Ar bloaz-mañ e vo eus ar Breiztival evit an 18vet gwech gant ar c'hoant lakaat ar brezhoneg ha sevenadur Breizh da vevañ e Bro Landivizio. An teatr brezhoneg a zo e-kreiz ar festival. Daou bezh c'hoari farsus a vo kinniget gant tud "Strollad Bro-Landi", da lavaret eo Roger ha Jeanne Pikart, Lisette hag Ifig Jezekel, Kristian Kouls, Claude Leon ha Kristiane Pikart. En abadenn hiziv 'vo klevet program ar festival hag ivez daou bezh-c’hoariva: "An daou lapous" hag "Un devezh glav". Gant Karolina
Komañset vo an abadenn gant gerioù ar sex kinniget gant Mikeal Madek. Goude-se ez aimp pelloc'h barzh ar gaozeadenn gant Leandre Mandard war an adlodennan. Danvez bandenn-dreset "Champs de bataille". Hag e vo echuet gant istorioù farsus Yann Bijer war dem ar bizhoni. Gant Karolina.
Muioc'h muiañ a dud, a gevredigezhioù hag a embregerezhioù a zilez o c'hont X abaoe m'eo bet prenet ar rouedad sokial Twitter gant ar miliarder Elon Musk e 2022. Adalek ar poent-se eo aet war feulsaat an darempredoù hag ar "fake news" war ar rouedad-se. Yann-Vari ar Brusk ha Clyde Dlugy-Belmont, daou implijer bet eus X o deus displeget da Erwan Blanchard perak o deus choazet kuitaat pe bellaat eus ar rouedad sokial-se. Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc.
Digoret' vo an abadenn gant "Froudennoù Jil" ha goude-se 'vo roet ar gaoz da Leandre Mandard. Gantan 'vo kinniget ar BD enklask "Champs de bataille, l'histoire enfouie du remembrement"savet gant Inès Léraud ha Peter Van Hove. Leandre a zo bet kuzulier istorel evit ar raktres-se hag a zo eñ o sevel un dezenn war dem an adlodennañ. Klozet 'vo gant ul lavarenn displeget gant Dominik Thepaut "Leh ma weler tud o tremen, e tle beza hent pe wenojenn". Gant Karolina.
Mireille Arnouat a gas an atalieroù e brezhoneg e ti ar re gozh Lanneur a ginnigo ur bilañs eus an abadennoù he doa dalc'het eno e 2024. E eil lodenn an abadenn e vo klevet lodennoù eus an atalier diwar-benn ar bloavezhioù 70. Enrollet e oa bet ar gaozeadenn-se e miz Du. Kaset eo an abadenn gant Maëlys Poublanc. Poltred an abadenn : G. Roblin
Pladenn gentañ strollad Kaolila a zo "Pilhoù". Ur strollad gant kanerezed ha sonerien tan hag imor enno! Muioc'h vo klevet gant Marion Gwenn a zo kanerez er strollad abaoe ar penn kentañ, ha gant he zad ivez a gustum skrivañ kanaouennoù evito. Klozet 'vo an abadenn gant Mikeal Madeg ha gerioù ar sex. Gant Karolina
Koumoul a zo un heuliad sevenet gant Loig ar Moign ha produet gant Tita Productions & France 3. Emañ ar marv e-kreiz an afer! Hag ur sell flemmus war ar gevredigezh a-vremañ....ha fent du! Muioc'h a vo klevet gant Loig ar Moign, Yann-Edern Jourdan, Loeiza Beauvir ha Chan Prouf, bet enrollet 'kerzh devezh filmañ diwezhañ e studio Streat ar Skol Sant Kadou. Ha gerioù ar sex 5 da gaout fin an abadenn! Gant Karolina
Un abadenn gant Michel le Bourdonneg, a-orin eus Plufur, o chom e Kerroc'h, deuet da vezañ marc'heger Urzh Broadel an Dellid ( Chevalier de l'ordre du mérite), evit al labour kaset gantañ war dachenn ar yec'hed hag ar sokial 'barzh kevredigezhioù ar vro. Gant Karolina.