Trouz er gêr


Embannet eo pladenn nevez ar strollad TekMao

Embannet eo pladenn nevez ar strollad TekMao

last year

Hiziv e embann ar strollad TekMao e bladenn nevez ! Malo Gentil, soner en triad-se, a vo ganeomp en abadenn Trouz er gêr evit kinnig an tonioù nevez savet. Da geñver Gouel ar sonerezh e sono ar strollad sonerezh tekno-hengounel Tekmao e braserezh Poem e Brest. Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d 'orgueil" 2.

Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d 'orgueil" 2.

last year

An eil abadenn. Hag ivez "Liorzh Marzhus Ildut"


Abadenn radio diwar-benn lenn an Dreneg e Ti ar re-gozh Sizun

Abadenn radio diwar-benn lenn an Dreneg e Ti ar re-gozh Sizun

last year

Ar gevredigezh "Dourvank" zo e-penn ur raktres staliañ bankeier tro dro da lenn an Dreneg. Peget e vo "kodoù QR" outo evit ma c'hellfe ar bourmenerien selaou testenioù gant annezidi eus ar vro. Goulennet eo bet digant Arvorig FM dastum eñvorennoù e brezhoneg diwar-benn al lenn a zo bet savet e 1981. D'ar Yaou 5 a viz Even e oa bet dalc'het un abadenn radio e Ti ar re gozh Sizun eta gant : Skolidi ha skolajidi eus Sizun Jean Kloareg hag Herve Joncour, daou annezad eus Ti ar re gozh Sizun Marion Gwenn, Jean Braneleg ha Jakez Perros, o chom e Menez Are Kaset e oa an abadenn gant Pauline Daniel ha Maëlys Poublanc. Lidet e vo an unnek bank nevez staliet en Dreneg da geñver "Gouel ar bankoù" a vo dalc'het d'an 29 a viz Even.


Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d'orgueil" 1.

Kafe Brezhoneg Lesneven/ Mannaig Thomas, "Le cheval d'orgueil" 1.

last year

Hiziv gant Mannaig Thomas da geñver an abadenn "Kafe Brezhoneg Lesneven" aozet bep Merc’her kentañ ar miz gant Ti ar Vro-Leon ha Dastum Bro-Leon. Gant Mannaig Thomas, kelennerez hag enklaskerez en UBO Brest, ez eus bet dalc'het ur brezegenn diwar-benn "Le cheval d'orgueil" bet embannet 50 vloaz a zo gant Per Jakez Helias aet da anaon 30 vloaz a zo. Bet kempennet son an enrolladenn gant Gurvan Lozac'h. Hag ivez en abadenn "Froudennoù Jil". Gant Karolina.


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

last year

- Devezhioù european an arkeologiezh a vo dalc'het e-pad an dibenn-sizhun. Ifig Kalvez a embann an abadenn Furchadeg bep Merc'her a ginnigo un tañva eus an darvoudoù a vo er vro. - Deskidi Kreizenn an arzoù pobl a vo war leurenn Ti an holl Kerbêr e Brest disadorn. Agnès Dauneau, kelennerez war ar c'han, a raio anv eus programm an nozvezh. Kinniget eo an deiziataer gant Maëlys Poublanc.


Ar gevredigezh  "Ijin ha Spered ar vro" a embann ul levr evit lidañ hec'h ugent vloaz

Ar gevredigezh "Ijin ha Spered ar vro" a embann ul levr evit lidañ hec'h ugent vloaz

last year

Disul e embanno ar gevredigezh Ijin ha spered ar vro "Le filet noué et brodé a sa maison : Ti ar Roued Brodet e Plouenan". Yvonne Olivier he deus skrivet pennadoù eus al levr-se. Displegañ a raio deomp perak e felle da izili ar gevredigezh kinnig al labour graet ganto evit gwareziñ ar roued skoulmet ha brodet abaoe 2006. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Skolajidi Kerallan Plouzane o weladenniñ tiegezh an Droellok.

Skolajidi Kerallan Plouzane o weladenniñ tiegezh an Droellok.

last year

Un tamm tro e tiegezh an Droellok e Ploñger, bro Lokournan, da vont da heul skolajidi Kerallan Plouzane. Heñchet gant Martine ar Gall eo bet displeget dezho peseurt legumaj 'vez gounezet en Droellok gant Juliette ha Nicolas, daou labourer-douar yaouank a labour en ur mod biologel ha gant sikour azened.


Deiziataer an dibenn-sizhun

Deiziataer an dibenn-sizhun

last year

- Mathieu Herry, prezidant ar Randorade a ginnigo programm an darvoud a vo dalc'het disul e bro Brest. - Deiziataer ar festoù-noz Kinniget eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Mamm douar, patcha mama 2.

Mamm douar, patcha mama 2.

last year

Ha mont a ra war-raok raktres Kristen ar Gars hag ha gwaz Gustav Canales. Bet lakaet e-pleustr ganto war un dachenn vihan e Plouneour-Brignogan un teknik soñjet gant Ernest Götsch hag ez eo ar syntropie. Displegadennoù 'vo roet ivez gant Kristen diwar-benn ar ZAN, zero artificialisation nette. Hag ivez en abadenn , "Alc’hwezioù brezhoneg" hag un dro-lavar gant Dominique Thépaut " Oc'h ober e dalaroù emañ". Gant Karolina.


Morgane Le Coz, gwarezourez al levrioù kozh

Morgane Le Coz, gwarezourez al levrioù kozh

last year

Levraouegerez eo Morgane Le Coz e kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (CRBC) e Brest. Ul lodenn eus he labour zo renabliñ ha gwareziñ levrioù kozh foñs Miorcec de Kerdanet, ur familh eus Lesneven he deus prestet he levraoueg hag he dielloù d'ar CRBC. Un digarez da lakaat ar gaoz war ur vicher ha n'eo ket gwall anavezet. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.


First Previous Next Last