Pa ziskouez ar bloavezhioù 70 beg o fri ez eus e bro Alamagn degadoù a vuzisianed a fell dezho en em zieubiñ eus patromoù ar rock psikedelik evit krouiñ ur sonerezh gant sonioù nevez. Kroazañ a reont al levezonioù folk, rock, jazz, klasel, sonerezh a-vremañ hag avant gardist, hag arnodiñ a reont an hentoù nevez digoret gant ar binvioù elektronek. Setu-c’hwi o selaou Larsen ha mediator, kinniget gant ho servijour Gaëtan, ha poent eo boulc’hañ gant hon eil abadenn gouestlet d’ar c’hrautrock ! Playlist : - Faust : Giggy Smile - Amon Düül 2 : Touchmaphal (foñs son) - Amon Düül 2 : Archangel Thunderbird - Neu ! : Negativland - La Düsseldorf : La Düsseldorf - Popol Vuh : Zwiesprache Der Rohrflöte - Jah Wobble, Holger Czukay, Jaki Liebezeit : How Much Are They ? Levrlennadur : - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.
Ha bremañ eo deuet ar mare da blediñ gant an daou strollad koshañ e istor ar rock gall, strolladoù o deus lidet o 50vet deiz-ha-bloaz hag a gendalc’h da dreiñ hiziv an deiz. Gwelout a rit ? An hini kentañ a cheller rummata er prog rock, an eil a ginnig ur sonerezh bet anvet ar zeuhl musik gant selaouerien feal abaoe 40 vloaz, me en o-zouez. Playlist : - Zoo : Hard Times Good Times - Ange : Caricatures - Ange : La guerre du sucre - Magma : Stoah - Magma : Kohntarkosz part 2 (Tennad son) - Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son) - Alan Stivell : Brezhoneg Raok - Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son) Levrlennadur : - « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection - « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Setu ni hiziv e Larsen ha Mediator o vont da gantren, ur wech n’eo ket dalc’hmat, nag e Breizh-Veur, nag er Staoù-Unanet, nag er c’hwec’hkogn, setu-ni o vont en tu all d’ar stêr Rhin evit kompren gwelloc’h petra oa ar pezh a voe anvet ar (c’h) Krautrock pe ivez die kosmische Musik, ar sonerezh kosmik… Playlist : - Agitation Free : Laila part 2 - Karlheinz Stockhausen : Hymnen (foñs son) - Tangerine Dream : Astral Voyager - Ash Ra Tempel : Join Inn - Can : Mushroom Levrlennadur : - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.
Fougaser, pompadus, iskis, digomprenus, otus, setu lod eus an anvioù-gwan a c’heller klevet pa gomzer eus ar prog rock. Ha n’eo ket faos penn da benn, ret eo e anzav. Techet e vefen da ouzhpennañ dic’houzañvus a wechoù met... met ivez leun a faltazi, a ijin gant sonerien dornet abominapl. Tout se eo ar prog rock ! Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha Mediator hor beaj er prog rock saoz gant strolladoù aesoc’h da selaou, strolladoù a gavo o flas er charts, e-keit ha ma toulle al luskad e vez e-kreiz ar Seventies ! Playlist : - Jethro Tull : Cross Eyed Mary - Supertramp : School - Alan Parsons Project : The Raven - Barclay James Harvest : May Day - The Sex Pistols : Pretty Vacant - Atersadenn Steve Howe : tennet eus « Timeshift : ar prog rock », diellfilm gant BBC 4 e 2003. - Peter Gabriel : Sledgehammer (tennad son) - Genesis : Paperlate (tennad son) - Yes : Owner of a Lonely Heart (tennad son) - Emerson Lake and Palmer : Paper Blood Levrlennadur : - « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste
Etre fin ar Beatles ha deroù al luskad punk e wel ar rock meur a luskad o tiorren, blues boom, pop progressive, pop keltiek hag all tikedennet holl dindan an anv pop music e Frañs. E Bro-C’hall, evel e lec’h all, e krog ar publik da vezañ dedennet kentoc’h gant ampartiz ar vuzisianed hag o argerzh arzel. Setu ar pezh a welimp a dostoc’h hiziv e Larsen ha Mediator. Playlist : - The Piranha’s Sounds : La Turbie Piranhienne - Testeni maer Amougies skignet e « L'atelier de la création : Amougies sur pop » (France Culture, 09/11/1969) - Alan Jack Civilization : Baby, Don’t You Come Back Home - Les Variations : What A Mess Again - Tac Poum Système : Asmodoy - Evariste : La Révolution (Foñs son) - Red Noise : Petit Précis d’Instruction Civique - Komintern : Pongiste De Tous Les Pays - The Moving Gelatine Plates : Funny Doll - Carpe Diem : Voyage Du Non Retour Levrlennadur : - « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection - « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Donemat deoc’h lamponed ha lamponezed e « Larsen ha Mediator », an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hag abaoe ar sizhun dremenet emaomp o kantreal e sonerezh rock ar bloavezhioù 70 e Frañs. Ne gomzed ket eus rock d’ar c’houlz-se kement- se e gwirionez e Bro-C’hall, pop ne lâran ket ! Ha just a-walc’h, evit kregiñ ganti e kinnigan deoc’h selaou Triangle, bet priz kentañ ar pop music ganto e 1971. Playlist : - Triangle : Peut-être demain - Michel Magne : Pour l’amour des sous - Albert Et Sa Fanfare Poliorcétique : Le diable en personne - Au Bonheur Des Dames : Pauvre Laura - Albert Marcoeur : Le fugitif - Gong : The pothead pixies (Foñs son) - Gong : Flying Teapot Levrlennadur : - « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection - « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke - « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro
Hiziv, setu ni e Breizh-Veur adarre. Dibenn ar bloavezhioù 60 en deus gwelet strolladoù psikedelik o vleuniaouañ e pep lec’h, ha festivalioù o vodañ kantadoù miliadoù a dud a felle dezho bevañ hunvre ur gevredigezh hep rediennoù. En diskar-amzer 1969 e teu ‘maez « In the court of the Crimson King » gant King Crimson, un albom a verk deroù ar pezh a vo anvet the progressive rock, a vo, e zivinet ho peus, danvez an abadenn-mañ. Playlist : - King Crimson : In the Court of the Crimson King - Gentle Giant : The Advent of Panurge - Robert Wyatt : Little Red Riding Hood Hit the road - King Crimson : Red - Van Der Graaf Generator : Refugees (single version) - Genesis : Dancing with the moonlit knight Levrlennadur : - « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste
Ganet eo ar prog rock p’o deus ar sonerien kroget da soñjal e oant deuet da vout oadourien. 15 vloaz eo ar rock e deroù ar seventies, n’eo ket bet ergerzhet an holl hentoù c’hoazh. Puilh eo spered krouiñ ar sonerien, sevel a reont tonioù e servij d’o ampartiz ha d’o ijin, tonioù hiroc’h hirañ gant meur a lodenn, liesseurt o awen. Prest oc’h, setu-ni o splujañ adarre e Larsen ha Mediator er prog rock, evit selaou lod eus arzourien pennañ al luskad. Playlist : - The Nice : America - Atersadenn Keith Emerson : The story of Prog Rock as told by Keith Emerson, Ian Anderson, David Gilmour, Rick Wakeman, Rod Argent, Dave Brock, Fish and Heather Findlay. Abadenn radio skignet d’ar 02/01/2007 : Raised On Radio - Emerson Lake and Palmer : Tarkus - Yes : Cans and Brahms (foñs son) - Yes : Roundabout - Pink Floyd : Breathe - Caravan : In the Land of Grey and Pink - Mike Oldfield : Ommadawn part 2 Levrlennadur : - « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste
Salud deoc’h mignoned ar rock ‘n roll. Selaou a rit Larsen ha Mediator, an abadenn a zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Emaomp o vont da genderc’hel hor beaj er seventies gant hor rummad gouestlet d’an hard rock. Hiziv e vimp gant strolladoù a sone kentoc’h en eil kevre. Ne dalvez ket ne oant ket kenkoulz hag ar re all, n’int ket ken anavezet tra ken. Ha c’hoazh klaoustre a ran n’o do strolladoù ‘zo sekred ebet evit lod eus ar selaouerien. Deomp dezhi, setu ni loc’het evit un hanter-eurvezh riffoù gitar ! Playlist : - Van Halen : Eruption - Mountain : Mississipi queen - Blue Öyster Cult : Career of evil - NBC’s saturday night 08/04/2000 : More cowbell : (eztennad son) - Blue Öyster Cult : Don’t fear the reaper - Nazareth : Hair of the dog - Thin Lizzy : The boys are in town - Montrose : Bad motor scooter Levrlennadur : - « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun - « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes - « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions
A bep seurt a gaver e metoù ar sonerien metal : tud drammet, azeulerien Belzebuth, muntrerien, kristenien o kavout ar feiz war an diwezhat, emziouererien, sonerien leun o godelloù pa leuniont stadoù divent ha reoù all dianav o seniñ e salioù brein. Eus kambreier ar grennarded da ilizoù Bro-Norvej en deus ar metal laosket roudoù e pep korn ar blanedenn. Hiziv e « Larsen ha Mediator », n’en em gollimp ket, ket c’hoazh d’an nebeutañ, e milendall ar familhoù metal (black, trash, death, doom, power metal ha me ‘oar-me !) Ket ! Emaomp o vont da echuiñ gant an trede strollad pouezusañ e heavy rock ar bloavezhioù 70, an hini en deus krouet ar sonerezh metal, just-a-walc’h, war an dra-mañ eo a-du an holl, n’eo ket fall dija ! Neuze, tapit krog en ho krusifi, lavarit ho pater ha digoromp dorioù an ifern ! Playlist : - Black Sabbath : Movie trailer, Warner Bros, produet gant Lionello Santi, sevenet gant Mario Bava - Black Sabbath : Black Sabbath - Black Sabbath : Iron man - Black Sabbath : Snowblind - Black Sabbath : Supertzar (fons son) - Black Sabbath : Paranoid from the end Levrlennadur : - « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun - « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes - « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection editions