Avel em fenn


Avel Em Fenn - Merc'her 3 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Merc'her 3 a viz Gwengolo

7 months ago

Loig Chevau a ya a di da di e bro Gwened evit enrollañ brezhonegerien.rezed. E bal : dastumat danvez evit an ALBB Nevez, an Atlas Yezhel Breizh Izel Nevez. Goulennet eo gant Neshka, deus Radio Bro Gwened. Kreizhenn ar Son e Kawan : an duellen ruz ! gant Sylvie Toupin ha Seb Toanen. Camille, deus Keit Vimp Bev, a ginnig deomp ar gelaouenn Louarnig. Keleier ar vro : Metig Jakez Vargas Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 2 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Meurzh 2 a viz Gwengolo

7 months ago

Odile ha Gilles Le Jeune a stourm evit glad ar vro ; gant ar strollad Chapel St Jili, o deus c'hoant adnevesaat anezhi, daoust d'ar skoilhoù ! Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons a gomz diwar-benn ar Vretoned aet da Amerika. Eil lodenn pennad kaoz ar sizhun e Kreizhenn ar Son e Kawan, gant Seb Toanen ha Sylvie Toupin. Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 1añ a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Lun 1añ a viz Gwengolo

7 months ago

An Avel Em Fenn kentañ ar sezon gant Dom Duff ha Klarisse Lavanant diwar-benn an darvoud Breizh A Live a vo d'ar Sadorn 6 e Karaez. Peseurt plas evit ar brezhoneg en o buhez hag er gevredigezh ? Respontoù gant an daou arzour. Son bepred gant Seb Toanen ha Sylvie Toupin, deus Kreizhenn Ar Son Kawan. Met petra eo an diforc'h etre ur son hag un trouz ha penaos lakaat an dud da vezañ aketus d'ar sonioù er vuhez pemdeziek ? Keloù deus Brezhoweb, gant Florent Grouin : Tintin ha Trotig ! Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 26 a viz Even

Avel Em Fenn - Merc'her 26 a viz Even

9 months ago

Lilwen Boënnec, stajiadez eilvet klas lise Diwan Karaez, a giinnig ur rekipe kouign eus ar re wellañ ! Eil lodenn ar gaozeadenn gant Youenn Lange diwar-benn pladenn nevez Barzaz enrollet war al leurenn. Ur c'hoari kartoù pell deus an hengoun e vez kinniget gant ar gevredigezh Nuées. Muioc'h gant Amélie Leroy. Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas Meteo : Lilwen Boënnec Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 24 a viz Even

Avel Em Fenn - Meurzh 24 a viz Even

9 months ago

Un darvoud eo er bed sonerezh Breizh : deuet eo er-maez pladenn nevez Barzaz, enrollet war al leurenn e Plabenneg. Youenn Lange a gont deomp penaos eo bet graet an traoù. Peg-sunioù politikel a-bep seurt e vez kinniget gant ar gevredigezh «The Chomeuses Go On». Amélie Leroy en deus c’hoant skignañ anezhe un tamm pep lec’h er vro. Petra en deus chechet ba Breizh dindan 20 vloazh ? Ur respont gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Lizher kelaouiñ Splann gant Caroline Trouillet hag Enora Molac. Keleier ar vro : Metig Jakez-Vargas Stajiadez : Lilwen Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 23 a viz Even

Avel Em Fenn - Lun 23 a viz Even

9 months ago

E 2025 e vez lidet 100 vloazh parrez St Riwall. Perak en deus choajet St-Riwall bezañ emren ha penaos eo ar vuhez hiriv er gumun? Respontoù gant Annaig Kere, Herve Kere ha Pierre-Yves Lebon. Peg-sunioù a bep seurt evit lakkat politikerez ha mennozhioù nevez ba hon buhez ? Setu ar pezh a ginnig Amelie Leroy. Keleier ar vro : Erwan Blanchard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy Stajiadez : Lilwen


Avel Em Fenn - Gwener 20 a viz Mezheven

Avel Em Fenn - Gwener 20 a viz Mezheven

10 months ago

Un abadenn lan a zoereioù a ved ar brezhoneg: Myriam Guillevic a gomz a-ziar Priz ar Romant e Brezhoneg, hag a zo bet roet ar blez-mañ da Charlie Grall aveid e livr Toull Kerliv. Katelin ag ar Redadeg a zegas deomp doereioù ar Redadeg: digor eo ar galv-raktresoù! Modarall e komz Loeiz Beleg en e gronikenn 'Ar Hentoù an Antroposen' ag ar nikel, hag e komz Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh get Iwan, hag en deus c'hoant monet da vout gov. Hag ar c'heleier vez kaset get Gwenvael Delanoe!


Avel Em Fenn - Yaou 19 a viz Mezheven

Avel Em Fenn - Yaou 19 a viz Mezheven

10 months ago

Mannaig le Dortz a gelc'h keltiek Bugale Melrand a gomz a-zivout arvest nevez ar Vugale, hag a zo bet awenet get ar "gougad patereu". Ar gougad patereu a oe un dro-goug talismanek a veze goarnet en un dra brizius get familhoù zo e doaroù kreizBro Gwened... Muioc'h barzh an abadenn get Mannaig! Modarall e lar Mael Gwenneg petra vo da welet e Bali Breizh ar sul-mañ, hag e klevimp muioch get Tangi Rouzo, ar gov aterset get Yann Boishardy. Eil lodenn kronikenn Barzaz a-ziar livr Visant Roue 'Istor ar Vretoned' zo bet skignet en he fezh ar wezh-mañ, hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier.


Avel Em Fenn - Merc'her 18 a viz Mezheven

Avel Em Fenn - Merc'her 18 a viz Mezheven

10 months ago

Daet eo stajidi Stummdi Gwened betag studio RBG, hag enrollet o deus ur faltazi radio a-ziar an hiriennoù, peotramant ar c'homplodoù. Gouiet a rit ema bet lazhet rac'h an evned aveid lakaat dronoù en o flas? Klevet vo Tangi Rouzo en-dro, berped é tisplegiñ e vicher gov, ha Camille Argouarc'h a gKeit Vimp Bev a lar petra zo da lenn e Louarnig ar miz-mañ. C'hwi glevey penn kentañ eil lodenn kronikenn Barzaz gouestlet da livr Visant Roue 'Istor ar Vretoned'. Ne chome ket trawalc'h amzer aveid skignal ar gronikenn en he fezh, neuze e vo adskignet arc'hoazh. Ar c'heleier vez kaset e kreiz an abadenn get Gwenval Delanoe.


Avel Em fenn - Meurzh 17 a viz Even

Avel Em fenn - Meurzh 17 a viz Even

10 months ago

Ur veaj triyezhek diwar-benn tem an douar e vez kinniget gant ar gompagnunez L'Artère tro dro oberennoù Anjela Duval ha Mahmoud Darwich...hag ur veaj all vez graet gante, ur veaj da vat, peogwir int kustumet da vont da leurenn a leurenn war varc’haouarn. Muioc'h gant Diane Giorgis. Ur bajenn nevez e brezhoneg bep sul ba Ouest-France, sed aze ar pezh e vez displeget gant Maiwenn Raynaudon, penn redaktourez ar gelaouenn Bretons. Goude bezañ tapet e vachelouriezh e Lise Diwan Karaez, Tangi Ar Rouzo en doa disidet en em stummañ gant ur CAP alc’hwezer-metaler gant ar C’hompagnoned. Met dipitet bras eo bet ! Stajiadezed : Erell ha Lilwenn Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


First Previous Next Last