Avel em fenn


Avel em fenn - Yaou 6 a viz Even

Avel em fenn - Yaou 6 a viz Even

last year

Bec'h a zo war an anvioù-lec'hioù brezhonek, dreist-holl gant al lezenn 3DS bet votet e 2022. Herve Gwegen deus Ofis ar Brezhoneg a zo deus mikro Tomaz Laken. Ar gronikenn savet gant liseidi Diwan : Alan ha Dimitri a gont istor Lise Diwan Karaez Ar gronikenn 'Zhpenn ar Vretoned 'zo war ar rongorongo. Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Metig Jakez-Vargas. Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar faskouriezh e Breizh gant Erwan Chartier hag Anne Koadig.


Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

Avel em fenn - Merc'her 5 a viz Even

last year

Fiore Longo àr he levr Didrevadenniñ gwarez an natur. Renez Survival International Frañs & Spagn a lâr hirroc'h a-ziàr gwask bras lakaet àr pobloù Baka pe Maasai get ONGoù èl WWF e Kongo pe Tanzani, en arbenn da gwareziñ an natur (ha skarzhiñ ar pobloù a vev enno a-houde kantvedoù). N'eo ket niverus strolladigoù liammet get ar bed faskour e Breizh. En desped d'ar fed e vez cheñchet an anvioù alies, ar soñjoù tu dehoù-pellañ strizh ne cheñch ket kement-se. Muioc'h àr strollad an Tour Tan staliet e Gwened a-houde fin 2022 get un den ag ar strollad Gwened Antifa Crew. Ha ma faot deoc'h gwelout hirroc'h àr liammoù ar strolladoù tu dehoù-pellañ e departamant ar Mor Bihan eh eus ur gartenn [AZE] (https://lahorde.info/Schema-de-l-extreme-droite-dans-le-56) embannet get La Horde (embannet e 2023). Muioc'h ivez get Erwan Chartier penn kazetenner ar Poher. Da glevout en abadenn-mañ ivez: liseidi Diwan àr ar sinema e brezhoneg, ar rubrikenn Chutuged!


Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

Avel em fenn - Meurzh 4 a viz Even

last year

Distro àr festival Artrock Sant Brieg get Morgane Cotten (Radio Kerne), er reportaj e kavehet Titouan & Yuna a volonte-vat, hag ar festivalerez Isabelle! Adkavit ivez Anne Koadig, ag ar sindikad Solidaires a gont deomp penaos predegennoù an tu-dehoù pellañ a c'hell magiñ ivez strolladigoù faskour a vez o klask gounid o flas er vro er mare-mañ. Erwan Chartier penn redaktour ar gazetenn Poher a gont hirroc'h ivez àr ar pezh oa bet ar bleadoù paset evit e gazetenn, hag a-ziàr ar retorik implijet get an tu dehoù-pellañ. Atersadennoù kaset get Yuna Cojean. Petra nevez e Brezhoweb? Ur rubrikenn get an den karget ag ar produiñ Florent Grouin, àr rann zewezhañ Made e Breizh.


Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

Avel em fenn - Lun 3 a viz Even

last year

Setu kroget miziad ar loc'hoù! Neoazh emañ feuz c'hoazh an traoù evit tud ar bed LGTDE+ (LGBTQ+). A benn ur miz e vo aozet ar Queer Amann evit an 3vet gwezh. Anna-Vari Chapalain ag ar gevredigezh Phénix doc'h mikro Marianne Vaedi (Radio Kerne). Ur salud nazi oa bet graet get un den anaveet ha kondaonet meur a wezh evit e gomzoù feulz Digwener paset e Rosporden. E-kerz ar bleadoù paset e kred tud 'zo get soñjoù faskour diskouez o zu, marse maget get predegennoù gouennelour ha kilstourmer a zo deuet de vout muioc'h mui ezteuret er vuhez foran. Muioc'h àr an afer get penn redaktour ar gazetenn Poher Erwan Chartier, ha Brendan (cheñchet e anv) en doa labouret ur bochad da evezhiiñ strolladoù ar bed faskour. Atersadennoù kaset get Enora Molac. Adkavit ivez Mael Gwenneg, karget ag ar programmoù e brezhoneg evit FR3 Breizh àr ar Celtic Media Festival (e Kerdidd e bro Gembre ar blez-mañ). Alan Goulwen evit lodenn zewezhañ ar gronikenn àr istoér ar vaksinerezh.


Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

Avel em fenn - Gwener 31 a viz Mae

last year

Maïwenn Prigent, renerez Kreizenn Dudi Gwengamp a zo war-eeun evit komz deus ur c'hamp aozet gant Ti ar Vro Gwengamp e Kreizenn Dour ha Stêrioù Breizh etre ar 7 ha 13 a viz Gouere. Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Jerom Olivry o komz deus ul levr a vo embannet 'benn nebeut : Atlas ar bedoù faltaziet. Keleier ar Vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel Div gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari gant Jilao ha war ar c'hoari Jumanji


Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

Avel em fenn - Merc'her 29 a viz Mae

last year

Saotret eo traezhennoù Breizh get bakteriennoù fall, hrewez [ar gartenn] (https://www.labelleplage.fr/) embannet get Deur ha Sterioù d'ar 25 a viz Mae. Faot a ra dehe roiñ muioc'h a sklêrijenn d'an traoù pistrius dañjerus a vez e redeg àr hon aodoù. Muioc'h a ditouroù get Jean-Paul Runigo, ezel Deur ha Stêrioù Breizh. Jerom Olivry (Al Liamm) a-ziàr Atlas ar bedoù faltaziet, deirvet rann a zo da glevout er podkast-mañ, ha dre-eeun beteg Digwener e Pennad-kaoz ar suhun! Un atersadenn get Maëlle Ausias (RKB). Rubrikenn liseidi ha liseadezed Diwan da glevout ivez, get Kevin Ruellan. Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas, Avel em fenn oa buhezet dre-eeun a Bondi get Enora Molac (e studio RBG).


Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Mae

Avel em fenn - Meurzh 28 a viz Mae

last year

La langue bretonne a zo anv un teulfilm sevenet e 1976 get Nicole ha Félix Le Garrec. Muioc'h a-ziàr o labour en atersadenn get Metig Jakez Vargas (Radio Kerne). O zeulfilm [AZE] (https://nicoleetfelixlegarrec.com/documentaires/la-langue-bretonne.html) . Un atersadenn get Metig Jakez Vargas (Radio Kerne). Atlas ar bedoù faltaziet get Jerom Ollivry, hag o choazioù embann. Muioc'h àr ar raktres [AZE] (https://nicoleetfelixlegarrec.com/documentaires/la-langue-bretonne.html) . Un atersadenn get Maëlle Ausias (RKB). Petra nevez e Brezhoweb: Teir flac'h deuet eus ar reter a zo un teul-film arall, a zo moian gwelet [AMAÑ.] (https://www.brezhoweb.bzh/Teir-flac-h-deuet-eus-reter_fiche_4378.html) Keleier ar vro get Yuna Cojean, Avel em fenn get Enora Molac, o ziv dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fenn - Lun 27 a viz Mae

Avel em fenn - Lun 27 a viz Mae

last year

Ofis gall ar vevliesseurted n'oa roet e soñj d'an 22/03: lakaat da gouezh gwez ar lec'h anvet Crem'arbre e Saix (Tarn) a zo difennet. Un doéré n'eus lakaet ar c'hizhier-koed (stourmerionezed er gwez) de vout laouen bras. Difennet e vez c'hoazh meur a lec'h, savet 3 ZAD er lec'hioù raktreset de vout savet àrne an hent-tizh bras A69. Doéré ag ar stourm get Anjelina, studierez e Skol-Veur an amzer e Tolosa. Un atersadenn get Yuna Cojean. Kartennoù bras bras a zo bet treset, de vout diskouezet e Atlas ar bedoù faltaziet. Ur raktres kaset de gommañs get Kristian Goindin hag Olier Clainche, arriuet oa Jerom Olivry, a di embann Al Liamm de harpiñ ar raktres. Muioc'h da c'houied a-hed ar suhun getoñ, doc'h mikro Maëlle Ausias (RKB). Adkavit ivez Mael Gwenneg rener programmoù brezhonek FR3 get ar serienn Tap da sac'h, ha Loeiz Belleg, Doc RBG en e gronikenn War hentoù an antroposenn. Keleier ar vro get Tomaz Laken, Avel em fenn oa skignet dre-eeun a Bondi get Enora Molac.


Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet

Ar film Euskarek Bañolet, ur bed all evit ar yezhoù minorelaet

last year

Maia Iribarne et Paxkal Irigoyen, sonerien a vro Euskadi o deus sevenet o film hir kentañ, anvet Bañolet. Skignet oe bet dilun e Rostren, dimeurzh e Plougastel Daoulas ha dimerc’her e Treboul. Ur film 50 munut a gont istor bugale ur geriadenn o prientiñ ur gouel evit tremen d'an oad gour. Filmet eo bet e Garazi, e vilajenn Sant Mikel en hanv 2021 gant tud ar geriadenn. Paxkal Irigoyen a oa e Rostren en dro, gant ur mignon dezhañ, Derv Uhelloù, o chom e Rostren ha bet o chom kalzig e bro Euskadi. Asantet en deus respont d’un nebeut goulennoù gant Derv o treiñ d’an euskareg d’ar brezhoneg.


Ar Redadeg 2024 etre Gwengamp ha Plijidi

Ar Redadeg 2024 etre Gwengamp ha Plijidi

last year

Selaouit un tañva eus ar pezh a oa bet etre Gwengamp ha Plijidi diriaou 23 diouzh ar beure : KM 1517 / 9e52 SPLANN! asambles gant bugale divyezhek Sant-Leonard Gwengamp Morgan ha Juliette, kazetennerezed Splann! a gomz deomp eus o raktres arc'hantet gant Ar Redadeg ar bloaz-mañ KM 1519 / 9e51 Goulven en deus galoupet kilometrad Stajidi Stumdi Bro-Dreger KM 1535 / 11e05 Bugale skol Diwan Boulvriag KM 1545 / 11e51 Skolaj Diwan Bro Dreger & Skolaj Diwan Bro Dreger en enor da zDominig Jolived, bet e-mesk krouerien ar skolaj Ur gelaouadenn gant Tomaz Laquaine


First Previous Next Last