Larsen ha mediator !


Larsen ha Mediator 52 : Achapadenn e bed ar soul : James Brown, the godfather of soul (2)

Larsen ha Mediator 52 : Achapadenn e bed ar soul : James Brown, the godfather of soul (2)

3 years ago

Kenderc’hel a reomp hiziv hor baleadenn war roudoù paeron ar soul, James Brown. En abadenn ziwezhañ hor boa laosket anezhañ e penn un embregerezh eouliet mat, krouet e oa bet diazezoù ar funk gantañ a-drugarez d’ar pouez roet d’an binvioù a verk al lusk, ha prederiet e oa gant stourm ar gwirioù sivil. Deomp pelloc’h gant buhez ar soul brother number one. Playlist : - James Brown : Live el Latin Casino Nightclub, introduction - James Brown : Don’t be a drop out - James Brown : Cold Sweat - James Brown : Say it loud - The JB’s : These are the JB’s - The Trammps : Disco Inferno (foñs son) - James Brown : Sex Machine (Pt. 1 & 2) 1975 - James Brown : The Old Landmark (Blues brother’s movie) - James Brown : Living in America - James Brown : Funky Drummer - James Brown : Get up , I feel like being a sex machine Levrlennadur : - Les Inrocks hors série : James Brown king de la black music - Soul/funk : tour du monde de Memphis à Blackpool – Les Inrockuptibles


Larsen ha Mediator 53 : Rock, folk, soul, country ha brezel ar Vietnam (1)

Larsen ha Mediator 53 : Rock, folk, soul, country ha brezel ar Vietnam (1)

3 years ago

Kazi echu eo hor beaj er States met diaes eo kuitaat Stadoù Unanet ar Sixties hep ober un abadenn ouestlet da vrezel ar Vietnam. Setu ar pezh a soñjen da gentañ met goude bezañ bet furchet un tammig em eus dizoloet ez eus bet skrivet ouzhpenn 5000 kanaouenn o tennañ d’ar Vietnam, ar pezh a ziskouez ar pouez kemeret gant ar brezel er gevredigezh, peadra da sevel meur a abadenn. Playlist : - Simone Bartel :L’assistance américaine - Autry Inman : Ballad of two brothers - Johnny Wright : Hello Vietnam - Bill Fredrick : Hey hey LBJ ! - Jack Sanders : The Viet Nam blues - The Put On Company : Please Mr Johnson - Pete Seeger : The willing conscript -Nina Simone : Backlash - Creedence Clearwater Revival : Fortunate Son Levrlennadur : -Stirad « Vietnam » sevenet gant Ken Burns et Lynn Novick, produet gant Florentine Films, Weta, PBS hag ARTE France - Lec’hienn Vietnam War Song project


Larsen ha Mediator 54 : Rock, folk, soul, country ha brezel ar Vietnam (2)

Larsen ha Mediator 54 : Rock, folk, soul, country ha brezel ar Vietnam (2)

3 years ago

Setu, gwisket eo ho potoù bale ganeoc’h ? Hiziv e kerzhimp kalz e Larsen ha Mediator, pe e straedoù kêrioù ar Stadoù-Unanet gant manifesterien, pe e-kerzh ar janglenn gant GI’s oc’h en em c’houlenn petra ‘maint oc’h ober aze. Kenderc’hel a reomp hon danevell eus brezel ar Vietnam e kanaouennoù, ken bras eo bet levezon an darvoud-mañ war ijin ar sonaozerien : ur brezel diabarzh o ren ivez war ar gwagennoù ! Playlist : - Matt Jones : Hell no, I ain’t gonna go - Jimmy Holiday : I ‘m gonna help hurry my brothers home - J.W Alexander : Keep a light in the window ‘till I come home - Mel and Tim :Mail call time - Ann Sexton : You ‘ve been gone too long - Meddley kanaouennoù pro brezel : Billy Carr « What ‘s come over this world », Jan Berry « The universal coward », Tommy Cash « The tears on Lincoln’s face », Don Hinson « The protest singer », Ernest Tubb : « It’s America, love it or leave it » - Country Joe : The fish cheer Levrlennadur : -Stirad « Vietnam » sevenet gant Ken Burns et Lynn Novick, produet gant Florentine Films, Weta, PBS hag ARTE France - Lec’hienn Vietnam War Song project


Larsen ha Mediator 55 : Rock, folk, soul, country ha brezel ar Vietnam (3)

Larsen ha Mediator 55 : Rock, folk, soul, country ha brezel ar Vietnam (3)

3 years ago

Mut e chom c’hoazh ar meno foran e 1968, lodenn vrasañ ar geodediz o krediñ hag o heuliañ o frezidant, pa vefe Johnson pe Nixon da heul. Hogen daou zarvoud a skoo spered an dud, darvoudoù dezrevellet e kanaouennoù e Larsen ha mediator ! Playlist : - Graham Nash : Chicago - CBS : The Incredible Year 1968 : The Conventions; The Campaign; Protest, and War - The Sound of Dissent : Democratic National Convention (1968) - Harry Burgess : Chicago Policeman - Roy C : Open letter to the president - Beverly Bixler : A Plea for Calley - Neil Young : Ohio - Marvin Gaye : What’s going on - The Doors : The end Levrlennadur : -Stirad « Vietnam » sevenet gant Ken Burns et Lynn Novick, produet gant Florentine Films, Weta, PBS hag ARTE France - Lec’hienn Vietnam War Song project


Larsen ha mediator 47 : Achapadenn e bed ar soul : Stax Records 1957-1968

Larsen ha mediator 47 : Achapadenn e bed ar soul : Stax Records 1957-1968

3 years ago

E-pad ar bloavezhioù 60 ha 70 he deus ar soul koublet an ijin, an arc’hadurioù politikel, ar blijadur, an dañs, ar c’hanaouennoù relijiel ha disakr, taolioù-arnod diniver, meuleudiennoù a chom sanket er penn, hag ur groove entanus. Dreist-holl e teu ar soul da vezañ loc’h ar boblad du, peadra da sachañ hon evezh e Larsen ha Mediator ! Setu-ni loc’het evit ur rummad abadennoù hor c’haso eus Memphis da Detroit en ur dremen dre ur geriadenn vihan en Alabama ! Stagit ho kouriz, setu-ni distro e kavell ar rock : pradañ a reomp e Memphis en-dro e kreiz ar fifties. Playlist : - Booker T. and the MG’s : Jelly bread (Foñs son) - Fred Byler & The Tunetts : Give Me Your Love - Carla & Rufus Thomas : 'Cause I Love You - The Mar keys : Last night (foñs son) - Booker T & the M G 's : Green Onions - Otis Redding : This arms of mine - Otis Redding-Carla Thomas : Tramp - Eddie Floyd & Mavis Staples : Ain't that good - Otis Redding : Sitting on the dock of the bay (Foñs son) - The Staple Singers : Long Walk To DC Levrlennadur : Soul/funk : tour du monde de Memphis à Blackpool – Les Inrockuptibles L’odyssée de la soul et du R & B – Florent Mazzoleni – Hors Collection Lec’hienn Stax Records


Larsen ha mediator 48 : Achapadenn e bed ar soul : Stax Records 1968-1975

Larsen ha mediator 48 : Achapadenn e bed ar soul : Stax Records 1968-1975

3 years ago

Kenderc’hel a reomp hor beaj e pladennoù ar studio Stax a raio eus Memphis Tennessee kêrbenn soul ar su. Evel meneget ar sizhun dremenet e anavez ar studio Stax krouet gant Jim Stewart hag e c’hoar Estelle Axton cheñchamantoù bras adalek 1968. Gant gwallzarvoud karr-nij Otis Redding e koll Stax e steredenn hag ul lodenn eus e vuzisianed studio. Ha, d’ar 04 a viz Ebrel 1968… Playlist : - The Staple Singers : The ghetto - ABC News : Drouklazh Martin Luther King - Sam and Dave : Soul men - The Dramatics : Whatcha See is Whatcha Get - Isaac Hayes : Walk on by - Isaac Hayes : Tem Shaft - Melvin Van Peebles : Sweet Sweetback’s baadasssss Song - Rufus Thomas : Memphis train Levrlennadur : - Soul/funk : tour du monde de Memphis à Blackpool – Les Inrockuptibles - L’odyssée de la soul et du R & B – Florent Mazzoleni – Hors Collection - Lec’hienn Stax Records


Larsen ha mediator 46 : Dibenn hañvezh ar garantez ha marv ar flower power

Larsen ha mediator 46 : Dibenn hañvezh ar garantez ha marv ar flower power

3 years ago

Etre trec’h an utopia ha berzh ar rock business e c’hwezh un avel nevez e miz eost 1969 a-drugarez da festival Woodstock. Padal e vo falc’het an avel a frankiz en un nebeut mizvezhioù abalamour d’ur gourou, d’ur festival savet war ar prim ha da steredennoù o tostaat re ouzh ar paradozioù artifisiel. Hiziv e Larsen ha Mediator e pledomp gant marv ar flower power ! Playlist : - Teulfilm NBC arestadenn Charles Manson - The Beatles : Helter skelter - Neil Young : Revolution blues - The Rolling Stones : Gimme shelter - The Rolling Stones : Under my thumb - Crosby, Stills, Nash and Young : Love the one you’re with - Neil Young : the needle and the damage done E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Gimme shelter », sevenet gant David Maysles, Charlotte Zwerin hag Albert Maysles e 1970, produet gant Maysles Films ha skignet gant Cinema 5. Levrlennadur : « Les Inrocks hors série : 1969 Une année de rêves et de révolutions » « Rolling Stone HS : Special California Dreamin’ »


Larsen ha mediator 45 : Woodstock, trede devezh

Larsen ha mediator 45 : Woodstock, trede devezh

3 years ago

Setu-ni en em gavet e deroù hon trede devezh a sonerezh ha peoc’h, e, ya, lugan ar festival an hini ‘oa, hag a-drugarez d’an trede devezh-se e c’hounezo arzourien ‘zo ur brud etrevroadel pa chomo reoù all a-is d’ar pezh a veze gortozet d’o ferzh. Tresomp diouzhtu ar skeudenn : dihunet eo bet an arvesterien ha tennet eus o seier-kousket e-kreiz an noz gant Sly and the Family Stone, heuliet gant The Who, ha setu tro Jefferson Airplane d’en em ginnig war al leurenn da 7 eur diouzh ar mintin. Playlist : - Jefferson Airplane : Volonteers of America, live at Woodstock - Joe Cocker : With a little help from my friends, live at Woodstock - Ten Years After : I ‘m coming home, live at Woodstock - Crosby, Stills, Nash : Helplessly hoping (Foñs son), live at Woodstock - Crosby, Stills, Nash and Young : Wooden ships, live at Woodstock - Jimi Hendrix : Voodoo child, live at Woodstock E-pad an abadenn ho po tro da glevet tammoù eus an teulfilm « Woodstock », sevenet gant Michael Wadleigh e 1970, produet gant Wadleigh-Maurice ha skignet gant Warner Bros. Levrlennadur : « Rolling Stone HS Spécial Woodstock, 1969-2019 50ème anniversaire. » « Les Inrockuptibles HS, 1969, une année de rêves et de révolutions »


Strolladoù psikedelik all (2)

Strolladoù psikedelik all (2)

3 years ago

Strolladoù psikedelik all (2) N’ouzon ket ha skuizh oc’h gant ar sonerezh psikedelik e Larsen ha Mediator. Ma vez gwir kement-mañ eo kenkoulz deoc’h lazhañ ar skingomz diouzhtu rak hiziv e kendalc’himp hor beaj e bed ar strolladoù gant anvioù hir spontus hag efedoù son dic’hortoz, setu pedervet lodenn hon trip e sonerezh psikedelik amerikan ar sixties, ur prantad a blij din kalz, ret eo din e anzav. Playlist : - The West Coast Pop Art Experimental Band : Buddha - Ultimate Spinach : Funny freak parade - The Youngbloods : Beautiful - The Mothers Of Invention : Help, I’m a rock (foñs son) - The Mothers Of Invention : Hungry freaks daddy ! - The Mothers Of Invention : Go cry on somebody else’ shoulder - Kim Fowley : Animal man - The Seeds : Can't seem to Make You Mine - The United States Of America : Cloud song


Larsen ha mediator 40 : L.A. ha Laurel Canyon

Larsen ha mediator 40 : L.A. ha Laurel Canyon

3 years ago

Nepell diouzh West Hollywood e krog Laurel Canyon da vezañ annezet adalek 1910 met ret eo gortoz 1923 evit ma teuio da vezañ enbarzhet e Los Angeles ez ofisiel. Un daou-ugent vloaz war-lerc’h eo ar rockers amerikan a gemer plas ar jazzmen ha beatniks o doa kavet repu aze, int ivez. Hervez ar vojenn he defe kroget an dedenn evit Laurel Canyon goude ma oa Marc Volman gitarour ar strollad pop The Turtles, ar re a gane « Happy together », en em staliet du-se hag o tigeriñ dor e di d’ar re a felle dezho… Playlist : - Frank Zappa : Trouble every day - Jackson Browne : Doctor my eyes - Joni Mitchell : Ladies of the canyon - Crosby, Stills, Nash and Young : Our house - Crosby, Stills, Nash : Long time gone - Neil Young : Ninamon girl - Gene Clark : Is yours is mine


First Previous Next Last