Trouz er gêr


Poltred Claude Creac'h

Poltred Claude Creac'h

3 years ago

Ur pennad-kaoz e Gwikourvest gant Claude Creac'h diwar-benn e levr eñvorennoù "Va buhez e bro Leon" ! Ul levr skrivet gantañ e galleg. Un digarez da deurel ur sell war ar c'hantved paseet ha war ar vuhez war ar maez d'ar mare-se. Un abadenn enrollet gant Maëlys


Al Liamm 454

Al Liamm 454

3 years ago

Al Liamm Gwengolo-Here 2022 , kinniget deomp gant Erwan Hupel


War hentoù taouarc'h Langazel

War hentoù taouarc'h Langazel

3 years ago

"Ar re baour eo bag ar re binvidik. An douar zo heñvel : an douar paourañ eo bag an douar gwellañ ivez" hervez Yann an Hir a oa ezel eus ar gevredigezh "Langazel" a warez taouarc'h an Dre. Selaouit 'ta evit kompren peseurt pinvidigezh a c'hall degas un douar a seblant bezañ paour. Klevet e vo dielloù enrollet gant Erwan Blanchard e 2007 e-barzh an abadenn-mañ a zo kinniget gant Maëlys.


Istor ar brezhoneg skrivet & pladenn nevez Klaris Lavanañ

Istor ar brezhoneg skrivet & pladenn nevez Klaris Lavanañ

3 years ago

En abadenn 'vo lakaet ar gaoz war div oberenn embannet nevez zo : Al levr war istor ar brezhoneg skrivet eus ar penn-kentañ betek an 18vet kantved. Klevet e vo Fransez Favereau ouzh mikro Reun Treger. Hag e eil lodenn an abadenn e vo klevet Klaris Lavanañ diwar-benn he fladenn sonerezh nevez "Ici". Kinniget eo an abadenn gant Maëlys


Un eskemm gant liseidi Diwan ezel eus Youth for Climate Karaez hag Amnesty International

Un eskemm gant liseidi Diwan ezel eus Youth for Climate Karaez hag Amnesty International

3 years ago

D'an 22 a viz Du zo bet aozet gant tud yaouank Youth For Climate Karaez ur harz-labour evit stourm a-enep Kib ar Bed er C'hatar, asambles gant Amnesty International. En abadenn e vo klevet Nina, Elena, Anna, Lan hag Anouck.


Tro-dro d'ar boued gant Andrew Lincoln evit ti-kêr Plougerne ha Jean-Yves Bodennec evit an AGDE

Tro-dro d'ar boued gant Andrew Lincoln evit ti-kêr Plougerne ha Jean-Yves Bodennec evit an AGDE

3 years ago

Ar bloaz-mañ eo bet lañset gant kumun Plougerne un RBT : ur raktres boued an tiriad. Petra eo ? Ur raktres evit diorren ar boued padus war ar gumun, gant an holl : labourerien-douar, saverien loened, kenwerzherien, ingalerien, kevredigezhioù, annezidi, strollegezhioù... Andrew Lincoln, dilennet en ti-kêr, a roio deomp diplegadurioù. Da-heul, e vo klevet Jean-Yves Bodennec, ezel deus ar gevredigezh AGDE e Plabennec. Ar gevredigezh sokial-mañ a sikour an dud dilabour aboe pell, da zistreiñ war-zu al labour.


Raktres "Territoire zéro jeune chômeur" e bro Landerne & atalieroù mirdi ar sivi e Plougastell

Raktres "Territoire zéro jeune chômeur" e bro Landerne & atalieroù mirdi ar sivi e Plougastell

3 years ago

Jean-Bernard Floc'h, kuzulier e kêr Landerne, a ginnig deomp ar raktres "Territoire zéro jeune chômeur" e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz. E eil lodenn an abadenn ez imp da Blougastell e lec'h ez eus gweladennoù hag atalieroù diwar-benn an danvez d'ober dilhad. Kinniget int e-kerzh vakañsoù Nedeleg. Klevet e vo Anne-Marie Le Gall, den a-youl-vat e mirdi ar sivi, a zo arbennigourez war dilhad hengounel Plougastell. Gant Maëlys Poublanc


C'hoari radio gant skolajidi Diwan Gwiseni

C'hoari radio gant skolajidi Diwan Gwiseni

3 years ago

Ur c'hoari radio : kwizz, goulennoù a-bep seurt, muzik ha yezh : plijadur zo bet gant skolajidi Diwan Gwiseni !


Beilhadeg vras Plouzeniel

Beilhadeg vras Plouzeniel

3 years ago

Un abadenn "Trouz er gêr" un tamm disheñvel da geñver gouelioù fin ar bloaz! Istorioù farsus, kanaouennoù ha pezhioù -c'hoariva bet dibunet da geñver Beilhadeg Vras Plouzeniel, aozet gant "Plouzeniel Prest Bepred", "Ti ar Vro-Leon" ha "Dastum Bro-Leon" En abadenn gentañ 'vo klevet: -Adrien Gouez & Ifig Kalvez o kanañ -Alfoñs Raguenes o kontañ istorioù hag o kanañ -Marc Paugam o kontañ istorioù hag o kanañ -Awen Plougoulm o kinnig ur gontadenn Un abadenn kinniget gant Karolina.


Beilhadeg vras Plouzeniel 2

Beilhadeg vras Plouzeniel 2

3 years ago

Ha setu an eil abadenn gant kanaouennoù, istorioù farsus ha pezhioù-c'hoariva bet klevet da geñver Beilhadeg Vras Plouzeniel. Klevet 'vo -Ur sketch, "Koll pouez expres" gant Yvonne ha Mikael Konk -Istorioù farsus gant Jean-Louis Laot -Célestine Abiven o kanañ -Kanaouennoù c'hoazh gant François Caroff -Ha c'hoariva da glozañ gant Goulc'han Kervella ha Maryvonne Berthou. Un abadenn kinniget gant Karolina.


First Previous Next Last