Tro o deus bet liseidi Tristan Corbière Montroulez da baseal ur sizhunvezh e Euskadi da geñver ur veaj skol. Un digarez ivez evito da ober pennadoù-kaoz ha da sevel un abadenn gant sikour o c'helenner Fabris Kadou. "Froudennoù Jil" a vo ivez hag e vo graet anv gant Mikeal Madeg eus kontadenn "An touseg war an aour" ha kredenn "Ar gouere pez" a gaver 'barzh levr-pladenn Dastum Bro-Leon "Brezhoneg ar ro". Gant Karolina
An eil abadenn e kompagnunez Aziliz Peaudecerf! An taol-mañ 'vo graet anv eus podkastoù savet ganti hag embannet war lec'hienn Ouest-France 'barzh "Korn ar brezhoneg". Daou stirad podkastoù a zo " Eus ur remziad d'egile" ha "Breizhiz er C'hanada". Ur fablenn vo ivez gant Dominique Thepaut " Ar Miliner, e Vab hag an Azen". Gant Karolina
D'ar Sadorn 16 ha 17 a viz Meurzh eo bet dalc'het ar Foar bio e Landerne. Un abadenn a zo bet enrollet gant : -Anwen Le Jeune ha Morgan Faligot, evit an aozadur ; -Vonick Fraval, e penn Mohair Breizh ; -Lila Le Guen evit ar stal boulejerez Le Signor ; -Constant Oger, braserez SKLENT ; -Jean-Paul Kerjean, unan deus krouerien ar FOAR 26 vloaz 'zo. -Bugale o tañva traoù lipous : Plume, Brune, Arwen.
Mouezhioù tud yaouank a vo da selaou en abadenn-mañ : - Skolajidi Tangi Prigent e Sant-Martin-war-ar-Maez o deus kaset a-benn ur raktres skrivañ ha kontañ istorioù skrijus hag euzhus gant o c'helenner Jean Roualec-Quere. - Skolidi divyezhek skol Arzmael e Plouarzhel o deus kinniget un abadennig radio gant o skolaerez Véronique Ladan. Klevet e vo lodennoù eus ar gartenn-bost da glevet o doa kaset d'o c'henskriverien e bro Dunizia. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
E-pad vakañsoù miz C'hwevrer e oa bet dalc'het stajoù c'hoariva e brezhoneg gant Ar vro Bagan e Plougerne. Daou bezh-c'hoari kinniget gant ar vugale a vo da selaou en abadenn-mañ : An dañserien noz hag Ar bleizi-mor. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc
Diskouezadeg an arzourien Elouan Cousin ha Swann Chevillotte zo da welet betek digwener dre brenestri savadur ar gevredigezh "Au feu à droite" e Brest. Un digarez da lakaat ar gaoz war ar gevredigezh-se gant Marvin Moal a sav tresadennoù bev ha Guilvic Le Cam a sav filmoù. An daou arzour o deus o atalier eno, e karter Rekourañs. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc