Avel em fenn


Avel Em Fenn Lun 9 a viz Meurzh

Avel Em Fenn Lun 9 a viz Meurzh

7 months ago

Mannaig Le Dortz, deus Ti ar Vro Pondi, a ginnig Miz Yezhoù Ar Vro, a lak war-wel ar brezhoneg hag ar gallaoueg,ur bern traou zo d'ober ! En eil lodenn an abadenn e klevit Pier, deus mikro Maksim Krahé diwar-benn ar Zad Kernitron-al-Lann. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig ur rann deus An Istor Livet Keleer ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 6 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Gwener 6 a viz Meurzh

7 months ago

En hous abadenn hiniv: Ur reportaj ag Obidoù Charlie Grall, get Anton Burel a Radio Breizh, Hag ur reportaj a forom ar micherioù e Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened, get Gael an Du a Radio Bro Gwened. Alan Goulven a ro doereioù ar VIH hag ar SIDA en e gronikenn Yec'hed, Ha Joseph Laurans a gendalc'h ar gaozeadenn a-ziar ar gevredigezh SoliTreger doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh. E kreiz an abadenn vez kaset Keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel Ha Maëlys, stajiadez Roudour, zo er studio get Emrys! Kinnig a ra ur sonenn hag a blij dezhi ur bouchad.


Avel Em Fenn - Merc'her 4 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Merc'her 4 a viz Meurzh

7 months ago

Lors Landat, a lak ar gaoz war La Loco, ur sal konsertioù souezhus a-walc’h, digoret ba Kemperle. Ur sujed kinniget gant Marianne Vaidie, desu radio Kerne. Ar gronikenn Poltred Breizhad : Annie Ebrel Pennad Kaoz ar Sizhun gant Joseph Laurans, bet mezeg skipailh War-Raok Gwengamp ha penn-medisin Kreizhenn Addeskiñ ar C’horf Trestel e Trestel. Keleier ar vro : Anton Burel Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boihardy


AEF - Meurzh 3 a viz Meurzh

AEF - Meurzh 3 a viz Meurzh

7 months ago

An 8 a viz Meurzh e vo ar Sul o tont, da lâret eo Devezh Stourmoù Etrevroadel evit Gwirioù ar Merc’hed ,hag ur bern traoù zo aozet er vro. En o zouez ur programm a-feson kinniget e Plijidi. Muioc'h gant Piala Coïc, ezel eus ar gevredigezh Graines de Cultures. Peseurt labour e vez graet gant maered ha maerezed a zo e penn ar c’humunioù bihan ? Respontoù gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez ar geloauenn. Hag en eil lodenn abadenn e kendalc’homp gant Joseph Laurans, deus an Trevoù, bet medisin War Raok Gwengamp pad 20 vloah. Keleier : Antoine Trehin Stajiadez : Patrica Robson Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 2 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Lun 2 a viz Meurzh

7 months ago

Muioc’h-mui a listennoù keodedel a zo war ar renk evit an dilennadegoù kêr ar bloazh-mañ. Benjamin Bouard, deus radio Breizh a ginnig deoc’h ober anaoudegezh gant hini Speied. Kleizhenn, ur c’houlzad deus bro Gembre, du ha teñval e aergelc’h, skignet war Brezhoweb. Displegadennoù a vo gant Florent Grouin. Joseph Laurans, bet medisin skipailh mell-droad War-Raok Gwengamp met ivez mezeg e penn Kreizhenn Addeskiñ ar C’horf Trestel, e-kichen Lannuon. Keleier : Metig Kakez-Vargas Stajiadez Roudour Karaez : Patricia Robson Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 27 a viz C'hwevreur

Avel Em Fenn - Gwener 27 a viz C'hwevreur

7 months ago

Bev mad eo ar vuhez assosiatif en Douar Santel! Géraldine Robreau ag ar gevredigezh Tolpiñ ha Brewen Le Guellec ag Ar Vreudeu le Gellec a gomz a-ziar o c'hevredigezhioù hag ur fest-noz a vo aozet gete e Kaodan d'an 18 a viz Imbrilh. Loeiz Beleg a gont ur vojenn e 'Ar Hentoù an Antroposen': kani 'aval Newton' an hani eo! Ha Tristan Govig a gomz aveit ar wezh zivezhañ a-ziar é dezenn àr oberenn Kristen Noguez. Benjamin Bouard a gas ar c'heleier, mes ur gudennig teknikel zo bet get ar son: muzik vez klevet edan ar c'heleier! Hon digarez aveid kement-se.


Awel Em Fenn - Yaou 26 a viz C'hwevreur

Awel Em Fenn - Yaou 26 a viz C'hwevreur

7 months ago

Benjamin Bouard a Radio Breizh en deus aterset Izold Gwegan ag ar gevredigezh 'Deskomp Breizh', hag a gannig prezegennoù ha darvoudoù tro-dro istoer ar vro e kreiz-Breizh. E 'Huñvreal e salioù teñval' e komz Morgane Cotten a Radio Kerne a-ziar ar film 'Hurlevent'. Ha Tristan Govig a zispleg petra faot dezhañ gober bremañ pand eo achiù e dezenn àr oberenn Kristen Noguez: lakaat he sonerezh àr baper, ha soniñ get ur strollad! Ar c'heleier vez kaset get Aodren Trehin


Awel Em Fenn - Merc'her 25 a viz C'hwevreur

Awel Em Fenn - Merc'her 25 a viz C'hwevreur

7 months ago

Ar c'hoat-mell: ur reportaj get Aodren Trehin a Radio Breizh a-ziar ar plat a vro-Baod. Klevet 'vo Béatrice Ar Moign, Maria Malardé ha Nicolaz Graignic. Ur reportajig e gouel ar Roue Waroch, get un nebeut tud o deus kenstrivet d'ar Sadorn er c'henstrivadegoù daouadoù ha strolladoù gest-noz nevez ha kendalc'h ar gaozeadenn get Tristan Govig a-ziar Kristen Noguez


Avel Em Fenn - Meurzh 25 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Meurzh 25 a viz C'hwevrer

7 months ago

Ur bern traoù dreistordinal e vez kinniget gant Le Lieu Jaune, un davarn gevredigezhel staliet ba St Alar-Louergad ! Muioc'h gant Luz, Guy Laudran, Maïno Le Tallec ha Marius Javel . Lena Boisard Le Coat ha Virjini Botrel a ginnig deoc'h rouedad levraouegoù ha mediaouegoù Kumuniezh Kumun Kreiz Breizh. Tristan Ar Govig, telennour anezhañ, a lak ar gaoz diwar sujed ar c’hrouiñ ba sonerezh hengounel dre oberenn Kristen Noguès. Keleier : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 23 a viz C'hwevrer

Avel Em Fenn - Lun 23 a viz C'hwevrer

7 months ago

Bed ar mor, ar bezhin, an dreuzkas : Pauline Le Péculier, sevenourez anezhi, diwar-benn he zeulfilm Estelle Le Corre, La Relève. Pennad kaoz ar sizhun : Tristan Ar Govig, telennour met istorour an delenn ivez, a lak ar gaoz diwar-benn Kristen Noguès. Keleier ar vro : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


First Previous Next Last