Trouz er gêr


Kermao 1

Kermao 1

2 years ago

Emgav e Kermao e Plouziry gant Lomig Maubihan, Yvette hag Yves Gwern, Yvette ha Michel Bozeg. Ur pennad-kaoz da desteniañ war ar cheñchamantoù bet bevet ganto a-b=hed ar bloavezhioù evit ar pezh a sell eus ar vuhez pemdeziek ha dreist-holl al labour-douar. Gant Karolina


"A-stroll !" 1/4  Levr Pierre Servain "Faire de l'habitat un commun"

"A-stroll !" 1/4 Levr Pierre Servain "Faire de l'habitat un commun"

2 years ago

Pierre Servain zo sokiologour. Skrivet en deus al levr "Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France". Gantañ e roomp lañs d'an heuliad abadennoù "A-stroll !" diwar-benn an annez lodet. Levr : Faire de l'habitat un commun, les habitats participatifs dans l'Ouest de la France, embannet gant Presses universitaires de Rennes, 2023 Embannet eo an heuliad abadennoù gant Maëlys Poublanc


Konkour farz pitilig

Konkour farz pitilig

2 years ago

Deomp da zeskiñ aozañ farz pitilig gant skolidi Itron Varia an Trec'h hag o skolaerez Nikol! Un abadenn geginañ kinniget er skol a-benn prientiñ konkour farz pitilig ar bed bet dalc'het e Ploueskad. d'an 11 a viz Du. Gant Karolina


Labourat gant urzhiataerioù : skouerioù Dor Hud ha Datarmor

Labourat gant urzhiataerioù : skouerioù Dor Hud ha Datarmor

2 years ago

Petra eo ar "motion design" ? Da betra e servij ur goururzhiataer ? En abadenn-mañ e klevimp daou zen a-vicher a labour gant urzhiataerioù : - Anaïs Le Pape zo "motion designerez" : lakaat a ra ar skeudennoù da fiñval ! Krouet he deus hec'h embregerezh Dor Hud e Gwitalmeze nevez zo. - Mickael Dequidt a zo o labourat gant an Ifremer e Plouzane. Kenmerour ar goururzhiataer Datarmor eo. Titouroù diwar-benn ar mor a vez stoket ha jedet gant ar mekanik-se. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


30 vloaz An Daoulamm e Plougastell

30 vloaz An Daoulamm e Plougastell

2 years ago

Istor kevredigezh An daoulamm n'eo ket ordin ! Ar c'helenner kentañ war ar brezhoneg, Denez Bayard, a oa genidik eus Kalifornia... e kornog Amerika ! Gant Fañch Kastell ha Yann-Loeiz Ar Bod e tistroimp war istor ar gevredigezh staliet e Plougastell abaoe 1993. Estreget kentelioù brezhoneg a vez kinniget ganti ! E-touez kanerien ha kanerezed An Daoulamm e vo klevet Naig Daouphars, Gaëlle Kervella ha Denez Cochennec. Div ziell vo da selaou : - Un tañva eus ur valeadenn souezhus e Beg ar Vran enrollet gant Yann-Loeiz ar Bod e miz Even - Laouig Karet ouzh mikro Erwan Blanchard en doa kemeret perzh e abadenn Bazhvalan er Feunteun Wenn e 2015 Embannet eo an abadenn gant maëlys Poublanc


Korventenn Ciaran e hanternoz Penn-ar-bed

Korventenn Ciaran e hanternoz Penn-ar-bed

2 years ago

E penn-kentañ miz Du e c'hwezhe avelioù spontus ar gorventenn Ciaran war douaroù Breizh. Erwan Blanchard a ginnig ar c'heleier war ar pemp radio e brezhoneg gant ar skipailh Radio Breizh en doa enrollet : - Soazig Kerouredan a zo o chom war an aod e Porsal he deus deskrivet, an deiz war-lerc'h, efedoù an tourmant - Aline Folgalvez, renerez skolaj Gwiseni hag a zo aet an didoenn gant an avel - Gwenole Ollivier a zo bet skoet e vraserezh Distribilh e Plouider - Edern Madeg a zo keuneutaer gant Brenn-Heskenn (Sant-Tonan) - Erika Berthou n'he doa ket bet tredan e-pad 13 nozvezh (!) ha12 devezh e Hañveg Gant Erwan Blanchard e tistroomp war efedoù ar gorventenn e hanternoz Penn-ar-bed. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Per ar Go , an eil abadenn

Per ar Go , an eil abadenn

2 years ago

Gant Karolina.


Per ar Go

Per ar Go

2 years ago

Per ar Go, a Winevez, konter ha marvailher pase anavezet evit bezañ kemeret perzh 'barzh beilhadegoù ar vro. Met estreget an istorioù farsus a zo 'barzh buhez Per ar Go! Gant Karolina.


Heol al Loar gant Christelle Chevallier-Gate

Heol al Loar gant Christelle Chevallier-Gate

2 years ago

O paouez krouiñ hec'h embregerezh Heol al Loar e Plouvien emañ Christelle Chevallier-Gate. Kinnig a ra stummadurioù hag ambroug psikologel e brezhoneg. Estreget al labour 'zo avat ! Gant ar bsikologourez eo aet trede priz ar genstrivadeg skrivañ aozet gant Unvaniezh Skrivagnerien Breizh ar bloaz-mañ. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


100 vloaz ar Seiz Breur gant Owen Poho ha Mathieu Le Guern

100 vloaz ar Seiz Breur gant Owen Poho ha Mathieu Le Guern

2 years ago

100 vloaz zo e oa bet roet lañs da luskad arzel ar Seiz Breur : un istor bet ganet er Folgoad pa oa en em gavet Jeanne Malivel, René-Yves ha Suzanne Creston. E koun al luskad-se e kinnig ar gevredigezh Pevarzek un diskouezadeg e Gourin betek ar 17 a viz Kerzu. Owen Poho ha Mathieu Le Guern, daou zizigner a zo o chom e hanternoz Penn-ar-bed a ziskouezo o labour. Displeget eo ganto petra a chom eus sell arzel ar Seiz Breur hiziv. Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc.


First Previous Next Last