Trouz er gêr


Al lennegezh vrezhoneg, ur skouer eus ar c'hoariva poblek gant Yann Gonan.

Al lennegezh vrezhoneg, ur skouer eus ar c'hoariva poblek gant Yann Gonan.

2 years ago

Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut" hag ur bourmenadenn. Hag e kendalc’himp da ginnig al levr diwar al lennegezh vrezhoneg embannet gant Editions des Montagnes Noires ha kenrenet gant kelennerien Skol-Veur Roazhon 2. An taol-mañ e raimp anv eus ar c'hoariva poblek an 19 vet kantved gant oberennoù Yann Gonan displeget deomp gant Paolig Kombot. Klozet 'vo gant "Kammed-ha-kammed war roudoù Marsel" Gant Karolina


Atalier skrivañ e brezhoneg gant an Daoulamm

Atalier skrivañ e brezhoneg gant an Daoulamm

2 years ago

Bep Meurzh kentañ ar miz e vez bodet ur strollad tud sot gant ar skritur. Ar gevredigezh An Daoulamm a ginnig un atalier skrivañ e brezhoneg lusket gant c'hoarioù. Laurence Lavrand, Eliane Talabardon ha Pascale Moysan a lavaro hiroc'h en abadenn-se. Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


Levr "La littérarure en langue bretonne, eil lodenn gant Goulc'han Kervella

Levr "La littérarure en langue bretonne, eil lodenn gant Goulc'han Kervella

2 years ago

Kenderc'hel a raimp da vont donoc'h barzh ar pennad skrivet gant Goulc’han Kervella barzh al levr diwar-benn al lennegezh vrezhoneg ( Editions des Montagnes Noires). Setu, goude ar c'hoariva desket hag ar c’hoariva poblek, ar c'hoariva modern pe a-vremañ. Klozet 'vo gant "Kammed-ha- kannmed war roudoù Marsel". Gant Karolina


Levr " La littérature en langue bretonne des origines à nos jours"

Levr " La littérature en langue bretonne des origines à nos jours"

2 years ago

Digoret 'vo an abadenn gant "Liorzh Marzhus Ildut". Ur bourmenadenn e liorzh Leanezed Sant Benead 'vo graet. " La littérature en langue bretonne des origines à nos jours"Setu titl al levr renet gant kelennerien skol-veur Roazhon 2 hag embannet gant "Editions des Montagnes noires"Ur sell a dostoc'h e-barzh war ar pennad skrivet gant Goulc'han Kervella diwar-benn ar c'hoariva poblek. Ur c'hrenn-lavar a vo displeget gant Dominique Thepaut da glozañ: "To pa ri ti". Gant Karolina


Le doute ~ ar mar hag ar mor.

Le doute ~ ar mar hag ar mor.

2 years ago

"Le doute ~ ar mar hag ar mor", setu anv an arvest nevez krouet gant Lukaz Nedeleg eus ar gompagnunezh Safar. Un abadenn savet diwar mojenn Kêris ha tudenn Dahud. E-giz un detektiv a faltazi e kas Lukaz ar publik gantañ da enklask diwar-benn Atlantid Breizh hag e dudenn wregel pennañ. Sonerezh telenn tredan Alice Soria-Cadoret ha mekanikoù Nikolaz Cadoret a zoug un aergelc’h-son saouzanus, livioù elektronek dezhañ. Gant Karolina.


50 vloaz bagad Plougastell

50 vloaz bagad Plougastell

2 years ago

Warc'hoazh e vo lidet deiz-ha-bloaz Bagad Plougastell. Savet eo bet hanter-kant vloaz zo. Abaoe bloavezhioù e kenlabour ar bagad gant ar strollad Oposito. Kinnig a raio ar gompagnunezh arz ar straedoù-se un dibunadeg vras gant un tropellad loened graet gant houarn e Plougastell. Muioc'h a zisplegadennoù gant Talwyn, Tremeur ha Lomig. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc. Poltred : Yoann Pierre


Marthe Vassallo & Mélismes.

Marthe Vassallo & Mélismes.

2 years ago

Abadenn "Les lavandières de la nuit" kinniget gant ar c'heur klasel ," Choeur de chambre Mélismes". Met sonadeg Mélismes a gas ac'hanomp pelloc'h eget mojenn ar c'hannerezed-noz. Displegadennoù Marthe Vassallo a zo kanerez mezzo 'barzh ar c'heur. Gant Karolina


Morbihaniz e bro Leon : ur veaj heñchet gant Aziliz Sotin

Morbihaniz e bro Leon : ur veaj heñchet gant Aziliz Sotin

2 years ago

Tro daou-ugent skolajiad ha skolajiadez eus Morbihan o doa graet tro Enez Vaz e miz Gwengolo. Aziliz Sotin he doa kinniget dezho gouzout hiroc'h diwar-benn ar bezhin hag an tevenn. Ar gonterez he doa kontet dezho ur gontadenn diwar-benn ar mor ivez. Emabannet eo bet an abadenn gant Maëlys Poublanc


Eve Hellequin, un artizanez a fard rekipeoù gant legumaj bio eus ar vro

Eve Hellequin, un artizanez a fard rekipeoù gant legumaj bio eus ar vro

2 years ago

Penaos e vez miret ar boued ? Peseurt ostilhoù a vez graet ganto evit sterilizañ ar podoù ? Eve Hellequin zo artizanez. Fardañ a ra rekipeoù legumaj da ledañ gant hec'h embregerezh [Miamm-Douar] (https://www.kisskissbankbank.com/fr/projects/conserverie-artisanale-miamm-douar) e Sant-Segal. Labourat a ra gant produioù bio eus ar vro a-raok mirout anezho e podoù gwer. Displegañ a raio he micher deomp. O klask arc'hant evit kregiñ da werzhañ he froduioù emañ er mare-mañ. Kaset eo ar pennad-kaoz-se gant Maëlys Poublanc


An dornañ : un atalier e brezhoneg e Ti ar re gozh Lanneur

An dornañ : un atalier e brezhoneg e Ti ar re gozh Lanneur

2 years ago

A-raok an hañv e oa bet kinniget un atalier diwar-benn an dornañ e ti ar re gozh Lanneur gant Mireille Arnouat. Annezidi o doa kontet o eñvorennoù. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


First Previous Next Last