Trouz er gêr


Cheñchamantoù an hin

Cheñchamantoù an hin

3 years ago

Anna-Vari Treger 'zo oseanografourez e Plouzane ha ken-renerez Kuzul uhel Breizh evit an hin. Kemeret he doa perzh e rentañ-kont diwezañ ar GIEC, strollad etregouarnamantel an arbennigourien war cheñchamant an hin. Lakaet e oa bet ar gaoz gant ar skiantourez war penaos e c'hallfe bezañ an hin e Breizh en amzer da zont. Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Levrioù nevez Yann-Ber Kemener

Levrioù nevez Yann-Ber Kemener

3 years ago

"Fleurig an dour...ma dousig flour" eo titl romant nevesañ Yann-Ber Kemener. 5 vet levrenn ar Saga Arvorika eo ma kendalc'h gant avanturioù Yann ar pilhaouer. Bet embannet ivez ul levr evit ar re yaouankañ : "Moutig ha kevrin Ker-Iz". Setu levrioù embannet gant Skol Vreizh. Un abadenn gant Karolina


Ruzata a-stroll

Ruzata a-stroll

3 years ago

Skipailh ruzata a-stroll "les Hermines" eus Brest a yelo da vro Italia evit ur genstrivadeg d'an 19 a viz Meurzh. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar sport-mañ gant Sarah Malésieux, kabiten ar strollad. Un abadenn kinniget gant Maëlys


Ur sell war istor ar PAM gant Tomaz Godin ha Nelly Blanchard

Ur sell war istor ar PAM gant Tomaz Godin ha Nelly Blanchard

3 years ago

Un "trede-lec'h" (tiers-lieu) 'zo bet digoret er PAM e Brest ar bloaz-mañ. Ar PAM a oa un ti moullañ brudet tre er vro. Bremañ e kaver ennañ ur mirdi. Un digarez da lakaat ar gaoz war istor ar PAM a zo bet displeget deomp gant Tomaz Godin. An engraver eus Landerne zo o terc'hel ur stal er PAM. Anavezout mat a ra an ostilhoù a veze implijet gant an ti moullañ. War-lerc'h e vimp gant Nelly Blanchard, enklaskerez e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC), a lakao ar gaoz war al liketennoù gwin e brezhoneg a veze moullet gant ar PAM. Un abadenn kinniget gant Maëlys Poublanc


Fañch Peru

Fañch Peru

3 years ago

Un abadenn da enoriñ Fañch Peru a zo aet da Anaon e miz Geñver 2023. Klevet 'vo ur pennad-kaoz graet e Skol Diwan Montroulez e 2014 ma oa bet pedet Fañch da ober anaoudegezh gant ar skolidi. Gant Karolina.


Poltred Tudi Kreker - Eil lodenn

Poltred Tudi Kreker - Eil lodenn

3 years ago

Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : labourat evel kazetenner dizalc'h, heñcher kazetennerien, beajiñ e Iwerzhon an hanter noz... Emañ gant Erwan Blanchard. Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.


Pladenn gentañ strollad Dérives

Pladenn gentañ strollad Dérives

3 years ago

"La nuit ne viendra pas" eo anv pladenn gentañ strollad Dérives. Quentin ha Justine Morvan, Mael Guego ha Tangi An Dreo a oa e studio Arvorig FM evit seniñ tri zon en un doare akoustikel ha lakaat ar gaoz war o sonerezh. Ouzh an teknik : Erwan Uguen Mix ar c'hanaouennoù : Erwan Uguen Un abadenn kinniget gant Maëlys.


Beilhadeg Vras Dastum Bro-Leon, eil lodenn.

Beilhadeg Vras Dastum Bro-Leon, eil lodenn.

3 years ago

War ar roll an taol-mañ emañ: Alfoñs Ragenes, Jacqueline Korneg & Gaelle Trebaol, Kristian Rivoalen, Jakez ar Borgn, Frañsoa Karoff, Mikeal Konk, Joelle Planchon, Loik Jestin ha Paol Salaün. Un dibab a istorioù hag a ganaouennoù. Un abadenn aozet gant DastumBro Leon ha Ti ar Vro Lesneven. Kinniget gant Karolina


Poltred Tudi Kreker - Lodenn gentañ

Poltred Tudi Kreker - Lodenn gentañ

3 years ago

Tudi Kreker zo ur c'hazetenner yaouank eus Landerne. Bet eo o chom e Bro-Iwerzhon e-pad daou vloaz. Kontañ a ra deomp ar pezh en deus bevet eno : deskiñ gouezeleg, labourat en un atant, seniñ en tavarnioù... Emañ gant Erwan Blanchard. Un abadenn lusket gant Maëlys Poublanc.


Gwendal Paoli & Tenzorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kedanet gant Ronan Kalvez

Gwendal Paoli & Tenzorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kedanet gant Ronan Kalvez

3 years ago

Poltred Gwendal Paoli, labourer-douar yaouank staliet e Plouvorn. Tokoù-touseg shiitaké a vez gounezet gantañ. Ur pennad-kaoz gant Erwan. "Tensorioù dornskridoù ar familh Miorcec de Kerdanet" 'oa tem abadenn "Kafe Brezhoneg"e miz Kerzu. Pedet 'oa bet Ronan Kalvez, kelenner e Skol-Veur Brest ha rener ar CRBC. Aozet gant tud Ti ar vro Lesneven. Kinniget gant Karolina.


First Previous Next Last