Trouz er gêr


Kanomp gant Awenn Plougoulm ha Jakez Ar Borgn a-raok Nedeleg

Kanomp gant Awenn Plougoulm ha Jakez Ar Borgn a-raok Nedeleg

3 years ago

Degemer mat e ti Awenn Plougoulm e Kommanna. Ar gonterez a ginnigo hec'h abadenn "Nij" d'an 21 a viz Kerzu e Lesneven. Klevet e vo binviji enni hag en o zouez... ur vibrafon ! O paouez sevel videoioù evit "Kan ar bobl" emañ Jakez Ar Borgn e ti strollad ar vro Bagan. Klevet e vo Maryvonne Berthou hag Egareg Kervella o deus kemeret perzh er raktres-mañ. Gant Maëlys


Ur c'hafe-atalier nevez e Plouneour-Menez

Ur c'hafe-atalier nevez e Plouneour-Menez

3 years ago

Solen Lesouef 'zo luderez hag ezel eus ar gevredigezh Artatak. O klask arc'hant emañ ar skipailh er mare-mañ evit sevel ur c'hafe-atalier a-benn miz C'hwevrer e bourc'h Plouneour-Menez. E fin an abadenn e vo klevet Yvette Lucas eus Ofis retredidi Brest (ORB) ouzh mikro Hermine de Kerorguen. Aozañ a ra emgavioù anvet "Kafe" yezhoù. Kinniget gant Maëlys.


Expéditions Lumière gant Yann Kersale

Expéditions Lumière gant Yann Kersale

3 years ago

Betek an eil a viz Geñver e vo da gaout, e palier ar Roc’han e Landerne, un diskouezadeg gant Yann Kersale "Expéditions Lumière" Graet 'vo tro an diskouezadeg gant Solange Kloareg, e-karg eus ar c'henurzhiañ sevenadurel e ti-kear Landerne. Anv 'vo ivez eus ur stal-geginañ bet aozet gant Ti ar Vro-Leon 'lec'h ma oa deuet ar c'heginer Dylan Simon. Un abadenn enrollet gant Karolina


Dastum 2

Dastum 2

3 years ago

Ha setu an eil abadenn gouestlet da Zastum Bro-Leon ha Dastum Breizh. Kristof Nikolaz, enrollet gant Karolina


Dastum

Dastum

3 years ago

Ar bloaz-mañ e vez lidet 25 bloaz Dastum Bro-Leon hag 50 vloaz Dastum Breizh. Un digarez da zont en-dro war istor hag oberezhioù ar c'hevredigezhioù-se. Kinniget 'vo ivez ar raktresoù a zo war ar stern ganto. Hag e vo klevet un dibab a zielloù graet gant Kristof Nikolaz, prezidant kevredigezh Dastum Bro-Leon. Un abadenn enrollet gant Karolina.


Restaurants du cœur, fiñvusted ha Teatr Piba

Restaurants du cœur, fiñvusted ha Teatr Piba

3 years ago

Temoù a bep seurt en abadenn hiziv. Klevet e vo Jo, den a-youl-vat e « Les Restaurants du coeur » er Folgoad. O paouez kregiñ emañ prantad goañv ar gevredigezh a gustum sikour an dud lakaet diaes. A-hend-all 'vo lakaet ar gaoz war ar c'hudennoù o dez an dud dalc'het en o c'herzed e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz ha petra zo bet graet er vro evit sikour anezho. Gant Violaine Fichou eus ar gevredigezh « Coups d'Pompes », Margot ha Loreleï eus skolaj Meskoad ha Enora Coat a labour e kumuniezh-kumunioù Landerne-Daoulaz. Evit echuiñ e vo klevet Thomas Kloareg diwar-benn «phōnē » a lak war-wel ar yezhoù minorel. Leurenner Teatr Piba zo bet enrollet gant Hermine de Kerorguen. Un abadenn enrollet gant Maëlys.


Ronan Kalvez ha Seongwoo Kang, yezhoniezh ha barzhoniezh e skol-veur Brest

Ronan Kalvez ha Seongwoo Kang, yezhoniezh ha barzhoniezh e skol-veur Brest

3 years ago

Seongwoo Kang, barzh ha studier war sonerezh ar brezhoneg. O paouez embann e gentañ dastumad barzhonegoù emañ ar studier war ar werzadurezh. 'Bet lakaet ar gaoz ganeomp war al liamm etre e studioù ha barzhoniañ. Klevet e vo Ronan Kalvez ivez. Ar c'helenner hag enklasker a ginnnigo "kafe brezhoneg" diwar-benn « Teñsorioù dornskrivet ar familh Kerdanet » a vo e Lesneven d'ar 4 a viz Genver. Lakaet eo bet ar gaoz war an devezh "la Bretagne linguistique" e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek e Brest ivez. Enrollet gant Maëlys.


Beilhadeg Arbre à pommes e Komanna

Beilhadeg Arbre à pommes e Komanna

3 years ago

Ha plijet oc'h gant ar beilhadegoù ? Awen Plougoulm, deus ar gevredigezh "L'Arbre à Pommes", a ro kentelioù d'ar re a fell dezho deskiñ penaos kontañ ha kanañ en ur veilhadeg. Pauline Daniel n'eus digemeret anezhi e studio ARvorig FM, asambles gant daou deus e stajiad : Emma ha Loig. Klevout a rit ivez un tañva deus ar veilhadeg zo bet d'ar 15 a viz Du.


Paroles de Sénans, an eil abadenn

Paroles de Sénans, an eil abadenn

3 years ago

Setu an eil abadenn gouestlet da "Paroles de Senans", skrivet gant Pierre-Yves Kersulec ha Yann Riou, embannet gant Yoran Embanner. Al levr-mañ a zo bet savet diwar pennadoù-kaoz graet gant Pierre-Yves Kersulec hag an Inizourien. Ul levr testennoù eo, diwar-benn ar beskerezh, a lak war-wel ivez eñvorennoù ha buhezegezh tud an Enez. Pierre-Yves Kersulec enrollet gant Karolina.


Sten Charbonneau, paeron Stumdi

Sten Charbonneau, paeron Stumdi

3 years ago

Bep bloaz e vez kinniget gant "Stumdi"ur paeron pe ur vaeronez d' e stajidi. Hag eo bet dibabet an taol-mañ Sten Charbonneau , 'oa bet degemeret an deiz all e sez "Stumdi" gant Helene Bonniec, renerez nevez ar greizenn. Gant Karolina


First Previous Next Last