Trouz er gêr


Strollad Baliskis & Poltred Katerin ar Gov

Strollad Baliskis & Poltred Katerin ar Gov

last year

- O klask arc'hant evit embann o fladenn gentañ emañ ar strollad Baliskis. Choazet o deus ar sonerezed hag ar soner kanañ testennoù a zo bet skrivet gant maouezed. Katell kloareg, unan eus ar c'hanerezed, a ginnigo ar raktres-se. Betek disul e c'helloc'h skoazell an triad : [https://www.helloasso.com/associations/furlukin-ha-durzhunell/collectes/baliskis-enregistre-son-premier-disque] (https://www.helloasso.com/associations/furlukin-ha-durzhunell/collectes/baliskis-enregistre-son-premier-disque) - Maouez henañ Daoulaz eo Katerin ar Gov. Kontañ a raio tammoù he yaouankiz deomp. Lavarout a raio he soñj war raklezenn diwar-benn fin ar vuhez a zo bet kinniget da vinistred Frañs ar miz-mañ ivez. Embannet eo an abadenn Maëlys Poublanc


Levr nevez Kristian Gallig diwar-benn karter an Traoñ-meur e Plouvorn

Levr nevez Kristian Gallig diwar-benn karter an Traoñ-meur e Plouvorn

last year

Kroget eo Kristian Gallig da skrivañ diwar-benn istor Plouvorn 25 bloaz zo. O paouez embann e c'hwec'hvet levr emañ. Kontañ a ra istor karter an Traoñ-meur ennañ. Ar c'harter-se, e reter ar gumun, a veze anvet "kordennad ar piltosoù" gwechall. Eno ez eus ur maner hag ur chapel c'hoazh. Kaset eo ar pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc


Skolajidi Kastell-Paol

Skolajidi Kastell-Paol

last year

Kroget 'vo gant "Froudennoù Jil". Echuet 'vo gant lennadenn "Tec'hout kuit" diwar levr "Koktel ar vuhez" skrivet gant Jil Penneg. Tro skolajidi Jacques Prévert Kastell-Paol a vo goude a oa deuet e Arvorig FM gant o c'helennerez Géraldine da zibunañ barzhonegoù Anjela Duval. Da glozañ ur fablenn gant Domnique Thépaut " Al Louarn hag ar Bourh" Gant Karolina


Arvest "Ar boufoun hag an ozhac'h" kinniget e Loperc'hed gant an Daou Dangi

Arvest "Ar boufoun hag an ozhac'h" kinniget e Loperc'hed gant an Daou Dangi

last year

Da geñver mizvezh ar brezhoneg e oa bet kinniget an arvest evit ar vugale Ar boufoun hag an ozhac'h gant an Daou Dangi e levraoueg Loperc'hed. Tangi Merien ha Tangi Le Gall-Carré a ginnig o istor farsus a tegouezh e Kêr-ar-prout-lous. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Bio 3 : Ar bio er vro, skouerioù a-vremañ

Bio 3 : Ar bio er vro, skouerioù a-vremañ

last year

En abadenn diwezhañ diwar-benn ar bio er vro e taolomp ur sell war skouerioù a-vremañ : - Ur reportaj e Biocoop Plouzane gant Gwenole Breton ouzh mikro Yann-Fañch Kerneis e 2023 - Ali Adrien Gouez a bren produioù Biocoop - Virgile Bleunven diwar-benn sevel moc'h bio e Plabenneg enrollet gant Erwan Blanchard e 2021 - Sevel ur produ bio treuzfurmet : fardañ dien-skorn gant Kristof Ar Guern eus atant Penhuil e Lannedern, ur pennad-kaoz kaset gant Pauline Daniel e 2023 - Ar "slow-fashion" displeget gant Vonik Fraval da geñver foar vio Landerne 2024 - Muzulioù evit an endro en un embregerezh a sav toazennoù bio : skouer Biobleud gant Eliane Talabardon enrollet e 2021 gant Karolina Rufflé An heuliad diwar-benn ar bio er vro zo kaset gant Maëlys Poublanc


BIO 2 : 40 vloaz Kerbio Brest hag istor ar Biocoop gant Jean-Pol Kerjean

BIO 2 : 40 vloaz Kerbio Brest hag istor ar Biocoop gant Jean-Pol Kerjean

last year

Lidet e vo 40 vloaz Biocoop kentañ Brest, Kerbio, e miz Here. Jean-Pol Kerjean a oa e-touez ar c'hentañ tud a-youl vat. A-drugarez d'e varregezhioù war an ekonomiezh eo deuet da vezañ rener war ziorren ar gevredigezh Biocoop etre 2008 ha 2015. Displegañ a raio penaos e veze digoret ur stal vBiocoop nevez bep sizhun d'ar mare-se e Frañs. An heuliad abadennoù diwar-benn ar bio er vro zo kaset gant Maëlys Poublanc.


BIO 1 : Goulven Tomin, unan eus labourerien-douar e bio kentañ er vro

BIO 1 : Goulven Tomin, unan eus labourerien-douar e bio kentañ er vro

last year

Goulven Tomin a oa kroget da labourat e bio e 1978. War e leve emañ bremañ. Displegañ a raio penaos e oa penn-kentañ al labour-douar bio e norzh Penn-ar-Bed ha penaos e oa deuet a-benn da sevel marc'had bio kentañ e Brest gant ur strollad labourerien-douar. An heuliad abadennoù diwar-benn ar bio zo kaset gant Maëlys Poublanc


"Tisdass" kinniget gant Izabel Kere

"Tisdass" kinniget gant Izabel Kere

last year

Gant Izabel Kere, kanerez kan ha diskan, vo kinniget strollad "Tisdass" deomp. Ur strollad Tamachek eus Bro Nijer krouet gant he gwaz Kildjate Albade. Ganto sonerezh "Assouf". Alc’hwezioù brezhoneg a vo ivez gant Mikeal Madeg, diwar-benn gerioù an tan. Gant Karolina.


Fest-noz Pleiber-Krist & Skritelloù diyezhek e Plouedern

Fest-noz Pleiber-Krist & Skritelloù diyezhek e Plouedern

last year

---A-benn disadorn e vo aozet e Pleiber-Krist un devezh fest-deiz ha fest-noz da rastellat arc’hant da sikour stourmerien sindikel eus Montroulez da baeañ fraejoù alvokaded. Rebechet eo dezho bezañ stanket an hent bras N12 e 2023. Displegadennoù gant Fabris Kadou, unan eus ar stoumerien a zo bet kastizet. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard. --- --- ---Divizet eo bet gant ti-kêr Plouedern staliañ panelloù evit lakaat war-wel glad ar gumun. Troet int bet e brezhoneg gant ar c'huzulier-kêr Paul Mingant. Lavarout a raio hiroc'h diwar-benn ar c'hoari kinniget da arvesterien an iliz e bourc'h Plouedern. Ur pennad-kaoz gant Maëlys Poublanc. --- ---


Levrioù Clyde Dlugy-Belmont

Levrioù Clyde Dlugy-Belmont

last year

Levr kentañ Clyde Dlugy-Belmont, Stourm e Mor Skos, zo war renk "Priz ar yaouankiz" ar bloaz-mañ. Un eil levr en deus skrivet ar skolaer e Kommanna : Konstantinopolis. Embannet int gant Keit vimp bev. Plijout a ra d'ar skrivagner ar grenn-vrezhoneg ivez ! Displegañ a raio penaos e treiñ testennoù. Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


First Previous Next Last