Ar glad ha bezañ gouest da gomz diraok an dud, setu ar pezh en doa kinniget lise Diwan Gwened da grennarded ha grennardezed hag a zo bet da welladenniñ peulvannoù e Bono hag e Enez Arzh. Filmet oant bet gant ar sevener Sylvain Huet evit KuB media...ha kemeret o doa perzh en ur c'hoñkour elokañs goude. Un teulfilm a zo o paouez bezañ embannet : Ni gomzay yezh hor glad. Neshka, eus Radio Bro Gwened, he deus aterset Florian Voyenne, rener al lise, ha Anne-Claire Quivijer, deus Ti ar Vro Gwened. Petra a dalv al labour frammañ er bed ar c'hleweled. Displeget eo gant Florent Grouin, eus Brezhoweb. Un danvez start da gomz anezhañ e chom brezel Aljeri. Yann-Baol Riuz a o bet galvet eno evel soudard en deus lakaet e eñvorennoù en ul levr. Displeg a ra e gamaraded Alan Golven ha Jorj Belz penaos o deus sikouret gantañ evit krouiñ al levr-mañ. Keleieir ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Teknik : Mael Krenn ha Liza, skolajiadez skolaj Prevert, Gwengamp Buheziñ : Yann Boishardy
Neventioù ar strollad Kañfarded Lankeyla: ur pezh berr skrivet get Maria Prat a vez klevet en abadenn. Un atersadenn get Alan Hamon hag Hervé Lautroù aterset get Gwenvaël Delanoë (RKB). C'hoari hockey en ur akwarium? Deverus marse, met komzet e vo ag an dra-se ivez. Muioc'h a zisplegadennoù get Mathieu André doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh oa bet skrivet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin, àr RBG). Adkavouit a rahet ivez Alan Goulwen er gronikenn Yec'hed, a-zivoud alzheimer. Keleier ar vro: Aodren Théhin Avel em fenn: Neshka Teknik: Enora Molac
Reuz a vez graet get ar vengleuz andalouzit Imerys e Groñvel. Ur raktres brasaat a zo àr ar stern, faot a rahe d'an embregerezh toulliñ ur 4vet fos enno. Mouezhioù a sav enep, èl ar gevredigezh Mines de Rien. Muioc'h get JD Bourdonnay a sav enep ar 4vet fos, doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Anavet eo an hockey genoc'h? E-dan zour e c'heller c'hoari ivez 'hat! Skipailhad Mathieu André e Montroulez a zo kampion Breizh. Klevet e vez hirroc'h a-ziàr beajoù ha krogadoù ar skipailh. Atersadenn get Caroline Trouillet. Adkavit ivez Maël Gwenneg (FR3 Breizh) àr plato Yaouank ar servij publik e Roazhon a benn Disadorn. Keleier ar vro: Erwan Blanchard (Arvorig FM) Avel em fenn : Neshka hag Enora Molac
Un davarn kevredigezhel eo ar Mix Kafe. Livadur, lenn, urzhiataerezh, sonadegoù, festoù-noz setu un nebeut traoù aozet gete, e bro Oelo. Muioc'h get Anaïs Le Roux doc'h mikro Yann Boishardy (RKB). Strollad hockey subakwatek Montroulez a zo kampion Breizh. Neoazh eh eus diaesterioù lec'h evit ma bleustrehe ar skipailh. Muioc'h get Mathieu André, doc'h mikro Caroline Trouillet (an eskemm a-bezh a oa bet skignet en abadenn Tavarn Kreiz Mitin ar blez paset). Radio Bro Gwened pe RKB a zo bodet en ur rouedad radiooù anvet Radio Breizh. Muioc'h a-ziàr ar strollad get Tara Adeux, gopradez Radio Breizh karget a gehentiñ. Keleier ar vro: Gwenvaël Delanoe Avel em Fenn: Neshka hag Enora
Marteze oc’h kustumet da dañsal ba’r festoù-noz met en abadenn-mañ e z’ oc’h kaset ba nozioù du-dall gant ar skrivagner deus bro Oueloù, Fañch Rebours, en deus nevez embannet un dastumad danevelloù kriz hag an titl a zo Faust-Noz. Gant Fañch Rebours e vo anv eus al levr-mañ met ivez deus e labour skrivagner dre vras. Aterset eo bet gant Yann Boishardy, eus Radio Kreizh Breizh. Eus lennegezh e vo kaoz ivez gant Herve Seubil Kernaudour hag a spluj al lennerien yaouank "Dindan Pavezioù Gwengamp", e romant leun a avañturioù ha kevrin. Aterset eo bet gant Tomaz Laken e Gouel Levrioù Breizh e Karaez. Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy
Ur yezh vinorelaet eo ar brezhoneg ha koulskoude e oa moaien studiañ anezhe e broioù pell, e Broioù-Izel, da skouer. Setu ar pezh en deus graet Dimitri Boekhhoorn e Utrecht. Penaos en deus bevet an dra-mañ ha perak eo deuet da vevañ e Breizh ? Reiñ a ra displegadennoù da Neshka, gopradez nevez e Radio Bro Gwened. Petra a vo kavet er gelaouenn Bretons ar miz-mañ ? Barzhoniezh, gant Bernez Tangi met ivez traoù kalet evel buhez Jeanne Weber, ur plac'h eus Bro Oueloù he deus kuitaet he bro evit mont da labourat e Pariz...a-raok lazhañ meur a bugel. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Petra eo an hockey dindan dour, an hockey subakwatek, ma 'peus c'hoant, ha peseurt reolennoù a vez kavet ivez. Caroline Trouillet, eus Radio Bro Gwened, en deus aterset Mathieu André, c'hoarier hockey dindan zour. Keleier ar vro hag ar bed : Anton Burel Teknik : Mael Krenn Buheziñ : Yann Boishardy
Lakaat ho pugale da zeskiñ brezhoneg er skol a zo brav, gellet komprenn ha sikour gete a zo bravoc'h c'hoazh! La caisse à outils du parent non-bretonnant" a zo ur levr bet krouet get Kuzul Skoazell Skol Diwan Sant-Brieg. Muioc'h get Riwal Georgelin doc'h mikro Gwenvael Delanoe. Teatr e brezhoneg a vez graet get Tifenn Lineatte, hag àr-dro ar roñsed (ar c'hezeg) ! Setu-hi ar plac'h pedet e Pennad-kaoz ar sizhun mañ, get Yann Boishardy (RKB). Neventioù Keit Vimp Bev get Laouen Nikolas. Keleier ar vro: Aodren Trehin Avel em fenn: Yann Boishardy & Enora Molac Teknik: Enora Molac
Choajet en deus Kuzul Departamant Aodoù An Arvor serriñ levraoueg Kawan dre ma z'e kouskfe re gaer. Tregont Mil euro , sed aze ar pezh a goust al levraoueg bep bloazh a-benn degemer lennerien.ezed, enklaskerien.ezed pe c'hoazh bouetaat al lervaouegoù all eus an Departamant. Setu ar pezh a displeg VisantDubois, o labourat eno, da Gwenvael Delanoe. Petra a zo er gelaouenn Bretons ar mizh mañ ? Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez, a gomz eus an ekologour Yves Cochet, eus ar festival Les Insulaires, pe ch'oazh eus c'hamp Konli. Ouzhpenn a ginnig deomp he c'hezeg, Tifenn Linéatte a displeg perak he deus choajet d'en em staliañ ba Menez Are, un huñvre dezhi hag a deu eus he bugaleaj. Keleier : Gwenvael Delanoe Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ : Yann Boishardy
Freddie Mercury bro Asturi a reer anezhañ: Rodrigo Cuevas a zo ur steredenn ag ar maezioù asturian. E-pad an hañv 2024 e oa deuet e Emvod ar Gelted b'An Oriant. Ne oa ket leun sal an Teatr, ha n'eo ket sur e ouie an dud e vehe kinniget ur strip tease dezho ! Farsadennoù a bep seurt, dañsoù a feson ha sonerien ampart... Buhan e oa bet lakaet ar sal da c'hoari gantañ. Etre bed an hengoun asturian ha an noziadoù cabaret dirollet, aze em lec'hia Rodrigo Cuevas. Ur boelladenn a n'eo ket aes, met kerzhout a ra gantañ. Kavout ar c'hempouez, ar c'hroaz-hent etre meur a ved sevenadurel, er sonerezh, er fest. Daoust hag eo se ar rekipe gwellañ ? Atav, ur gwir labur eo bout tost doc'h an arvesterion.ezed, a bae àr blas. Un digarez evit Enora Molac (RBG) d'ober anaoudegezh gantañ war lec'h ar sonadeg. Atersadenn ha troidigezh: Enora Molac Eilmouezhiiñ: JañLug Ar Mouel Skeudenn: Josep Tomas
Freddie Mercury bro Asturi a reer eus Rodrigo Cuevas. Meur a wech oa deuet da Vreizh evit seniñ hag e-pad an hañv e oa e Emvod ar Gelted en Oriant. Ur farser, un tamm "provok" gantañ a-wechoù met ivez ur c'kompozer, ur soner hag ur perfomer a-feson ! Aterset eo gant Enora Molac, eus Radio Bro Gwened, advouezhiet eo gant Jañ-Lug Ar Mouel, eus Radio Bro Gwened ivez. Florent Grouin a ginnig deomp un dresadenn-vev nevez, mod skiant-faltazi , skignet war Brezhoweb. "Skyland" eo e anv . E Menez Are eo staliet Tifen Linéatte, komedianez a vicher met ivez sot-nay gant ar c'hezeg betek kinnig pourmenadennoù dre stlej . Met perak eo ken entanet gante ? Setu ar pezh e tispleg da Yann Boishardy. Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas Buheziñ : Yann Boishardy Teknik : Gweltaz Heno