Mont a ra Gaby Kerdoncuff da gKurdistan Irak abaoe 2006. Ar soner trompilh ha bombard eus Bro-Dreger en deus savet raktresoù gant sonerien ha sonerezed kurd. Lakaet e vo ar gaoz gantañ war ar binviji, ar c'han ha sonerezh hengounel ar Gurded. Sonerezh : Aynur Doğan - Keçe Kurdan Feleknaz - Delal Mihemed Arif Cizîrî - Ziravê Ali Mardan - Dengi Sazde Aynur Doğan - Lawike Metini Gorani Kurdi Halparke Zor Xosh Be Shan Sivan Perwer - Min b-riya te kiriye Dengê Jînên Colemêrgê - Mûzîrka Featuring Kom An heuliad abadennoù Kurdistan dre sell Breizhiz zo kinniget deoc'h gant Maëlys Poublanc.
E pennad diwezhañ an heuliad abadennoù "Kurdistan dre sell Breizhiz" e roomp deoc'h da glevout Mikael Baudu. Sevener an teul-filmoù "Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer" ha "Open the border" a lakao ar gaoz war plas ar merc'hed e Kurdistan, ar brezel ouzh Daesh hag an divroidi. Sonerezh : Aynur Doğan - Qumrîkê Helly Luv - Revolution Seîd Yusif - Min Dilek Girt Ibrahim Rojhilat - Hêvî Arroudoù ar filmoù Kurdistan, huñvreal an nevez-amzer (2015) ha Open the border (2017) An heuliad Kurdistan dre sell Breizhiz zo kinniget deoc'h gant Maëlys Poublanc.
Treuziñ mor Atlantel e-bourzh ur vag zo dindan liv Diwan ! Thomas André, bet skoliataet ‘bar skolioù Diwan, ‘neus divizet sevel un emglev asambles gant ar c’hevread skolioù dre soubidigezh e brezhoneg evit kas e raktres. E soñj emañ kemer perzh ‘bar c’hours bigi brudet anvet « La mini transat ». Loc’hañ ‘raio eus « Les Sables d’Olonne » ‘benn ar 24 a viz Gwengolo evit mont sa Saint-François ‘ba Gwadloup e bourzh Frankiz, anv e vag. Displeget ‘neus ar skipper yaouank eus Brest e raktres da Erwan Blanchard. Gant Karolina
François Duc a labour an douar gant e gazeg "Unique" c'hoazh an deiz a hiziv. Gounit a ra al labourer-douar artichaod e Kleder. E eil lodenn an abadenn e vo klevet Tristan an Nedeleg. Programmer Gouel broadel ar brezhoneg a vo ouzh mikro Erwan Blanchard. Ar festival a vo dalc'het e Langoned e-pad an dibenn-sizhun mañ. An abadenn zo kinniget gant Maëlys Poublanc
A-benn dimerc'her e vo skignet e sinema Even (Lesneven) "Le serment de Pamfir". War al lec'h 'vo ar realizatour a Ukrainia : Dmytro Sukholytkyy-Sobchuk evit kinnig e film hir kentañ. Dmytro a zo bet o labourat er "Groupe Ouest" e Plouneour-Brignogan hag neus dalc'het liammoù kreñv gant ar vro. Graet 'vo anv ivez gant Maina ar Gars eus daou film all, bet priziet e "Festival de Cannes" da geñver "La semaine de la critique" : "Il pleut dans la maison" & "Tiger Stripes". Gant Karolina
Gant Ofis retredidi Brest e vez degemeret tud evit deskiñ dezho gwriat, kempenn mekanikoù, keginañ... Klask a ra tud a-youl vat "Roul'âge" reiñ ur plas er gevredigezh gant an RSA (revenu de solidarité active e galleg). Kuzul departamant Penn-ar-bed a fellfe dezhañ lakaat an dud gant an RSA da labourat. En em c'houlenn a ra tud "Roul'âge" petra 'vo amzer da zont an atalieroù-se. Klevet e vo en abadenn-mañ : Marie-Jo Gouriou, Irène Le Roy ha Kristian Mercier, an holl a-youl vat gant Roul'âge ha Claire Lagarde ezel eus "La Halte" e Brest. Ar gevredigezh-mañ a ginnig atalieroù gwriat d'ar re didoenn. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
E abadenn gentañ an heuliad "Kurdistan dre sell Breizhiz" e roomp ar gaoz da Jean Branellec a zo bet medisinour gant "Médecins sans frontières" (MSF) e Souleimaniye e 2007 ha 2008. Labouret en doa en un ospital e lec'h ma oa graet war-dro tud devet. Sonerezh : Ahmet Kaya -Karlı Dağlar Dengê Jînên Colemêrgê - Keko Ehmedo Featuring Kom Razbar Ensemble - To Ey DJâf-e Shirin Zabân Sivan Perwer - Hey biy-nin Temo - Vê Dûriyê - Exil - Eloignement Un heuliad abadennoù kinniget gant Maëlys Poublanc
O paouez embann he fladenn gentañ emañ Garlonn ! Kontañ a raio deomp gant petra e oa bet awenet evit skrivañ kanaouennoù hec'h EP "Spi". Asambles gant Ninnog Kerbiquet e kinnig Garlonn an abadenn "Beaj Polig". Ar gontadenn sonerel mañ 'vo dalc'het e-pad Gouel broadel ar brezhoneg e fin miz Even. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc