Setu-ni en em gavet e deroù hon trede devezh a sonerezh ha peoc’h, e, ya, lugan ar festival an hini ‘oa, hag a-drugarez d’an trede devezh-se e c’hounezo arzourien ‘zo ur brud etrevroadel pa chomo reoù all a-is d’ar pezh a veze gortozet d’o ferzh. Tresomp diouzhtu ar skeudenn : dihunet eo bet an arvesterien ha tennet eus o seier-kousket e-kreiz an noz gant Sly and the Family Stone, heuliet gant The Who, ha setu tro Jefferson Airplane d’en em ginnig war al leurenn da 7 eur diouzh ar mintin. Playlist : - Jefferson Airplane : Volonteers of America, live at Woodstock - Joe Cocker : With a little help from my friends, live at Woodstock - Ten Years After : I ‘m coming home, live at Woodstock - Crosby, Stills, Nash : Helplessly hoping (Foñs son), live at Woodstock - Crosby, Stills, Nash and Young : Wooden ships, live at Woodstock - Jimi Hendrix : Voodoo child, live at Woodstock E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros. Levrlennadur : « Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. » « Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Strolladoù psikedelik all (2) N’ouzon ket ha skuizh oc’h gant ar sonerezh psikedelik e Larsen ha Mediator. Ma vez gwir kement-mañ eo kenkoulz deoc’h lazhañ ar skingomz diouzhtu rak hiziv e kendalc’himp hor beaj e bed ar strolladoù gant anvioù hir spontus hag efedoù son dic’hortoz, setu pedervet lodenn hon trip e sonerezh psikedelik amerikan ar sixties, ur prantad a blij din kalz, ret eo din e anzav. Playlist : - The West Coast Pop Art Experimental Band : Buddha - Ultimate Spinach : Funny freak parade - The Youngbloods : Beautiful - The Mothers Of Invention : Help, I’m a rock (foñs son) - The Mothers Of Invention : Hungry freaks daddy ! - The Mothers Of Invention : Go cry on somebody else’ shoulder - Kim Fowley : Animal man - The Seeds : Can't seem to Make You Mine - The United States Of America : Cloud song
Nepell diouzh West Hollywood e krog Laurel Canyon da vezañ annezet adalek 1910 met ret eo gortoz 1923 evit ma teuio da vezañ enbarzhet e Los Angeles ez ofisiel. Un daou-ugent vloaz war-lerc’h eo ar rockers amerikan a gemer plas ar jazzmen ha beatniks o doa kavet repu aze, int ivez. Hervez ar vojenn he defe kroget an dedenn evit Laurel Canyon goude ma oa Marc Volman gitarour ar strollad pop The Turtles, ar re a gane « Happy together », en em staliet du-se hag o tigeriñ dor e di d’ar re a felle dezho… Playlist : - Frank Zappa : Trouble every day - Jackson Browne : Doctor my eyes - Joni Mitchell : Ladies of the canyon - Crosby, Stills, Nash and Young : Our house - Crosby, Stills, Nash : Long time gone - Neil Young : Ninamon girl - Gene Clark : Is yours is mine
An drammoù hag an alkol, lod ne soñjont nemet e se pa veneger anv Jim Morrison, ha padal, Jim Morrison ha The Doors a dalvez kalz muioc’h : 6 albom aour e 6 vloaz, kazi 300 konsert hag hiziv ouzhpenn kant milion albomoù gwerzhet er bed a-bezh. Evel-just o deus laosket roudoù diziverk gant o sonerezh met dreist pep tra eo deuet Jim Morrison da vezañ un ikonenn, unan eus figurennoù mojennel ar rock ‘n roll. Digoromp dorioù ar merzhad gant The doors. Playlist : - The Doors : Break on through - The Doors : Soul kitchen - The Doors : Back door man (Foñs son) - The Doors : Hello I love you - Bruderezh Levis gant Jefferson Airplane : The Levi commercials - The Doors : The celebration of the lizard live (Foñs son) - The Doors : L.A. Woman - The Stanglers : Sometimes Levrlennadur : « Pop rock story volume 1 », M.Doussot - Vents d’Ouest « L’odyssée du rock » Florent Mazzoleni – Hors collection « Les Inrocks hors série : 1967 Psychédélisme et contestation » « Rolling Stone HS : Special California Dreamin’ »
Hiziv, e Larsen ha Mediator, emaomp o vont d’en em silañ e aozadur ar festival rock kentañ a zo bet ul leurenn-lañs evit meur a arzour, Setu-ni er Monterey Pop Festival. Playlist : - Eric Burdon and the Animals : Monterey - Gabor Szabo : Dear Prudence (foñs son) - Simon and Garfunkel : Sound of silence - Gabor Szabo : Summertime (foñs son) - Janis Joplin : Ball and chains live at Monterey - The Blues Project : A flute thing (foñs son) - Otis Redding : I’ve been loving you too long, live at Monterey - Ottis redding : Sitting on the dock of the bay (foñs son) - Jimi Hendrix : Wild thing, live at Monterey Levrlennadur : « Les Inrocks hors série : 1967 Psychédélisme et contestation » « Culture rock, l’encyclopédie » Denis Roulleau – Flammarion
« Kantadoù a zevezhioù arat da bourmen enno, bale e-pad tri devezh hep gwelout ur skraber-oabl pe gouleier tri liv. Laka ur sarpant-nij da nijal, deus da rouzañ, da fardañ da bredoù da-unan ha da analañ aer yac’h ! » Setu ar pezh a brometa skritell ar festival « Woodstock Music and Art Fair » aozet etre ar 15 hag an 18 a viz Eost 1969 e Bethel. Setu-ni e Woodstock tudoù, e Larsen ha mediator ! Playlist : - Sly and The Family Stone : I want to take you higher (Foñs son) - Atersadenn Joel Rosenman ha John Roberts - Matthews Southern Comfort : Woodstock - Canned Heat : A change is gonna come, live at Woodstock - Country Joe and the Fish : Love, live at Woodstock - Richie Havens : Freedom, live at Woodstock - Country Joe Mc Donald : I fell like I’m fixing to die Rag, live at Woodstock - Tim Hardin : If I were a carpenter, live at Woodstock - Melanie Safka : Beautiful people, live at Woodstock E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros. Levrlennadur : « Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019, 50ème anniversaire. » « Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Kenderc’hel a reomp hiziv hor beaj en ur festival deuet da vezañ un darvoud istorel p’o deus dibabet 500 000 den yaouank bevañ tri deiz a beoc’h hag a sonerezh e pradeier luzern. Setu-ni e Woodstock adarre pa darzh an deiz d’ar sadorn 16 a viz Eost 1969. Playlist : - John B. Sebastian : Rainbow all over your blues, live at Woodstock - Atersadenn Santana, tennet eus EMP|SFM oral history program - Santana : Soul sacrifice, live at Woodstock - Creedance Clearwater Revival : Born on the bayou, live at Woodstock - Sly and The Family Stone : Medley music lover/ higher, live at Woodstock - The Who : See me, feel me, live at Woodstock E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros. Levrlennadur : « Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. » « Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »
Evit ur remziad a-bezh eo stag California abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz ouzh al luskadoù sevenadurel o deus diwanet du-se. Hollywood a oa abaoe degadoù bloavezhioù o vagañ huñvreoù ar bed a-bezh gant e sinema mainstream met an dispac'h muzikel, anvet an enep-kultur kalifornian d'ar c'houlz-se a skoas ivez speredoù ar bed kozh e-kreiz ar sixties. Playlist : - Marlena Shaw : California soul (Foñs son) - Watts Riots - 1965 | Today in History - AP archive - The Byrds : Mister tambourine man (Foñs son) - The Byrds : Eight miles high - The Mammas and the Papas : California dreamin' - Love : A house is not a motel - The Buffalo Springfield : Sit down, I think I love you - The Buffalo Springfield : Bluebird Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17 « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection « Neil Young, une autobiographie » Neil Young - Robert Laffon
« Turn on, tune in, drop out », lug da spered, selaou da drivliadennoù ha skarzh levezonioù ar gevredigezh amerikan, hiziv e « Larsen ha mediator » e vountomp dorioù an emskiant evit en em staliañ e karter Haigh Ashbury e San Francisco, kavell ar rock psikedelik amerikan. Playlist : - 13th Floor Elevators : You 're gonna miss me - Dr Timothy Leary : Turn on, tune in, drop out (Foñs son) - The Grateful Dead :The golden Road - The Grateful Dead : Bird song - Dr Timothy Leary : A message to young people - Dr Timothy Leary : The turn on (Foñs son) - Jefferson Airplane : Volunteers - Jefferson Airplane : Somebody to love - Jefferson Airplane : White rabbit - Quicksilver Messenger Service : Who do you love
Hiziv e lakaomp bleunioù en hor blev hir e « Larsen ha Mediator ». E 1967 ez eus un dispac'h sevenadurel o vont en-dro, e episañtr o vezañ San Francisco. E 1965 eo bet implijet ar ger « hippie » evit ar wech kentañ gant an Examiner, ur gazetenn lec'hel. E nebeutoc'h evit daou vloaz eo deuet karter Haight Ashbury da vezañ diazlec'h ar vuhez e kumuniezh, war batrom strolladoù evel The Grateful Dead, Quicksilver Messenger Service pe Jefferson Airplane. An doare bevañ-se zo diazezet war ur menoz simpl-tre : evit cheñch ar bed eo ret kregiñ o cheñch e vuhez. Ar bandennadoù tud yaouank oc'h en em vodañ a-hed ar Golden Gate o deus ur sell nevez war ar pezh a zle bezañ an darempredoù etre an dud, gant muioc'h a gevatalter etre ar reizhoù, etre ar gouennoù. Peace and love eo o ger-stur ! Playlist : - The Charlatans : Alabama bound - « The hippie temptation » : 22/08/67 CBS News serie « Who, What, Where, When, Why » (pennadoù) - « Perak ne garit ket an hippies ? » Atersadenn Ruth McAlister, annezadez Haigh Ashbury « summer of love airs », stirad American experience 25/07/2017 war PBS - Big Brother and the Holding Company : Down on me - Janis Joplin : Mercedes Benz - Timothy Leary : Turn on (e-pad human be-in San Francisco) - Country Joe and the Fish : Flying high - The Youngbloods : Get together (foñs son) - Moby Grape : Come in the morning - Moby Grape : Ain't no use - The Warlocks : Can't come down