Larsen ha mediator !


Larsen ha mediator 196 : Emdroadur ar c’hountry abaoe 1970 (1) : country rock, outlaw country  ha red dirt

Larsen ha mediator 196 : Emdroadur ar c’hountry abaoe 1970 (1) : country rock, outlaw country ha red dirt

day before yesterday

Ur pezh mell lamm a ra ar c’hountry abaoe meur a vloaz, 20 miliard a donioù country a oa bet selaouet war ar savennoù e 2023, ul lamm eus 25 % e-kenver ar bloavezh kent, ret eo lâret e kemmesk hiziv ar c’hountry ar pop hag un toullad stiloù all. Feiz ‘vat ne yin ket dre ar munudoù pa vo kaoz da gontañ istor ar c’hountry, amañ c’hoazh ez eus chapelioù niverus liammet ouzh ar stadoù, Texas, Tennessee, Oklahoma, Kentucky hag all. Ar pezh a ginnigan deoc’h kentoc’h eo ur gournij eus ar stiloù country abaoe ar bloavezhioù 70 ha kregiñ a reomp diouzhtu gant ar pezh a voe anvet ar c’hountry-rock e deroù ar seventies gant The Flying Burrito Brothers… Playlist : - The Flying Burrito Brothers : Christine’s Tune - Eagles : Outlaw Man - Willie Nelson : Shotgun Willie - Waylon Jenning : Are You Sure Hank Done It This Way - The Red Dirt Rangers : Kite Flyers - Steve Earle : Copperhead Road - Garth Brooks : Two Of A Kind, Workin' On A Full House - Tania Tucker : Not fade away Levrlennadur : - “Country & Americana, Un panorama en 100 disques essentiels” – Arnaud Choutet – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha mediator 195 : Perzh ar merc’hed er c’hountry, n’eo ket echu ar stourm !

Larsen ha mediator 195 : Perzh ar merc’hed er c’hountry, n’eo ket echu ar stourm !

9 days ago

Ar merc’hed kentañ merzhet er sonerezh country a oa izili eus strolladoù, ne oa ket kaoz evito da ganañ dindan o anv, difennet e oa dezho zoken. Bezomp sklaer, ar merc’hed ne ganont ket a-zivout alkool pe «having a good time», ne gomzont ket eus o ranngalonoù ha ne c’heller ket ijinañ anezho o foetañ-bro d’ul lec’h d’egile evit pignat war ul leurenn. Ha merc’hed kentañ ar c’hountry a asant d’o c’hondisionoù dre vras... Playlist : - Peggy Seeger : I’m Gonna Be an Engineer (tennad son) - Patsy Montana : I Want to Be a Cow-boy Sweetheart - The Maddox Brothers & Rose : Pay Me Alimony - Mother Maybelle and the Carter Sisters : Keep on the Sunny Side - Kitty Wells : It Wasn't God Who Made Honky Tonk Angels - Loretta Lynn : The Pill (tennad son) - Tennad son eus an abadenn Bilan pour le futur skignet d’ar 06.06.1976 : atersadenn Loretta Lynn a-zivout ar benelourezed - dielloù an INA - Tennad son eus atersadenn Dolly Parton en abadenn «Larry King Now» war Ora Tv d’an 29-08-2016 - Pink : prezegenn degemer Dolly Parton er Rock ‘n Roll Hall of Fame (tennad son) - Dolly Parton & Pat Benatar : Heartbreaker - Margo Price : Pay Gap - Mary Chapin Carpenter : He Thinks He ‘ll Keep Her Levrlennadur - «Musique country : où sont les femmes?» – pennad embannet gant Marie-Lise Rousseau d’ar 14/08/24 war lec’hienn Rolling Stone


Larsen ha mediator 194 : Ar c’hountry hag ar re zu

Larsen ha mediator 194 : Ar c’hountry hag ar re zu

16 days ago

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha mediator an abadenn a zezrevell istor ar rock. Hiziv emaomp o vont da blediñ gant ur stil sonerezh bet ganet en hanterenn gentañ eus an XXvet kantved, asamblez gant ar blues ha padal, daoust d’ar bloavezhioù ha d’ar raksoñjoù a c’heller kaout, en deus gouiet emdreiñ ha chom a ra unan eus ar stiloù pouezusañ er Stadoù-Unanet, gwiskit ho Stetson hag ho santiags, setu-ni o veajiñ e bed ar c’hountry. Hag evit kregiñ e tistroimp war berzh ar re zu er sonerezh country, ur perzh a zo bet a-bouez met diverket ! Playlist : - Lil Nas X : Old Town Road - Billboard ‘s music battle : tennad-son eus an abadenn Good Morning America skignet war ABC d’an 29/03/2019 - Beyonce ha the Dixie Chicks : Dady Lessons, filmet e-pad Country music Awards 2019 - Fiddlin John Carson : The Little Old Log Cabin In The Lane - The Carter Family : Bear Creek Blues - Eddy Arnold : Just a Little Lovin (tennad son) - Ray Charles : Just a Little Lovin - Charley Pride : I’d Rather Love You (tennad son) - Linda Martell : Colour Him Father - Tina Turner : Tonight I’ll Be Staying Here With You - Carolina Chocolate Drops : Hit ‘em Up Style - Beyonce : Ya Ya Levrlennadur : - «La country retrouve des couleurs», pennad embannet gant Eric Delhaye war al lec’hienn «Musiques et vibrations du monde»


Larsen ha mediator 193 : Ar french touch 3

Larsen ha mediator 193 : Ar french touch 3

23 days ago

«Homework gant Daft Punk eo ar ferrari o tibaseal an daou jav, santout a reer an tizhoù o tremen founapl, mont a ra buan-tre hag uhel-tre. Trouz an albom zo bedel hag an holl selloù zo buket war ar c’hwec’hkogn», eme DJ Gregory hag a oa e-touez an dud yaouank-se sot gant an hip-house, an house, ar funk, an disco hag a gemmeske ar sonioù, a sample anezho evit o c’hinnig er Palace pe er Bains Douches e Pariz. Ar bagad sonerien yaouank-se a reas ar pezh a anver ar French touch, emaoc’h o selaou Larsen ha Mediator e kompagnunezh Gaetan Boulic ha kenderc’hel a reomp hor beaj er french touch ! Playlist : - Alan Braxe & Fred Falke : Intro - Modjo : Lady - Phoenix : If I Ever Feel Better - Laurent Garnier : Man With the Red Face (tennad son) - The Supermen Lovers (feat. Mani Hoffman) : Starlight - Alex Gopher : The Child - Etienne de Crecy : Sunset Levrlennadur : - Les Inrockuptibles hors-série : french Touch, 30 ans d’une histoire incroyable - Les inrockuptibles 2 : Electro, des origines à nos jours - “Electro” – Thomas Gaetner- Embannadurioù Gründ


Larsen ha mediator 192 : Ar french touch 2

Larsen ha mediator 192 : Ar french touch 2

last month

E 1993 e ezporzhie Bro-Frañs 1 500 000 pladenn en estrenvro. E 2001 e ezporzhie 39 milion a bladennoù. E 8 vloaz eo lieskementet dre 26 an niver a bladennoù gwerzhet en estrenvro. Deuet eo ar c’hwec’hkogn da vezañ unan eus an ezporzherien dance music brasañ er bed, 70 % eus ar pladennoù gwerzhet a zo pladennoù sonerezh elektronek ha 10 albom d’an nebeutañ zo bet gwerzhet da ouzhpenn 100 000 skouerenn, pladennoù sonerezh elektronek, holl anezho. Penaos eo tremenet Frañs eus ar plasoù diwezhañ d’ar re gentañ, setu ar pezh emomp o vont da welet hiziv. Playlist : - Dimitri from Paris : Prologue - Motorbass : Bad Vibes - Bob Sinclar : Intro - Bob sinclar : My Only Love - Stardust : Music Sounds Better With You - Super Discount : Le patron est devenu fou - Cassius : Cassius 1999 - Laurent Garnier : Wake Up ! (tennad son) - Mr Oizo : Flat Beat (tennad son) - Superfunk : Lucky Star Levrlennadur : - Les Inrockuptibles hors-série : french Touch, 30 ans d’une histoire incroyable - Les inrockuptibles 2 : Electro, des origines à nos jours - “Electro” – Thomas Gaetner- Embannadurioù Gründ


Larsen ha mediator 191 : Ar french touch 1

Larsen ha mediator 191 : Ar french touch 1

last month

Adalek fin ar bloavezhioù 80 e wel Breizh-Veur he yaouankiz oc’h en em vodañ e parkeier pe e etrepazioù dilezet evit dañsal an nozvezh-pad war luskoù bombardet gant sound-sistems ’maez lezenn. Buan-tre e treizh an nozvezhioù rave Mor Breizh ha dizale e virvilh kreiz ar bloavezhioù 90 e weler ul leurenn elektro parizian o c’henel. Dornadoù pladennoù a erru e stalennoù un nebeud gwerzhourien evit bezañ prenet kerkent gant tud yaouank dedennet gant ar sonioù nevez-se. Thomas Bangalter ha Guy Manuel de Homen-Christo zo en o zouez. Liseaned int c’hoazh el lise Carnot e XVIIvet arondisamant Pariz. Evel kalzig o deus krouet ur strollad rock “Darlin’» e anv, diwar anv ur ganaouenn eus ar Beach Boys. Bez e reont sonadegoù a-zehoù hag a-gleiz met netra sirius. Ur bladenn a enrollont memes tra e Bro-Saoz, un daou ditl meneget er Melody Maker evel daft punky thrash, ar pezh a roio dezho mennozh anv o strollad kentañ, Daft Punk ! Playlist : - Slam : Positive Education (tennad son) - DJ Phantasy : Jepron (tennad son) - Daft Punk : Da Funk (tennad son) - Daft Punk : Teachers - Daft punk : Veridis Quo (foñs son) - Daft punk : Face to face - Daft Punk : The game of love - Air : All I need - Air (gant Gordon Tracks) : Playground Love - Air : Cosmic Trip Levrlennadur : - Les Inrockuptibles hors-série : french Touch, 30 ans d’une histoire incroyable - Les inrockuptibles 2 : Electro, des origines à nos jours - “Electro” – Thomas Gaetner- Embannadurioù Gründ


Larsen ha mediator 190 : An nu metal

Larsen ha mediator 190 : An nu metal

last month

Bragoù baggy ha kasketenn biñset war ar penn, ur skate en un dorn, ur ghetto blaster en all, e-kreiz ar bloavezhioù 90 ez eus un toullad krennarded na gavont ket o lod gant soli gitar hir ar metal ha klemmvannoù ar grunge. Ar pezh a blij dezho eo lammat war o skate ha selaou The Beastie boys pe Cypress Hill met ivez groove metal Pantera, ne fell ket dezho dibab etre hip hop ha metal. Emaoc’h o selaou Larsen ha Mediaotr, an abadenn a zezrevell istor ar rock, kinniget deoc’h gant Gaëtan, hag hiziv e splujomp en nu metal ! Playlist : - Korn : Blind - Nine Inch nails : Piggy (foñs son) - Korn : Daddy (tennad son) - Korn : Freak on a Leash - Deftones : Digital Bath - Limp Bizkit : Break Stuff - Slipknot : Wait and Bleed - Papa Roach : Last Resort - Linkin Park : In the End Levrlennadur : - “Le néo-métal” – Luke Miles – Embannadurioù Hors Collection - “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha mediator 189 : Ar rock fusion 3

Larsen ha mediator 189 : Ar rock fusion 3

last month

Salud deoc’h lamponezed ha lamponed ar rock ‘n roll, donemat e Larsen ha Mediator an abadenn a zezrevell istor ar rock. Deuet war wel e kreiz an eighties pa ziviz Run DMC adkemer ton Aerosmith “Walk This Way”, ne baouez ket ar rock fusion da vountañ ar speurennoù a vevenne ar stiloù sonerezh rap, metal, funk ha rock. Kenderc’hel a reomp hiziv c’hoazh hor pourmenadenn er rock fusion, hag evit termeniñ c’hoazh deus petra zo kaoz e krogomp diouzhtu gant un ton a zo ur gwir melting pot... Playlist : - Smokin Suckaz Wit Logic : Playin' Foolz - 311 : All Mixed Up - Mr Bungle : Carousel - Primus : Wynona’s Big Brown Beaver - Silmarils : Just Be True - No One Is Innocent : La peau - Sonic youth & Cypress Hill : I Love You Mary Jane Levrlennadur : - “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste - “Fusion music de Miles Davis à Rage Against The Machine” – Manuel Rabasse – embannadurioù GM editions - “Dictionnaire illustré du rock” – Christophe Goffette – Embannadurioù Larousse


Larsen ha mediator 188 : Ar rock fusion 2

Larsen ha mediator 188 : Ar rock fusion 2

last month

Kenderc’hel a reomp hon ergerzhadenn er pezh a voe anvet ar rock fusion er bloavezhioù 90. Ar sizhun dremenet hor boa gwelet e kave ar rock fusion e orin e kejadenn raperien Run DMC ha rockerien Aerosmith, ha niverus an amprestoù a bep tu etre ar rap hag ar metal. Hag ar funk neuze ? Playlist : - White Trash : The Crawl - Extreme : Get the Funk Out - Red Hot Chili Peppers : Good Time Boys - Infectious Grooves : Stop Funk’ With My Head - Rage Against the Machine : Killing in the Name - Senser : What’s Going on ? Levrlennadur : - “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste - “Fusion music de Miles Davis à Rage Against The Machine” – Manuel Rabasse – embannadurioù GM editions - “Dictionnaire illustré du rock” – Christophe Goffette – Embannadurioù Larousse


Larsen Ha Mediator 187 Ar Rock Fusion 1

Larsen Ha Mediator 187 Ar Rock Fusion 1

2 months ago

N’eo ket nevez kemmeskañ stiloù sonerezh disheñvel, se eo ar sonerezh, levezonioù koazhet hag adtufet evit krouiñ un dra nevez. Meur a wech hon eus komzet en abadenn eus strolladoù a gemmeske ar stiloù sonerezh, Sly and The Family Stone pe Parliament Funkadelic gant ar funk hag ar rock, Miles Davis ha McLaughlin gant ar jazz hag ar rock, Bad Brains pe The Clash gant ar reggae, an dub hag ar punk, Anthrax gant ar rap hag ar metal, Afrika Bambaataa gant ar rap hag ar sonerezh elktronek. Niverus eo bet ar strolladoù oc’h arnodiñ a-raok ma teufe ar rock fusion da vezañ mainstream e-kreiz ar bloavezhioù 90... Playlist : - Mother’s Finest : Fire - Aerosmith : Walk This Way (foñs son) - Run DMC (ft Aerosmith) : Walk This Way - Fishbone : One Day - Living Colour : Which Way to America ? - Beastie Boys : Rhymin’ & Stealin’ - Body Count : Freedom of Speech Levrlennadur : - “Rock fusion” - Jean-charles Desgroux – Embannadurioù Le mot et le reste - “Fusion music de Miles Davis à Rage Against The Machine” – Manuel Rabasse – embannadurioù GM editions - “Dictionnaire illustré du rock” – Christophe Goffette – Embannadurioù Larousse


Next Last