Trouz er gêr


Aod an tri dañvad gant skolidi Santez Anne.

Aod an tri dañvad gant skolidi Santez Anne.

2 years ago

Da lidañ fin ar bloavezh skol eo bet skolidi Santez Anna Gwitalmeze betek aod an tri dañvad gant o skolaer Guilhom Kabon. Un digarez evito da c'houzout muioc'h diwar-benn ar vezhinerien gant Kristof Nikolaz eus Ti an Aberioù. Gant Karolina


Gounit artichaod gant ul loen kezeg & programm Gouel broadel ar brezhoneg

Gounit artichaod gant ul loen kezeg & programm Gouel broadel ar brezhoneg

2 years ago

François Duc a labour an douar gant e gazeg "Unique" c'hoazh an deiz a hiziv. Gounit a ra al labourer-douar artichaod e Kleder. E eil lodenn an abadenn e vo klevet Tristan an Nedeleg. Programmer Gouel broadel ar brezhoneg a vo ouzh mikro Erwan Blanchard. Ar festival a vo dalc'het e Langoned e-pad an dibenn-sizhun mañ. An abadenn zo kinniget gant Maëlys Poublanc


Le serment de Pamfir/ Le Groupe Ouest.

Le serment de Pamfir/ Le Groupe Ouest.

2 years ago

A-benn dimerc'her e vo skignet e sinema Even (Lesneven) "Le serment de Pamfir". War al lec'h 'vo ar realizatour a Ukrainia : Dmytro Sukholytkyy-Sobchuk evit kinnig e film hir kentañ. Dmytro a zo bet o labourat er "Groupe Ouest" e Plouneour-Brignogan hag neus dalc'het liammoù kreñv gant ar vro. Graet 'vo anv ivez gant Maina ar Gars eus daou film all, bet priziet e "Festival de Cannes" da geñver "La semaine de la critique" : "Il pleut dans la maison" & "Tiger Stripes". Gant Karolina


Atalieroù kenemprañ gant Roul'âge

Atalieroù kenemprañ gant Roul'âge

2 years ago

Gant Ofis retredidi Brest e vez degemeret tud evit deskiñ dezho gwriat, kempenn mekanikoù, keginañ... Klask a ra tud a-youl vat "Roul'âge" reiñ ur plas er gevredigezh gant an RSA (revenu de solidarité active e galleg). Kuzul departamant Penn-ar-bed a fellfe dezhañ lakaat an dud gant an RSA da labourat. En em c'houlenn a ra tud "Roul'âge" petra 'vo amzer da zont an atalieroù-se. Klevet e vo en abadenn-mañ : Marie-Jo Gouriou, Irène Le Roy ha Kristian Mercier, an holl a-youl vat gant Roul'âge ha Claire Lagarde ezel eus "La Halte" e Brest. Ar gevredigezh-mañ a ginnig atalieroù gwriat d'ar re didoenn. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Jean Branellec, anesteziour e Kurdistan bro Irak

Jean Branellec, anesteziour e Kurdistan bro Irak

2 years ago

E abadenn gentañ an heuliad "Kurdistan dre sell Breizhiz" e roomp ar gaoz da Jean Branellec a zo bet medisinour gant "Médecins sans frontières" (MSF) e Souleimaniye e 2007 ha 2008. Labouret en doa en un ospital e lec'h ma oa graet war-dro tud devet. Sonerezh : Ahmet Kaya -Karlı Dağlar Dengê Jînên Colemêrgê - Keko Ehmedo Featuring Kom Razbar Ensemble - To Ey DJâf-e Shirin Zabân Sivan Perwer - Hey biy-nin Temo - Vê Dûriyê - Exil - Eloignement Un heuliad abadennoù kinniget gant Maëlys Poublanc


Ubapar & Komoul

Ubapar & Komoul

2 years ago

Ur galv eus perzh Awena le Baron a labour en Ubapar : klask 'zo war renerien kampoù vakañsoù. Ha gant Loeiza Beauvir 'vo kinnget "Koumoul" deomp, un heuliad filmoù berr produet gant "Tita B Productions". Gant Karolina.


Pladenn "Spi" ha Beaj Polig

Pladenn "Spi" ha Beaj Polig

2 years ago

O paouez embann he fladenn gentañ emañ Garlonn ! Kontañ a raio deomp gant petra e oa bet awenet evit skrivañ kanaouennoù hec'h EP "Spi". Asambles gant Ninnog Kerbiquet e kinnig Garlonn an abadenn "Beaj Polig". Ar gontadenn sonerel mañ 'vo dalc'het e-pad Gouel broadel ar brezhoneg e fin miz Even. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


"Blev", pladenn gentañ ar strollad Barba Loutig

"Blev", pladenn gentañ ar strollad Barba Loutig

2 years ago

Embannet eo bet n'eus ket pell 'zo pladenn gentañ Barba Loutig. Kanaouennoù diwanet diwar ul labour dastum bet graet gant kanerezed ar strollad evel ma 'vo displeget gant Loeiza Beauvir. Gant Karolina.


Atalier tresañ gant Julian Lamanda e Sked

Atalier tresañ gant Julian Lamanda e Sked

2 years ago

Julian Lamanda zo tresour ha livour. Kinnig a ra atalieroù tresañ e brezhoneg gant Sked e Brest. Reportaj war al lec'h gant Maëlys Poublanc


Al Liamm 457

Al Liamm 457

2 years ago

Al Liamm Meurzh-Ebrel 2023 kinniget deomp gant Erwan Hupel.


First Previous Next Last