Avel em fenn


Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Lun 20 a viz Ebrel

5 months ago

D’an 8 a viz Mae e vo un devezh important evit ar brezhoneg, da lâret eo loc’hañ ar Redadeg ba Lannuon, ha betek ar 16 a viz Mae e vo ur bern tud o c’haloupat noz ha deiz war hentoù ar vro. Fulup Kere, rener ar Redadeg a lâr muioc’h diwar an darvoud-mañ ! Pennad Kaoz ar sizhun : foetañ bro, setu ar pezh a ra ivez Chan Claod Taleg evit mont da gañan un tamm pep lec’h abaoe bloavezhioù. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig programmoù ar vakansoù. Keleier ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Am Fenn - Gwener 10 a viz Imbrilh

Avel Am Fenn - Gwener 10 a viz Imbrilh

6 months ago

An dibenn-sizhun-mañ emañ Kan ar Bobl e Pondi, neuze èl rezon e klevit Maksim Crahé, prezidant Kan ar Bobl, é komz ag ar fest en hous abadenn hiniv. Emañ Kan ar Bobl é klask tud nevez aveid ar burev! Neuze lakait hous anv mard oc'h intereset ha ma faot deoc'h e vo kendalc'het get ar vrav a fest-mañ! Modarall e klevit aveid ar wezh ziwezhañ Enora Molac é komz a raktres Kenleur 'Ar pezh a chom', hag Enora c'hoazh ur wezh, asambl get Caroline Trouillet, e lodenn ziwezhan ar gronikenn Splann aveid ar miz-mañ. Ar c'heleier vo kaset get Metig Jakez-Vargas, ha pas get Erwan Blanchard èl ma laran e penn kentañ an abadenn. Abadenn kaset get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Yaou 9 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Yaou 9 a viz Imbrilh

6 months ago

Arriv eo prantad ar festivalioù! Da d'an eil ha d'an trivet a viz Mae vo aozet 'le Cri du Coquelicot' e Kamorh, e-kreiz lanneier Lanvaoz. Muioc'h get Valérie ag an aozadur. Modarall e vo kendalc'het ar gaozeadenn get Enora Molac a-ziar raktres 'Ar pezh a chom' get Kenleur, ha c'hwi glevey eil lodenn kronikenn Splann ar miz-mañ. Anton Burel a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!


Avel Em Fenn - merc'her 8 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - merc'her 8 a viz Imbrilh

6 months ago

Emañ gourfenn Kan ar Bobl é tostaat, ha chetu unan ag an tolpoù-bro diwezhañ, hag unan ag ar re vrasañ: kani Lokoal-Mendon! Ur reportaj get Maksim Crahé a Radio Bro Gwened Daet eo en-dro kronikenn Splann get doereioù ar media-enklask-mañ aveit ar miz-mañ: chetu ar lodenn gentañ Muioc'h get Enora Molac a-ziar raktres 'ar pezh a chom' get Kenleur Keleier ar Vro get Anton Burel Abadenn animet get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 7 a viz Ebrel

6 months ago

Plijadur zo er festoù-noz abaoe 30 vloazh gant ar strollad Loened Fall, a zo vont da lidañ an deiz ha bloazh-mañ e Pañvrid ar Beskont d’ar Sadorn 18 a viz Ebrel. Muioc'h gant Marthe Vassallo, unan deus mouezhioù ar strollad. Gant Enora Molac e vez anv deus ar gevredigezh Ar Pezh A Chom, Ce Qui Reste, ur gevredigezh a glask sevel liammoù etre tud disheñvel o sevenadurioù, e karterioù poblek bro Gwened. Keleier ar vro : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 3 a viz Imbrilh

Awel Em Fenn - Gwener 3 a viz Imbrilh

6 months ago

Emañ ar Redadeg é tostaat, hag emañ an dud a volontez vad doc'h en em aoziñ! Ni 'glevey Joel Le Barog, é karg ag an aozadur e bro-Gwened, goude un tolp a dud a volontez vad e Pondi. Emañ ar Redadeg c'hoazh é klask tud, ha chom a ra kilometroù da breniñ ivez! Modarall e klevit an eil hanterenn ag ar gronikenn Barzaz hon doe komañset an devezh kent, a-ziar an dastumad danevelloù 'Mall Achap' get Fulup Lannuzel. Alan Goulven a gomz ag ar somatika en e gronikenn 'Yec'hed, ha klozet e vo ar gaozeadenn get Herve Bihan a-ziar ar brezhoneg krenn. Erwan Blanchard a lenn ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!


Avel Em Fenn - Yaou 2 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Yaou 2 a viz Imbrilh

6 months ago

Fest-noz la Fée Vrillée 'vo dalc'het d'an 11 a viz Imbrilh ar ble-mañ! C'hwi glevey pep tra get Lena ar Foll. A-c'houde pell n'hon eus ket klevet kronikenn Barzaz: chetu un adskignadenn ag an hanterenn gentañ ag ur gronikenn gozh, a-ziar an dastumad danevelloù 'Mall achap' get Fulup Lannuzel. Kendalc'het vo ar goazeadenn get Hervé Bihan a-ziar stummoù kozh ar brezhoneg, hag Anton Burel a gas ar c'heleier. Abadenn animet get Emrys van Seventer


Avel Em Fenn - Merc'her 1añ a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Merc'her 1añ a viz Ebrel

6 months ago

Lennegezh gant ar gevredigezh Lennomp a ginnig levrioù faltazi aes da lenn. Klevet vo Yann-Fañch Jacq ha skrivagnerien.rezed a zo vont da embann o skridoù gant ar gevredigezh-mañ. Herve Bihan, bet kelenn-enklasker war ar brezhoneg ba Skol Veur Roazhon . Lakaat a ra ar gaoz diwar ar geriadur Devri met ivez diwar an holl studiadennoù kaset gantañ. Poltred Breizhad : Didier Dreo Keleier : Metig Jakez Vargas. Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 31 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Meurzh 31 a viz Meurzh

6 months ago

Ur sapre fest a vo e fin ar sizhunvezh e Kastell Nevez, rouantelezh an danserien.rezed e-pad tri devezh. Anjela Broustal a ginnig deomp ar festival. Herve Bihan, bet kelenner war ar brezhoneg e Skol Veur Roazhon a lak ar gaoz diwar Devri, ar geriadur istorel. Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a displeg deomp petra eo pal al luskad politikel nevez savet gant Paul Molac. Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Banchard Teknik an abadenn : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 30 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Lun 30 a viz Meurzh

6 months ago

Diboan de Bonduwe Luzu, diwar-benn ar veaj en doa graet en Orleans-Nevez gant sonerien all. Ar Johniged hag ognon Rosko e bro Saoz. Setu tem «4 munut e Breizh". Muioc'ha gant Florent Grouin, deus ar chadenn Brezhoweb. Lodenn gentañ ar pennad kaoz gant Herve Bihan, bet kelenner-enklasker brezhoneg e Skol Veur Roazhon. Lakaat a ra ar gaoz diwar Devri, ar geriadur istorel. Ar c'heleier : Aodren Trehin. Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


First Previous Next Last