Trouz er gêr


Prezegennoù lec'hanvadurezh gant Yann-Ber Kemener

Prezegennoù lec'hanvadurezh gant Yann-Ber Kemener

2 years ago

Er mare-mañ e vez Yann-Ber Kemener o kinnig prezegennoù er vro diwar-benn al lec'hanvadurezh. Unan oa bet n'eus ket pell 'zo c'hoazh e Daoulaz hag en doa desachet kalzig a dud. Da geñver e brezegennoù e vez kemeret harp gant Yann-Ber war ul levr skrivet gantañ hag embannet gant Skol Vreizh : "Guide des noms de lieux bretons. Un trésor à partager, un patrimoine à préserver". Un abadenn kinniget gant Karolina.


Brezhoneg Plouvorn

Brezhoneg Plouvorn

2 years ago

Kinniget e vez emvodoù diwar-benn brezhoneg Plouvorn gant Nadine Pellen ha Dominique Thepaut bep pemzektez. Troioù-lavar, istorigoù farsus hag ur fablenn 'zo da selaou en abadenn-mañ, enrollet e kafe "La troisième mi-temps" e Plouvorn ! Un abadenn kinniget gant Maëlys.


Amitiés Bam Bretagne & mont da neuial hañv-c'hoañv gant Jo an Duigou.

Amitiés Bam Bretagne & mont da neuial hañv-c'hoañv gant Jo an Duigou.

2 years ago

Strollad "La Grande Carriole" a vo war leurenn ar Family evit skoazellañ "Amitiés Bam Bretagne". Gant tud ar gevredigezh eus Landerne e vez skoazellet tud kumun Kougoussi da gaout dour mat da evañ. Bec'h a zo er mare-mañ dre ma en emgav milieroù a repuidi er vro-se ha reuz 'zo ivez etre meuriadoù eus Burkina-Faso. Displegadennoù gant Herri Morvan, ezel eus "Amitiés Bam Bretagne" Kustumet 'vez Jo an Duigou da vont da neuial da Vrignogan hañv-c'hoañv. Ar pezh a zegas nerzh, levenez hag awen dezhañ. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. Un abadenn kinniget gant Karolina


Botoù-ruilh e Brest ha Plouziri

Botoù-ruilh e Brest ha Plouziri

2 years ago

Un abadenn roller ha punk evit en em dommañ a-raok devezh kentañ kampionad Frañs roller derby a vo dalc'het d'ar 14 ha d'ar 15 a viz Genver e Brest ! Klevet e vo c'hoarierezed ha gourdoner kleub roller derby Brest. Ha war-lerc'h 'po tro da glevout ur reportaj diwar-benn un abadenn botoù-ruilh e brezhoneg a oa bet kinniget gant Ti ar vro Landerne-Daoulaz e Plouziri. Un abadenn kinniget gant Maëlys


Poltred Claude Creac'h

Poltred Claude Creac'h

2 years ago

Ur pennad-kaoz e Gwikourvest gant Claude Creac'h diwar-benn e levr eñvorennoù "Va buhez e bro Leon" ! Ul levr skrivet gantañ e galleg. Un digarez da deurel ur sell war ar c'hantved paseet ha war ar vuhez war ar maez d'ar mare-se. Un abadenn enrollet gant Maëlys


Al Liamm 454

Al Liamm 454

2 years ago

Al Liamm Gwengolo-Here 2022 , kinniget deomp gant Erwan Hupel


War hentoù taouarc'h Langazel

War hentoù taouarc'h Langazel

2 years ago

"Ar re baour eo bag ar re binvidik. An douar zo heñvel : an douar paourañ eo bag an douar gwellañ ivez" hervez Yann an Hir a oa ezel eus ar gevredigezh "Langazel" a warez taouarc'h an Dre. Selaouit 'ta evit kompren peseurt pinvidigezh a c'hall degas un douar a seblant bezañ paour. Klevet e vo dielloù enrollet gant Erwan Blanchard e 2007 e-barzh an abadenn-mañ a zo kinniget gant Maëlys.


Istor ar brezhoneg skrivet & pladenn nevez Klaris Lavanañ

Istor ar brezhoneg skrivet & pladenn nevez Klaris Lavanañ

2 years ago

En abadenn 'vo lakaet ar gaoz war div oberenn embannet nevez zo : Al levr war istor ar brezhoneg skrivet eus ar penn-kentañ betek an 18vet kantved. Klevet e vo Fransez Favereau ouzh mikro Reun Treger. Hag e eil lodenn an abadenn e vo klevet Klaris Lavanañ diwar-benn he fladenn sonerezh nevez "Ici". Kinniget eo an abadenn gant Maëlys


Un eskemm gant liseidi Diwan ezel eus Youth for Climate Karaez hag Amnesty International

Un eskemm gant liseidi Diwan ezel eus Youth for Climate Karaez hag Amnesty International

2 years ago

D'an 22 a viz Du zo bet aozet gant tud yaouank Youth For Climate Karaez ur harz-labour evit stourm a-enep Kib ar Bed er C'hatar, asambles gant Amnesty International. En abadenn e vo klevet Nina, Elena, Anna, Lan hag Anouck.


Tro-dro d'ar boued gant Andrew Lincoln evit ti-kêr Plougerne ha Jean-Yves Bodennec evit an AGDE

Tro-dro d'ar boued gant Andrew Lincoln evit ti-kêr Plougerne ha Jean-Yves Bodennec evit an AGDE

2 years ago

Ar bloaz-mañ eo bet lañset gant kumun Plougerne un RBT : ur raktres boued an tiriad. Petra eo ? Ur raktres evit diorren ar boued padus war ar gumun, gant an holl : labourerien-douar, saverien loened, kenwerzherien, ingalerien, kevredigezhioù, annezidi, strollegezhioù... Andrew Lincoln, dilennet en ti-kêr, a roio deomp diplegadurioù. Da-heul, e vo klevet Jean-Yves Bodennec, ezel deus ar gevredigezh AGDE e Plabennec. Ar gevredigezh sokial-mañ a sikour an dud dilabour aboe pell, da zistreiñ war-zu al labour.


First Previous Next Last