Avel em fenn


Avel Em Fenn - Meurzh  a viz Mae

Avel Em Fenn - Meurzh a viz Mae

4 months ago

Art Rock e Sant Brieg : du-hont 'moa bet tro da atersiñ Sophie Gwiader hag Eve Marquet, div vrezhonegerez a youl vat a ra war-dro un davarn. Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a lak ar gaoz diwar Jeann Malivel, ezel al luskad arzel ar Seiz Breur. Jean Rannou, deus Logivi-Plougraz, a gendalc’h da gontañ e vrezel Aljeria, e lec’h ma oa bet gloazet e-pad un operasion. Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Yaou 21 a viz Mae

Awel Em Fenn - Yaou 21 a viz Mae

4 months ago

Neventioù zo e ti RBG! Hiniv emañ Emrys asambl get Corentin, animatour nevez RBG2, hag a gannig deoc'h ar meteo hiniv! Modarall e klevit ur reportaj a lid Erik Marchand e Poullaouen, get meur a zen e komz; un atersadenn dreistordinal 'zo ivez get Svetlana Spajic, kanourez, dastumourez hag etnologourez a vro Serbi. Erwan Blanchard a gas ar c'heleier, hag en eil lodenn ag an abadenn e kendalc'h Jean Rannoù e bennad kaoz ag ar sizhun get Yann Boishardy.


Awel em Fenn: merc'her 20 a viz MAe

Awel em Fenn: merc'her 20 a viz MAe

4 months ago

Rakenrollet e oe an abadenn-mañ abretoc'h d'an deiz e oe bet skignet. Klevet 'vez Tudi Crequer é komz ag an enrolladennoù koshañ ag ar brezhoneg - un atersadenn hir, ker ur bouchad traoù 'zo da gontiñ! Ha Jean Rannoù 'vez klevet e pennad kaoz ar sizhun. Etre an daou? Metig Jakez-Vargas get ar c'heleier!


Avel Em Fenn - Meurzh 19 a vie Mae

Avel Em Fenn - Meurzh 19 a vie Mae

4 months ago

Paul Molac, kuzulier rannvro ha depute : gantañ eo kistion deus statut ar brezhoneg ha deus hini ar gallaoueg. Jean Rannou, ganet ba Perwenan, e-kichen Landreger. Kont a ra Jean deus e vugaleaj, ur mare start a-walc’h evit e familh . Ha deus bugaleajoù e vez anv ivez gant Maiwenn Raynaudon, a ra poltred Sarah El Hairy, Komiserez Uhel evit ar Vugaleaj. Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Stajiad Roudour Montroulez ! Ilan Jiguel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 18 a vie Mae

Avel Em Fenn - Lun 18 a vie Mae

4 months ago

Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar ar C’horrika, da lâret eo ar redadeg ba bro Euskal ha levezonet hon bet ganti a-benn sevel hon Redadeg deomp ni ! Leandre Savineau a gomz deus Nevez Amzer ar Sonerien a vo e Lannuon e fin ar sizhun. Pennad Kaoz : Jean Rannoù, bet gloazet e-pad brezel Aljeria. 70 bloazh goude en doa resevet al Legion a Enor. Stajiad Roudour Montroulez ! Ilan Jiguel Keleir ar vro : Benjamin Bouard Buhezin ha teknik : Yann Boishardy


Awel Em Fenn - Gwener 15 a viz Mae

Awel Em Fenn - Gwener 15 a viz Mae

5 months ago

Barzh an abadenn-mañ e klevit: Thierry Jolivet é komz a-ziar gouel 'La Lune Rousse' e Kistreberzh Ur gronikenn nevez-flamm! Denez Nignol e konzey ag é jardrin er gronikenn 'Glazadur' Ha chan-Glaod Taleg, aveid ar wezh zivezhañ e pennad-kaoz ar sizhun Aodren Trehin a lar ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a anim an abadenn!


Avel Em Fenn - Merc'her 13 a viz Mae

Avel Em Fenn - Merc'her 13 a viz Mae

5 months ago

Ur pezh mell chañchamant zo war borched Dastum hag aesetoc'h d'ober gantañ. Setu ar pezh e vez kontet gant Kristian Rivoalen deus mikro Benjamin Bouard Pennad-kaoz : Chañ-Claod Taleg, 8vet lodenn. Poltred Breizhad : Marthe Vassallo Keleier ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard Teknik an abadenn : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann boishardy


Avel Em Fenn - Meurzh 12 a viz Mae

Avel Em Fenn - Meurzh 12 a viz Mae

5 months ago

Da c'houzout : keleir ebet en abadenn ! Liv an arz zo gant Avel Em Fenn hiriv : Chan Claod Taleg a gont deomp istor an ton hag ar skulterezh «Marv Ar Bik» ! Dominique Jouve, diwar gouel an Dreujenn Gaol, bet savet gantañ asambles gant Erik Marchand. Kronikenn : ar merc'hed divugel, ur sujed kinniget gant Maïwenn Raynaudon, pennredaktourez ar gelaouenn Bretons. Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 11 a viz Mae

Avel Em Fenn - Lun 11 a viz Mae

5 months ago

An dibenn sizhun a deu e vo enoret Erik Marchand e Poullaouen ha Groñvel. Ur bern sonerien ha sonerezed a vo, hag en o zouezk, Dominique Jouve a seno treujenn-gaol gant ar C’hiñtet Klarinet. Hiroc'h gantañ diwar-benn al labour soner en doa kaset a-benn gant Erik Marchand e penn-diwezhañ ar bloavezhioù 80. Pennad Kaoz ar sizhun : Chan Claod Taleg, kaner ha kizeller anezhañ. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar Goulc’hen Kervella haStrollad ar Vro Vagan. Keleir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann boishardy


Avel Em Fenn - Yaou 7 a viz Mae

Avel Em Fenn - Yaou 7 a viz Mae

5 months ago

Ag ar 15 betag ar 17 a viz Mae e vo lidet Erik Marchand e Poullaouen ha Groñvel. Youn Lange ha Jañlug er Mouel a gomz ag Erik, o eñvorennoù er C'hreiz Breizh Akademi, hag ar fest. Pierre Terras a zispleg ar 'greenwashing' e bed an IA doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh ha Plozet vo ar goazadenn etre Ronan Postic ha Padrig Drean a-ziar ar barzhoniezh hag ar fed bout barzh, enrollet da-geñvet gouel ar brezhoneg e Ti Douar Alré e Pluvigner Metig Jakez-Vargas a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer an abadenn!


First Previous Next Last