Glen Jegou a ginnig fest Kleg, hag e vo dalc'het d'ar 7 betag an 9 a viz Mae e Klegereg Sklaerenn le Galloudeg ag ar gevredigezh Lagad Bleiz a ginnig ur stal labour kanennoù labourerion.ezed ag ar bed a-bezh e Teiz-Noaloù, d'ar c'hentañ a viz Mae Ronan Postic ha Padrig Drean a gendalc'h ar gaozeadenn a-ziar o labour barzhoniel e pennad-kaoz ar sizhun hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier e kreiz an abadenn! Abadenn animet get Emrys van Seventer a Radio Bro Gwened
Pauline Botrel a a lak ar gaoz diwar fest Kelc'h Keltiek Rostren hag ivez diwar buhez ar c’helc’h. Padrig Drean ha Ronan Postic evit an daol grenn Dasson Ar Galon Pet roll evit ar barzh er gevredigezh ? Poltred Breizhad : Urielle Jan Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Teknik an abadenn : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy
Fest-noz an Dibar e Plougonver a vo dalc'het d'an 2 a viz Mae, ur fest-noz kinniget gant ar gevredigezh Sonerien ha Kanerien an Hanternoz. Klevet e vez Sylvain Rouz, kenprezidant ar gevredigezh, aterset gant Typhaine Leondesu RKB ha RTG. Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons a lak ar gaoz diwar golo niverenn miz Mae ar gelaouenn, da lâret eo mojenn ar matriarkelezh breizhat. «Dasson ar Galon», un daol grenn tro dro d’ar varzhoniezh, gant Rona Postic ha Patrig Drean enrollet e Ti Douar Alre.
E Mirdi Skol Botoa ez eus un diskouezahdeg diwar an doare oa bet desket ar merc’hed hag ar baotred gant skol ar Republik. Muioc'h gant Cedric Binet, animatour ar mirdi. E Miz Meurzh oa bet aozet an abadenn-varzhoniezh «Dasson Ur Galon» gant Ti Douar Alre ba Pluvigner. A-hed ar sizhun e klevfet Ronan Postic ha Padrig Drean. Florent Grouin, deus Brezhoweb a ginnig Deiziater ar miz. Keleier : Anton Burel Stajiad Stumid Brest : Ronan Riou Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy
Abenn disadorn e tey er-maez pladenn gentan ar strollad Dañs ar Jaze! Emrys en deus komzet get paotred ar strollad a-ziar ar bladenn, ar muzik, ha spered Dañs ar Jaze Distro eo Loeiz Beleg get e gronikenn Ar Hentoù an Antroposen, hiniv a-ziar 'Akademgorod', ur geriadennig skiantel penn-da-benn, kollet e koedoù ar Siberi.... Hag aveid ar wezh zivezhan e klevit Chan-Glaod Taleg doc'h mikro Yann Boishardy, é kontiñ ar c'han-ha-diskan Benjamin Bouard a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!
Aveid ar wezh kentañ e vo aozet ur Pride, pe kerzhadeg ar lorc'hioù, e Rostren! Benjamin Bouard a Radio Breizh en deus aterset Loeizon ag ar gevredigezh Antidotes, e karg ag an aozadur Mailys Princé he deus savet ur geriadurig aveid brezhoneg enez Groe: kontiñ a ra hiroc'h doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh Ha Chan-Glaod Taleg a lar muioc'h a-ziar ar c'han-ha-diskan e pennad kaoz ar sizhun Aodren Trehin a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!
Kudennoù teknikel zo bet, n'eo ket klok tout ar bodkast ! Sonerezh ba an abadenn, gant Maiwenn Guillon ha Gweltas Rault, deus ar C’hreizh Breizh Akademi. Tonioù ha kanaouennoù ivez gant Chan Claod Taleg a displeg penaos ha gant piv eo kroget da ganañ er bloavezhioù 70'. Poltred Breizhad : Angela Broustal Keleier : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
D’an 8 a viz Mae e vo un devezh important evit ar brezhoneg, da lâret eo loc’hañ ar Redadeg ba Lannuon, ha betek ar 16 a viz Mae e vo ur bern tud o c’haloupat noz ha deiz war hentoù ar vro. Fulup Kere, rener ar Redadeg a lâr muioc’h diwar an darvoud-mañ ! Pennad Kaoz ar sizhun : foetañ bro, setu ar pezh a ra ivez Chan Claod Taleg evit mont da gañan un tamm pep lec’h abaoe bloavezhioù. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a ginnig programmoù ar vakansoù. Keleier ar vro hag ar bed : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
An dibenn-sizhun-mañ emañ Kan ar Bobl e Pondi, neuze èl rezon e klevit Maksim Crahé, prezidant Kan ar Bobl, é komz ag ar fest en hous abadenn hiniv. Emañ Kan ar Bobl é klask tud nevez aveid ar burev! Neuze lakait hous anv mard oc'h intereset ha ma faot deoc'h e vo kendalc'het get ar vrav a fest-mañ! Modarall e klevit aveid ar wezh ziwezhañ Enora Molac é komz a raktres Kenleur 'Ar pezh a chom', hag Enora c'hoazh ur wezh, asambl get Caroline Trouillet, e lodenn ziwezhan ar gronikenn Splann aveid ar miz-mañ. Ar c'heleier vo kaset get Metig Jakez-Vargas, ha pas get Erwan Blanchard èl ma laran e penn kentañ an abadenn. Abadenn kaset get Emrys van Seventer
Arriv eo prantad ar festivalioù! Da d'an eil ha d'an trivet a viz Mae vo aozet 'le Cri du Coquelicot' e Kamorh, e-kreiz lanneier Lanvaoz. Muioc'h get Valérie ag an aozadur. Modarall e vo kendalc'het ar gaozeadenn get Enora Molac a-ziar raktres 'Ar pezh a chom' get Kenleur, ha c'hwi glevey eil lodenn kronikenn Splann ar miz-mañ. Anton Burel a gas ar c'heleier, hag Emrys van Seventer a gas an abadenn!