Un abadenn gouestlet d'ar mor ha d'an dour! Un atersadenn hag ur reportaj a-ziàr gouel Taol Kurun, ur gomzadenn get Tim Lipous aveid gouiet penaos alejiñ boued get bezhiñ, ha sonennoù liammet get tem ar mor. Un taol-pellgomz get Camille Argouarc'h a gont deomp hiroc'h a-ziar kelaouenn Louarnig. Ar c'heleier get Gwenvael Delanoe hag ur gaozeadennig get Chiara, stajiadez a Skolaj Diwan Gwened. Abadenn buhezet get Neshka a radio Bro Gwened.
Un emgav a ginnigomp deoc’h gant Andrev Sezneg. Piv eo Andrev ? Kelenner brezhoneg emañ e Roudour. Penoas en deus choajet dont da vezañ brezhoneger ? Muioc'h a displegadennoù ouzh mikro Yannig Jaouen, stajiad Roudour e RKB. Ha klevet eo anezhañ o kontiñ un istor e fin ar podkast. Perak eo mat bezhin evit ar yech'ed. Displegadennoù skiantel gant Tim Lipouz a zo boazet da geginañ gante. Teknik : Gweltaz Heno Keleier : Gwenvael Delanoe Buheziñ : Yann Boishardy
Gant ti touristed Kreizh Breizh e vez kinniget d’ar re yaouank dont da vezañ ambasadour.rez evit ar C’hreizh Breizh. Goulven Gentil, deus ti touristed Kreizh-Breizh a lâr muioc’h. Abaoe un nebeut bloavezhioù e vez implijet muioc’h-mui bezhin ha plant gwez er gegin. Tim Lipouz a displeg petra eo e hent gante ha gant ar brezhoneg. Rannvro Breizh he deus embannet un enklask diwar-benn ar brezhoneg. Muioc'h gant Florent Grouin deus Brezhoweb. Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy
«Melezour» : Setu anv pladenn pedervet daouad Talec-Noguet. Akordeoñs, kan, ha traoù diaes da lâr a-wechoù...met lâret int memestra, pe vefe e brezhoneg, pe vefe e galleg ! Maelle Auzias, deus Radio Kreizh Breizh, he deus aterset Rozenn Taleg er studio Rostren, ha senet gante un ton ivez ! E 1954 e Poullaouen oa bet krouet ar fest-noz "modern" kentañ gant Loeiz Ropars. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Peseurt liammoù a zo etre an Eisteddfod, ar gouel bras e vez aozet e Kembre ha Gouel Broadel ar Brezhoneg, a lid yezh ha sevenadur Breizh. Claire Le Moing, eus ar gevredigezh Migoned ar Brezhoneg, a zo ouzh mikro Neshka, eus Radio Bro Gwened. Bep miz e vez kinniget e lizher-kelaouiñ gant ar media dizalc’h Splann. Perak dizalc’h ? Peogwir n’eo ket arch’antaouet gant embregerezhioù pe gant arc’hant publik. Adkavomp Juliette Cabaçao Roger ouzh mikro Enora Molac, deus radio BOA. Teknik : Mael Krenn Keleier : Aodren Saner Tonioù : Tomaz Le Gourrierec, stajiad Roudour Lannuon Meteo : Yannig Jaouen, stajiad Roudour Kemper Buheziñ : Yann Boishardy
En arvar emañ meskl dour dous ha setu perak e klask kevredigezh Breizh Bev adpoplañ riñvieroù deus ar vro, gant sikour an dluz. Desket e vo muioc'h gant Perig Pustoc'h, ouzh mikro Gwenvael Delanoe. Florent Grouin, eus Brezhoweb, a gas ac'hanomp dre an amzer, betek mirdi skol a-wechall e St-Nikolaz Ar Pelem. Claire Le Moing, eus ar grevredigezh Gouel Broadel ar Brezhoneg a displeg da Neshka, eus Radio Bro Gwened peseurt liammoù a zo etre GBB hag an Eisteddfod, da lâret eo Gouel Broadel ar C'hembraeg. Splann a ginnig deomp e lizher-kelaouiñ a viz Kerdu. Juliette Cabaçao-Roger a zo ouzh mikro Enora Molac, eus Radio BOA.
Dek vloazh zo eo bet krouet ar pikbzh a zo deuet da vezañ ur seurt gwenn-ha-du niverel evit ar vro. Christian Demeurrée-Vallée, sekretour ar gevredigezh a gomz diwar-benn istor hag emdroadur ar pikbzh ouzh mikro Marianne Vaidie, eus Radio Kerne. Timothée Mesager, alias Tim Lipouz, a zo ur c’heginer a-feson. Entanet eo gant ur boued mat evit ar yec’hed e lec’h e kavont o flas, penn-da-benn, plant ha bezhin. Setu perak en deus ijinet atalieroù kegiña evit reiñ d’ar re all da dizoleiñ ar pezh en deus desket. Marianne Raynaudon, penn-redaktourez eus ar gelaouenn Bretons a ginnig an niverenn diwezhañ gouestlet d'ar stourm pennoù-sardin Douarnenez, 100 vloazh a zo. Keleir ar vro hag ar bed : Anton Burel hag Erwan Blanchard Teknik : Mael Krenn Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy
Digarezit, kudennoù teknik a zo bet e-pad an abadenn : berr eo ar podkast. «Koumoul» ? Un heuliad skignet war Frañs 3. Nikol Kolik, mamm Alan, a zo war ur c'houmoulenn, o c’hortoz he mab, chomet bev war an douar. Hag he zo karget gant an ankou da degemer ar re varv. E miz kerdu e oa an holl skipailh er studio Streat ar Skol, e Menez Are evit aozañ an eil c’houlzad. Ha Loik Ar Mogn, ar sevener, a lavar muioc'h ouzh mikro Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh. Florent Grouin, eus Brezhoweb, a ginnig ar film mil vrudet "Anv ar rozenn", eilvouezhiet e brezhoneg. Keleier ar vro hag ar bed, gant Aodren Saner, eus Radio Bro Gwened. Teknik : Mael Krenn ha Gweltaz Heno Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy