Trouz er gêr


Tudi Kernalegenn /BCD

Tudi Kernalegenn /BCD

3 years ago

Kevredigezh BCD (Bretagne, Culture, Diversité) kinniget gant Tudi Kernalegenn da geñver un abadenn gant" Kafe Brezhoneg ". Ur brezegenn aozet hag enrollet gant Ti ar Vro-Leon staliet e Lesneven. Hag e vo graet anv ivez eus levrioù nevez gant an ti-embann Aber. Klevet 'vo Pierrette Kermoal ouzh mikro Marsel Modir. Un abadenn gant Karolina


Rock ha barzhoniezh gant ar strollad Pembiz

Rock ha barzhoniezh gant ar strollad Pembiz

3 years ago

Rock ha barzhoniezh : setu tem an abadenn ! Asambles gant Bernez Tangi, Yon Gouez hag Abalip.


Podkast Aziliz Peaudecerf ha Mona Jaouen gant bugale skol Diwan Brest

Podkast Aziliz Peaudecerf ha Mona Jaouen gant bugale skol Diwan Brest

3 years ago

Mont war hentoù Breizh da eskemm gant an dud o deus stourmet evit ma chomfe bev hor yezh deus mae 1968 da hiziv an deiz. Setu tem podkast Aziliz Peaudecerf "Eus ur remziad d'egile", embannet gant Ouest-France. Klevet e vo ivez ur reportaj savet e skol Diwan Kerangov e Brest, e lec'h eo bet ar ganerez Mona Jaouen evit prientiñ festival Deus 'ta a vo dalc'het d'ar 6 a viz Du.


Yvette Lucas

Yvette Lucas

3 years ago

Ur pennad-kaoz gant Yvette Lucas a gemero perzh 'barzh kenstrivadeg an Treustelloù a gan e Brest (Les Tréteaux chantants) gant kanaouenn Marig ar Pollanton. Kaset da benn gant Karolina.


Brieg Guerveno en Avel-Vor & le "K" e Landerne

Brieg Guerveno en Avel-Vor & le "K" e Landerne

3 years ago

Kaoz 'vo diwar-benn pladenn live gentañ Brieg Guerveno enrollet 'kerzh an Trans Musicales e miz Kerzu 2021. Embannet stumm vinyl! Un tamm pennad-kaoz gant Brieg Guervenno ha Loeiza Beauvir, enrollet a-raok ur sonadeg en Avel-Vor e Plougastell-Daoulaz. Gant Karolina Graet 'vo anv ivez eus ul lec'h "coworking" nevez digoret e Maner Keranden e Landerne, anvet "le K". Klevet 'vo Mathieu le Gwern, enrollet gant Erwan Uguen.


Maner Leuhan

Maner Leuhan

3 years ago

Kastell Leuhan, e anv, 'zo bet savet 'ba Plabenneg etre 1882 ha 1884. Dilezet eo 'abaoe 10 vloaz ha lakaet 'vo e gwerzh diouzh ar c'hresk 'vit 40 000 euro 'vit komañs... Kemer perzh 'raio an izili eus ar gevredigezh « Un chato à Plab » 'bar gwerzh-se 'benn ar 4 a viz Here, neuze. Evit en ober z'eusbet krouet un SCI 'vit sevel arc'hant ha klask prenañ ar maner a zo dispar... Muioc'h a zisplegadennoù war ar raktres gant Gwenole Breton, ezel eus « Un chato à Plab ». Gant Erwan ha Karolina


Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon & Levrioù geriaoueg Marsel Modir

Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon & Levrioù geriaoueg Marsel Modir

3 years ago

Distro-skol UTL Kreiz Bro-Leon kinniget gant Jean-Yves Gwegen. Levrioù Marsel Modir "Geriaoueg teiryezhek ar c'harr-tan hag an endro", "Geriaoueg teiryezhek korf ha yec'hed" Kronikenn "Liorzh marzhus Ildut" : Penaos talañ ouzh ar sec'hor. Un abadenn kinniget gant Karolina


Nozvezh ar Socières

Nozvezh ar Socières

3 years ago

"Nozvezh ar sorcières ", ur festival da zifenn gwirioù ar maouezed, a vo d'ar 24 a viz Gwengolo e Speied. Klevet 'vo Joelle Perrot eus Amnesty Bro an Aberioù. Un abadenn gant Karolina.


Bagad Kornog

Bagad Kornog

3 years ago

Bagad Kornog a zo ur skol bagad lec'hiet e Lesneven evit ar re vihan hepken. An hini kentañ eo ha chom a ra plasoù c'hoazh evit mont ganto. Thomas Gaudin, gravour e Landerne, 'vo klevet ivez evit lakaat ar gaoz war e waskerezh a zo an hini vrasañ er bed. Kinniget gant Pauline Daniel. Sonerezh : 'Ndiaz - Mets en pas tant si (Ridées) Brieg Guerveno - Tra ma vo Recondite - Tie In (acid test) Bel Air de Forro - Eu Sou Assim


3 years ago

null


First Previous Next Last