Fest-noz ar falc'herion.ezed OGK (OGM) a vo a benn Disadorn 9/11 e Sant-Kadou! Un digarez deomp da glevout hirroc'h a-zivoud o stourm, e kompagnunezh Jakez. Un atersadenn graet get Yann Boishardy (RKB). Un dazont a zo evit diorroiñ da vat ar sinema e brezhoneg. Setu ar pezh a vez kavet get ar gomedianez Tifenn Lineatte. Setu 5vet tamm an eskemm get Yann Boishardy (RKB) e Pennad-kaoz ar sizhun mañ. Adkavit ivez ar gronikenn Barzhaz get Tomaz Laken ha Magali Baron (Kuzul ar Brezhoneg) àr embann ar levr Ar bleiz droch a spont ar vro troet e brezhoneg get Mark Kerrain. Muioc'h a-zivoud ar pezh a vir pe a ziorren kleñved alzheimer get ar medisin e retret Alan Goulwen, er gronikenn Yec'hed. Keleier ar vro: Aodren Trehin Avel em Fenn: Enora Molac & Neshka
Doéré ag ar prosez a oa b'An Naoned d'ar Yaou 14/11 evit kunujennoù feulz gounelleour ha gourdrouzoù lazhiñ enep kevredigezhioù e metoù ar bed brezhoneger: kastizet e oa bet Florian Méhat, evit torfedoù graet etre an hañv 2023 ha miz C'hwevrer 2024. Meur a zaol pellgomz en doa graet evit kunujenniñ an dud en tu arall, en o mesk gopradez Ti ar Vro Gwened Anne-Claire Quivijer, he doa douget klemm da heul. Evel e konte da Enora Molac (RBG) e oa disammet get disoc'h ar prosez. Ar c'hunujenner hag ar reuziadez a oa er prosez Diriaou da noz. An aotroù Méhat, 39 vlez anehoñ, ag An Naoned, a oa chomet feal d'e vennozhioù killstourmer, un emzalc'h dichek getoñ a-hed ar prosez. Ti ar vro Gwened hag Anne-Claire Q. ne oant ket o unan da vout douget klemm eneptañ: kevredigezhioù Anef Ferrer (Sant Nazer); Frañs Palestin 44; LFI pe c'hoazh an embregerezh Saunier Duval ivez. Ouzhpenn a zo: Yezhoù ha Sevenadur hag an Ajañs Sevenadurel Breizhek o doa bet kunujennoù dre bellgomz ivez, met ne oa ket bet heuliet get ur prosez. E penn kommañs an enrolladenn-mañ e vez klevet Anne-Claire Quivijer (Ti ar Vro Gwened); Tangi Manac'h (Yezhoù ha Sevenadur); Alicia Thuau (ACB) ha Tangi Louarn (Kevre Breizh). Adkavit ivez Saloñs Levrioù Breizh e Karaez get Loeiza Duigou, doc'h mikro Yann Boishrdy (RKB) ha Tomaz Laken; ha kronikenn War Hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg. Keleier ar vro: Aodren Tréhin Sonerezh an abadenn: Neshka Buheziñ ha Teknik Avel em fenn: Enora Molac