, spered ar yezh" 1.

"Daniel Jekel, spered ar yezh" 1.

3 months ago

"Daniel Jekel, spered ar yezh" a zo podkastoù nevez gant BCD, sevenet gant Tudi Crequer. 4 fodkast a zo evit talvoudekaat dielloù abadennoù Daniel Jekel bet animatour radio e RBI er bloavezhioù 80. Pinvidigezh evit ar vrezhonegerien a-vremañ, furchal 'barzh an dielloù evit kompren gwelloc’h ar bed a-vremañ. Tudi Crequer gant Karolina.


Peñse an Hilda & Paotred an ognon.

Peñse an Hilda & Paotred an ognon.

3 months ago

Peñse an Hilda 'zo un darvoud skrijus , c'hoarvezet pell zo ha chomet 'barzh memor ar vro. Er bloavezh 1905 'oa aet an Hilda d'ar strad, ul lestr bras a Vro Zaoz , a rea monedoneoù etre Breizh- Veur ha Sant Malo. E-touez ar veajourien 'oa kalz a werzherien ognon a Vro-Leon o tizreiñ eus o hanter vloavezhiad chinañ. Bez 'oa d'an nebeutañ 150 den 'bourzh ar vatimant ha 6 den hepken 'zo bet saveteet , en o zouez 5 Johni. Ur pennad-kaoz gant François Seite ha Jean-Marie Balanant. Gant Karolina.


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

3 months ago

Seniñ a raio an triad Devojke e Landevenneg disul. Agnès Dauneau a gonto deomp penaos eo bet savet ar strollad-se a gan kanaouennoù eus ar Balkanioù. Kampionad ar bagadoù kentañ hag eil rummad a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun e Sant Brieg. Erwan Blanchard en deus heuliet pleustradeg bagad Landerne a gemero perzh e eil rummad ar c'hampionad. Klevet e vo Mael Thomas, penn-soner ar strollad ha Liam Dlugy-Belmont a son ar biniou bras. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Bleunioù Sivi 2.

Bleunioù Sivi 2.

3 months ago

An eil abadenn diwar-benn "Bleunioù Sivi" gant Anne-Marie Soubigou hag Elisa Douillard. Gant Karolina.


First Previous Next Last