Setu eil lodenn an abadenn gouestlet da "Veurgorf", geriadur istorel ar brezhoneg, savet gt Ofis publik ar brezhoneg. Ur benveg dispar o tiskouez penaos ez a ar gerioù da cheñch gant an amzer, o kemer sterioù disheñvel, o vont da get ivez a-wechoù all. Tanguy Solieg ouzh mikro Karolina
Gant Lomig Maubian hag Ifig, amezog ar chapel , e vo lakaet ar gaoz diwar-benn pardon Sant Anton a vez sulvezh kentañ miz Gwengolo e Plouziry. D'an devezh-se e vez gwerzhet kig-moc'h hag anduilh diouzh ar c'hresk ! Un digarez 'vo ivez da ober tro ar chapel. Un abadenn kinniget gant Karolina
Goude bezañ studiet an heuliad "Fin ar bed" gant e skolajidi e Kastell-Paol, ’oa bet soñjet gant ar c'helenner Fabris Kadou pediñ unan eus aktourien bennañ ar film: Nolwenn Korbell. Tammoù eus ar gejadenn a vo roet deoc'h da glevet. Gant Karolina
Disul e vo lidet 40 vloaz ar gevredigezh "Peuples solidaires" e Landerne. Aline L'Hour a zo a-youl vat gant skourr Lesneven a gonto deomp ar pezh a vez graet gant ar gevredigezh-se evit gwirioù ar broioù estren. Graet e vo anv eus ar "Festival des solidarités" a vez dalc'het er mare-mañ ha betek d'ar 7 a viz Kerzu e Lesneven ivez. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Ul lavarenn gant Dominique Thepault da zigeriñ an abadenn " Bep ki zo mestr war borzh e di". Ha goude-se e raimp anaouedegezh gant Nathan Quenault, paotr an teknik e Strollad ar Vro Bagan, Yannig mil micher anezhañ. Klozet 'vo gant "Alc'hezioù brezhoneg" gant Mikeal Madeg. Diwar-benn gerioù ar sex. Gant Karolina
Evit ar wech kentañ e kinnigo ar strollad Ar vro Bagan "Ar vosenn nevez" disadorn, en Armorika e Plougerne. E-mod "Commedia dell'arte eo bet skrivet ar pezh-c'hoari-se gant Goulc'han Kervella. Daou eus ar gomedianed, Erwan Billant ha Maxime L'Hostis, a gonto deomp penaos eo bet leurennet gant Etienne Siberil evit doujañ da reolennoù an doare-se da c'hoari. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc