bugale CM zo bet é weladenniñ Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan e Gwened, hag é c'hoari un 'c'hoari enklask' a-benn dizoloeiñ ar vuhez-skolaj. Emrys oe àr ar lec'h é reportajiñ! Get Céline Ménesses, ar renourez, skolajidi en 6ved klas, ha bugale skol Diwan an Oriant. Alan Goulven a gomz ag ar malitouchoù ORL en e abadenn 'Yec'hed' Hag aveid ar wezh zivezhañ e vo klevet Chan Bresmal e pennad-kaoz ar sizhun Ar c'heleier vez kaset get Anton Burel, hag emañ Emrys é animiñ
Nozvezh al lennadur a zo un tamm pep lec’h ar sizhun-mañ ; deus hini Pondi eo anv hiriv gant Andrea Ar Gall, deus ar gevredigezh Ekolokobio. Ha deus ekologiezh ivez e anv ivez gant al lizher kelaouiñ Splann..met deus an tudehoù pellañ ivez ! Gant Caroline Trouillet hag Enora Molac An istr, an Akrobranch ha bremañ coach ar vouezh : en eil lodenn an abadenn e kendalc’hfomp gant Chan Bresmal. Ar c’heleier : kinniget gant Metig Jakez Vargas Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy
Skrapat en ur gwez ? Setu ar pezh vez kontet gant Chan Bresmal he deus graet war-dro an akrobaranche e-pad boavezhioù. Aterset eo gant Emrys, deus Radio Bro Gwened. L’annexe ? un davarn gevredigezhel a zo e kreizh ker Gwengamp. Muioc'h gant Divi Aliot-Toupin ha Youenn Derrrien, izili ar gevredigezh Scoop Association. Ar gronikenn Splann miz Genver, kinniget gant Caroline Trouillet hag Enora Molac.
Gant Florent Grouin a gomz diwar-benn Anita Conti, e vo moien deoc’h mont er bed ar mor, met ivez gant Chan Bresmal evit pennad kaoz ar sizhun, deus an istri eo anv ganti. Nelly Benech, Marie-Soaz Lestic ha Marie-Hélène Thomas deus ar gevredigezh Bro Vear Solidarité, a ra war-dro an divroidi e bro Dreger. Keleir ar vro hag ar bed : Erwan Blanchard Teknik : mersi bras da Sahel Frangeul ! Buheziñ : Yann Boishardy
Hiniv e klevit liseidi Skolaj-Lise Diwan ar Mor-Bihan en ur reportaj graet get Gael an Du a Radio Bro Gwened: savet o deus ar liseidi ur ganenn asambl get Brieg Guerveno! Klevet 'vo ivez Julien Cornic doc'h mikro Morgane Suire, stajiadez e Radio Kreiz Breizh, hag aveit ar wezh ziwezhan, Kristian ar Bras e pennad kaoz ar sizhun, doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh. Ha n'eo ket toud! Distro eo Loeiz Beleg ivez, get e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, hag e kreiz an abadenn e kas Aodren Trehin keleier ar vro hag ar bed. Abadenn animet get Emrys van Seventer. Foto : L'Echonova / Alban Guilleron
Barzh an abadenn-mañ e komz Riwana ar Gall a-ziar he labour èl mestrez-poull, ha dreistoll a-ziar he labour get divroidi edan an oed. Modarall e klevit an eil lodenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar an dastumad barzhonegoù 'E ty an archeteclin' get Iwan Couée, ha kavet 'vo en-dro Kristian ar Braz e pennad-kaoz ar sizhun. Keleier ar vro get Anton Burel, animiñ get Emrys van Seventer
Un tammig emañ berroc'h an abadenn hiniv, a gaoz da broblemoù teknikel barzh an abadenn tre g'an hent; troc'het int bet ag ar podkast. Hiniv e klevit Claire le Moign a Gouel Broadel ar brezhoneg é reiñ doereioù GBB: an anvioù kentañ, ar bilhederezh klok a zo bremañ da gaouet enlinenn, hag an eil emvod aoziñ, hag a vo d'ar 31 a viz Genveur e Ti ar vro Kemperle. Klevet vo ivez ur gronikenn Barzaz, a-ziar an dastumad barzhonegoù En Ti An Archeteklin get Iwan Couée, ha kavet vo en-dro Kristian ar Bras e pennad-kaoz ar sizhun. Keleier ar Vro get Metig Jakez-Vargas, hag Emrys é animiñ ar radio!
L’Homme-Poisson, un abadenn c’hoariva skrivet ha c'hoariet gant David Walh a vo d’an 20 a viz Genver er sal Ar Champ Au Roy e Gwengamp. Hiroc’h nebeut gant Tomaz Kloareg, leurenner anezhañ, ouzh mikro Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh - Radio Treger Goueloù. Un enkadenn a zo gant kalz a verkoù dilhad ba bro C’hall...abalamour da betra ? Respontoù gant Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons. Kristian Braz diwar-benn e labour troer hag ar skrivagnerien a blij dezhañ. Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Stajiadez Stumdi Gwengamp : Morgane Suire, mersi bras dezhi ! Buheziñ : Yann Boishardy
An eil sizhunvez gant Kristian Braz, skrivagner ha troer anezhañ, lakaet e vez ar gaoz diwar-benn ar bed politikel er bloavezhioù 80. Un abadenn nevez a zo da welout war chadenn Brezhoweb, Brezhoneg Komedi Klub eo he anv. Florent Grouin, a lâr muioc’h diwar-se. Poltred Breizhad gant Denez ! Stajiadez : Morgane Suire Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
An abadenn hiniv zo èl un heuliadenn àr kani dec'h! Neuze, c'hwi glevey c'hoazh ur wezh tud Tanork é komz ag o strollad metal, doc'h mikro Gregory a Radio Balises. Klevet vo ivez an eil hanterenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar ar livr A-drek kerreg Tevrieg get Hervé Sébille-Kernaudour. Aveid ar wezh ziwezhañ ar sizhun-mañ e klevit Kristian ar Bras e pennad-koaz ar sizhun, mes.... donet a rey en-dro ar sizhun-ma'za! Pennad-kaoz ar pemzekteiz an hani eo! Abadenn animet get Emrys