Echu eo gant Kann al loar, ar festival a veze dalc'het e Landerne bep hañv abaoe 1987. Yann-Bêr Thomin, unan eus savourien gentañ ar festival, a responto da goulennoù Erwann Blanchard diwar-benn an diviz-mañ. An abadenn-mañ, gwisket gant dielloù Arvorig FM, zo kinniget gant Maëlys Poublanc
D'ar Sul 14 a viz Mae e vo Gouel ar c'hezeg e Treouergad. Kalz a abadennoù war tem ar meurlarjez a vo kinniget d'an arvesterien ! Klevet e vo Lucien Konk ezel eus oaled ar maezioù a aoz ar gouel ha Reun Treger, aotrou maer Treouergad. Poltred : Reun Treger ha Lucien Konk e lec'h ma vo dastumet patatez e-pad ar gouel.
Bep Merc'her kentañ ar miz e vez kinniget ur "repair kafe" gant ar gevredigezh "Un peu d'R" e Brest. Kristian Mercier a zisplego deomp e labour gant ar gevredigezh ha penaos e skoazell an dud da gempenn o mekanikoù da wriat. E eil lodenn an abadenn e vo klevet ur pennad-kaoz gant Mithé Emiry genidik eus Gwiglann. Eizh vloaz ha pevar-ugent eo. Kontañ a raio deomp he buhez war ar maez, ur vuhez didrouz gant eontred ha moerebed bouzar... Hag e lakao ar gaoz war he flijadur vrasañ : dañsal !
Ar bloaz-mañ e teuio da Blabenneg da geñver sonadeg "Kerfolk" , tud ar strollad "Tempest", ur strollad sonerezh nevez, bet bodet ennañ sonerien ampart eus Bro-Iwerzhon hag ur ganerez ivez. Klevet 'vo Bernez Jentil , unan eus aozerien "Kerfolk". Ur gontadenn 'vo ivez, "kontadenn Sant Tibidio" gant Mikael Konk, enrollet 'pad ur veilhadeg 'oa bet aozet e miz Ebrel e "Strollad ar Vro Bagan". Gant Karolina
Ebenour eo Alan ar Penneg, bet digoret e atalier gantañ n'eus ket pell zo e Gwitalmeze. Anvet eo e stal "Atalier Kalon". Kalon a zo ivez an anv roet da greiz ur c'hef. A bep seurt 'vez graet gant Alan : arrebeuri, c'hoarioù koad, kinkladurioù…diouzh c'hoantoù ha goulennoù e bratikoù. [https://www.atelierkalon.fr/br] (https://www.atelierkalon.fr/br) En abadenn 'vo graet anv ivez eus raktres "Dastum Bro-Leon" ha "Dastum Breizh" diwar-benn Line Marne, ur ganerez vrudet e Plougerne". Danvez ul levr-pladenn a vo embannet en dastumad "Tradition vivante de Bretagne". Kinniget gant Karolina.
"Charlez a Vro-C'hall, barzh breizhad" gant Nelly Blanchard. Eontr ar Jeneral - memes anv ganto o daou - a gomze hag a studie brezhoneg. Sparlet e Pariz gant ur c'hleñved 'neus ket bet tro gwech ebet da veajiñ betek Breizh. Med e Pariz 'neus desket brezhoneg hag eus Pariz 'neus ijinet dazont Breizh hag ar brezhoneg. Kement-mañ a c'heller deskiñ en ur lenn al lizhiri bet kaset gantañ da Gervarker-La Villemarqué." Gant Nelly Blanchard, kelennerez en UBO Brest, klaskerez e CRBC, skrivagnerez. Da geñver "Kafe Brezhoneg Lesneven" gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon. Kinniget gant Karolina.
Fin "Kafe Brezhoneg Lesneven" gant Yvon Abiven, diwar-benn "Kannadig Treglonou, istor ur person mestr war buhez e barrezioniz e bro-Leon" Ren a rae Jakik Calvarin, Person Treglonou etre 1914 ha 1941, war e barrez evel ur roue en e rouantelezh. " Ar wirionez hep damantiñ " a oa e c’her-stur; e wirionez dezhañ e-unan evel-just ! Penn-kentañ ar pennad-kaoz gant Francis Favereau diwar-benn e levr "Istor ar brezhoneg skrivet". Kinniget gant Karolina