Avel em fenn


Avel Em Fenn - Gwener 20 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Gwener 20 a viz Meurzh

6 months ago

Get un tamm dale, chetu podkast hous abadenn a zigwener 20 a viz Meurzh! Barzh an abadenn-mañ ho peus gellet klevet stajidi Kerlenn Sten Kidna ag an Alre, hag o doe savet div abadenn radio a-ziàr goulioù ha ned eus ket anezhe. Neuze damp da zizoloiñ fest an Torig Ruz e Pluvigner, ha Deizioù Foll Karnag. bourrabted ha follezh! Aveid ar wezh ziwezhañ ar miz-mañ e klevit ivez doereioù Splann, ar media enklask hag a gomz ag ar bed agroindustriel. Klozet vo ivez ar gaozeadenn get Urielle Jan, hag Anton Burel a gas Keleier ar Vro hag ar Bed.


Avel Em Fenn - Meurzh 24 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Meurzh 24 a viz Meurzh

6 months ago

Annick Rivoal a zo ezel deus Kevredigezh Frañs Palestin Solidarité : ganti eo anv deus ar stad ma emañ an traoù e Bro Balestina met iveze deus programm Nevez Amzer ar Palestin e Kreizh Breizh. Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons, a lak ar gaoz diwar romant Carole Boinet, L’Enthousiasme. Yann Quelennec, ur paotr intereset tre gant ar brezhoneg, ar yezhoù hag ar pouezhioù-mouezh. Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn

Avel Em Fenn

6 months ago

Maxime Lancien a zo ur paotr entanet gant arzoù a bep seurt met ivez gant sevenadur deus Breizh, dreist-holl istorioù, kredennoù ha kontadennoù. Setu perak en deus krouet ur gelaouenn divyezhek anvet Naïa. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar ar stourmer, skrivagner ha kazetenner Charlie Grall, aet d'an anaon div sizhun zo. Pennad kaoz ar sizhun : Yann Quelennec, ur paotr troet war ar yezhoù ha dreist-holl war ar brezhoneg, ur yezh desket gantañ nevez zo. Keleier ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 18 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Merc'her 18 a viz Meurzh

6 months ago

Eil lodenn gant Eurydice Wicheler deus Plonewez Moedeg, a gomz deus he labour er menaj. Urielle Jañ a lak ar gaoz diwar Meurlarjez Gwengamp a vo d'an 28 a viz Meurzh met ivez diwar hini Recife, e bro Vrazil. Poltred Breizhad : Piala Coïc, deus ar gevredigezh Graines de Cutures Lizher kelaouiñ Splann : Caroline Trouillet hag Enora Molac Keleier ar vro haga ar bed : Metig Jakez-Vargas Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 17 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Meurzh 17 a viz Meurzh

6 months ago

Penaos emañ an traoù gant Eurydice Wicheler a zo o terc’hel ur menag saout laezh e Plonevez-Moedeg abaoe daou vloazh ? Maïwenn Raynaudon, penn-radaktourez ar gelaouenn Bretons, en doa aterset Klervia Jaouen, enklaskourez er CNRS, studiet ganti dent tud ar ragistor a-benn gouzout petra a debrent. Christian Gouerou, deus ar gelaouenn Istor Breizh ,a lak ar gaoz diwar ar bloavezh 1936, ur bloavezh mil important e Europa gant an Talbenn Poblek ha komañsamant brezel diabarzh e bro Spagn. Eil lodenn pennad kaoz ar sizhun gant Urielle Jañ, en doa bevet er favela e bro Vrazil.


Avel Em Fenn - Lun 16 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Lun 16 a viz Meurzh

7 months ago

Trist eo an traoù e Boulvriag e lec’h ma vo serret skol Diwan e miz Even ablam d’ur gudenn batis. Enora Alory, eil-prezidantez an AEP, ha Bronwenn Pinschof, prezidantez kuzul-skoazell ar skol, a zo bet aterset gant Benjamin Bouard, deus radio Breizh. Urielle Jañ a ra enduaj e bro Dreger met kont a ra ivez deus ar mare en doa bevet e bro Vrazil. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar rann diwezhañ Made e Breizh. Keleier ar vro : Erwan Blanchard Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 13 a viz Meurzh

Awel Em Fenn - Gwener 13 a viz Meurzh

7 months ago

Doereioù ar Redadeg, get Maina an Taleg Kronikenn 'Ar Hentoù an Antroposen' get Loeiz Beleg: komz a ra Loeiz aveid an eil kwezh a-ziar istoer 'aval Newton!' Hag aveid ar wezh ziwezhañ vo reit ar gaoz da bPier ag ar ZAD, aveid komz a-ziar ar livr 'Histoires de la ZAD'. E-kreiz an abadenn: Keleier ar Vro hag ar Bed get Anton Burel


Avel Em Fenn- Yaou 12 a viz Meurzh

Avel Em Fenn- Yaou 12 a viz Meurzh

7 months ago

Daou varzh nevez 'zo er vro: embannet eo bet dastumad barzhonegoù kentañ Ronan Postic e miz Nandeleg ar ble paset, ha kani Patrick Drean vo embannet kent pell, an nevez-hañv-mañ. Chwi glevey an daou en hous abadenn hiniv, é komz ag o barzhoniezh da vare un daol-grenn e Pluvigner. Morgane Cotten a Radio Kerne 'zo distro get he c'hronikenn 'hunvreal e salioù teñval', a-ziar ar film 'La fille aux bracelets' ar wezh-mañ. Kendalc'het vo ar gaozeadenn get Pier ag ar ZAD e Kerintron doc'h mikro Maksim Crahé a Radio Bro Gwened, hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier.


Avel Em Fenn - Merc'her 11 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Merc'her 11 a viz Meurzh

7 months ago

Beviñ e brezhoneg! Hiniv e klevomp penaos e c'heller kas bourrapl e brezhoneg, get tud a rummadoù dishañval, en ur reportajik a vediaoueg Pluvigner: tolped oe du-hont brezhonegourionezed an EHPAD, é laret kaer en hor yezh, ha daet da ganiñ aveite e oe bugale skol sant Guigner, hag o doe desket ha kanet sonennoù e brezhoneg get Kanerion Pluvigner. Tri ag ar Ganerion e oe daet d'an darvour ivez, neuze. Leun a vrezhoneg er sal get ar re gozh hag ar re yaouank! Olier Berson a Di Douar Alre e ro deoc'h ur listennad mad a zarvoudoù arall aozet ar miz-mañ, da geñver miziad ar brezhoneg. Goude e klevit get Helène a Stummdi penaos e c'heller kavout labour e brezhoneg ivez, e forom ar micherioù e Plañvour, d'ar yaou 12 a viz Meurzh. Hag alafin e kont Pier deomp penaos e c'heller stourm e brezhoneg, e pennad-kaoz ar sizhun, a-ziar ZAD Kerintron ar Lann. Doereioù ar vro hag ar bed vez lared er langaj-ni ivez, get Metig Jakez-Vargaz, e Keleier ar Vro.


Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Meurzh 10 a viz Meurzh

7 months ago

Politikerezh ! Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a distro diwar ar galloud dreistordinal beleien inizi Houad hag Edig Pier, en doa stourmet e Kerintron-al-Lann gant ur bern tud all. Aterset eo gant Maksim Crahé, deus radio Bro Gwened Benjamin Bouard, deus radio Breizh, en deus aterset Divi Alliot Toupin, a zo war listenn an tu kleiz, «Gwengamp Skoazh ouzh skoazh» evit an dilennadegoù-kêr Keleier : Aodren Trehin Teknik ha buheziñ : Yann Boishardy (sikouret gant Gweltaz Heno e penn-kentañ ar c'heleier !)


First Previous Next Last