Avel em fenn


Avel Em Fenn - Lun 6 a viz Here

Avel Em Fenn - Lun 6 a viz Here

4 months ago

Diwall, un tamm drol eo fin ar podkast abalamour d'un toullad kudennoù teknikel ! Petra e vez kinniget gant Ti Ar Vro L'Ôté St-Brieg ? Ur bern emgavioù reoliek pe dibar. Muioc'h gant Morgan Lefebvre ha Julian Geffroy. Ar chadenn Brezhoweb a glask merc'hed evit ur programm nevez, Ar Brezhoweb Komedi Klub, ur seurt stand up. Florent Grouin a lavar hiroc'h. Jorj Bothua a zo anvet mat er vro evit e labour saver bombard hag an holl c'honkourioù en deus gounezet. Pennad Kaoz ar Sizhun gant Neshka, deus Radio Bro Gwened. Keleir ar vro : Erwan Blanchard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy (...met un dizemglev zo bet gant ar c'hartoucher !)


Avel Em Fenn - Gwener 3 a viz Gouil-Mikel

Avel Em Fenn - Gwener 3 a viz Gouil-Mikel

4 months ago

Abadenn berroc'h, a gaoz ma oe klañv Neshka. Un atersadenn graet get Maksim Crahé a Radio Bro Gwened, get Loig Cheveau ha Michel Mermet, a-ziar ar gwenedeg hag an IA, ha fin pennad-kaoz ar sizhun get Janig Bodiou-Stephens, hag a gomz hiniù a-ziar he liamm get ar brezhoneg.


Avel Em Fenn - Yaou 2 a viz Gouil-Mikel

Avel Em Fenn - Yaou 2 a viz Gouil-Mikel

4 months ago

Barzh an abadenn-mañ: Maksim Crahé a gomz a-ziar Fest ar Laridenn e Bihui an Deur, hag a-ziar distro Dastum Bro Ereg. Kronikenn 'Huñvreal e salioù teñval get Morgane Cotten a radio Kerne Janig Bodiou-Stephens a gomz a-ziar he buhez e Kembre e pennad kaoz ar sizhun hag... Erwan Blanchard a gas a c'heleier, ha Neshka a anima an abadenn!


Avel Em Fenn Merc'her 1añ a viz Here

Avel Em Fenn Merc'her 1añ a viz Here

4 months ago

Penaos lakaat ar baotred d'en em okupiñ deus an hilastaliñ ? Lakaet e vez ar gaoz diwar-benn ar vazektomiezh gant Gautier Istin ha Benjamin Franckaert. Goulennet int gant Laëtitia Fitamant, deus Radio Kerne. Istor Breizh, ur gelaouenn a glask "reiñ sklerijenn d'ar Bretonezed, d'ar Vretoned". Christian Gouerou, ezel eus ar skipailh, a lavar muioc'h. Bro Gembre, ar bloavezhioù Thatcher : setu trede lodenn ar pennad kaoz gant Janig Bodiou-Stephens. Keleir ar vro : Metig Jakez-Vargas Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 30 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Meurzh 30 a viz Gwengolo

4 months ago

Awen Prijant a ginnig ar Festival Blues des Deux Rivières, ur festival plantet mat e Benac'h ha tro war dro. Ha keloù vat zo peogwir ez eus muioc'h a blas evit ar sonerezed, ar pezh ne ket anat er festivalioù blues-rock. Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons, a gomz deus Youenn Gwernig, un arzour important kenañ e bed ar sevenadur Breizh. Janig Bodioù a gont deomp he zamm buhez, pa oa bet d'en em staliañ e bro Saoz gant he gwaz , ha goude skrivet ganti un dezenn diwar-benn urzh ar gerioù e brezhoneg. Keleier ar vro : Aodren Trehin Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 29 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Lun 29 a viz Gwengolo

5 months ago

Klevet e vez Yann-Fañch Millet, rener nevez lise Diwan Karaez. Gantañ e vez anv deus distro-skol al lise, deus an diazamantoù met deus an diskoulmoù ivez. Janig Bodiou-Stephens deus bevet ba bro Saoz hag e bro Gembre...met ivez en Aljeri e fin ar brezel. He a gont deomp he bugaleaj e Buhulien, e kichen Lannuon. An Istor Livet, an abadenn Brezhoweb a lak ar gaoz diwar-benn ar bouton gant 4 toull. Muioc'h gant Florent Grouin. Keleier ar vro : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Merc'her 17 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Merc'her 17 a viz Gwengolo

5 months ago

Marthe Vassalo diwar-benn an abadenn war-dro Brezelioù Al Lig Pennad Kaoz gant Ana Soa Bervet Keleir ar Vro : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 16 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Meurzh 16 a viz Gwengolo

5 months ago

Nozvezh ar Gavotenn : Kristian Rivoalen Pennad Kaoz Ar Sizhun : Ana Soaz Bervet Bretons Magazine - Dazont an tourioù-tan : Maïwenn Raynaudon Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy Keleier ebet ! ( kudennoù teknikel)


Avel Em Fenn - Lun 15 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Lun 15 a viz Gwengolo

5 months ago

Klevet e vez Matthieu, deus ar c'henstroll Less Beton 164 Pennad-Kaoz ar sizhun : Ana Soaz Bervet Breiz A-Live gant Florent Grouin, deus Brezhoweb Keleier ar Vro : Metig Jakez-Vargas Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 23 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Meurzh 23 a viz Gwengolo

5 months ago

Claudia ha Marc-Antoine Olivier o deus adigoret an davarn Ar Ch'ty Kozh e Bulad-Pistin ha kalz a brederioù o deus evit dazont al lec'h a gont er vro. Goulennet int gant Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh ha Radio Treger Goueloù. Muioc'h mui a barkeier milinoù tredan a zo staliet er mor...ha muioc'h mui a dabutoù ivez, muioc'h mui a stourmoù. Hiroc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Ana Graham a gont he zro Breizh ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened. Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


First Previous Next Last