Monique a lara deomp petra a dalv Pask ha penaost eo lidet ar fest-sen. Komañs a ra amzer ar pardonioù. Displegiñ a ra penaost e veze àr dro an Ignel. Muzik : Julienne Le Hay - Be zo pell zo amzer Little Simz - Woman Dimone - Celui qui t'a puni l'a fait Hervé Lesvenan - Gevred
Francine Lavole àg an Arzhanoù a zo ganet ba'un dachenn a-raok ar brezel 39-45. Dalc'het he deus soñj àg an amzer-sen. Kaozal a ra a-ziàr an amzer ha pa oe kroedur, ar brezel, he micher tavarnourez. Eil lodenn an abadenn a zo un archiv enrollet get Monique er Boulc'h. Aterset eo bet Louise Beuzec a-àg an Arzhanoù ivez. Honnezh oe labourerez douar. Muzik : Andre hag Irene Drumel - Silvestig Anne Auffret ha Yann-Fañch Kemener - Deuit geniñ mañ plac'hig yaouañk Subcarpati - Numai Unii Stiu Sa Asculte
Un atersadenn kaset da benn get Marie-Laure Groix e 1997. Armel Herrieu, mab Loeiz Herrieu, a gaoza a-ziàr benn e dad, Dihunamb, ar brezhoneg hag ar brezel. Muzik : Ottis Coeur - Labrador Ghost Funk Orchestra - Eyes of Love Louis Nicolas - Merc'hed Rianteg Pierre Jehanno - Mab ar Brigand
Ken bourrabl oe bet ar wezh getañ ! Dibabet am eus da vont tre bedek Laoualan eit atersiñ Anna ur wezh arre. Ni 'beus kaozt a-ziàr benn ar veingeuzioù, ar filajoù, ar c'han hag ar voyajoù. Muzik : Sahar Mohammadi - Deltang Nava - Ar Paotr Eured Arajet Rosalie Bellec - Ar verjerennig treiset Cred Ca Sunt Extraterestru - In Largul Meu
Anna a zo ganet ba ur familh labourizian douar ba Laoulan. Aet eo d'ar skol du-sen beteg ar sertifikat. Doc'htu àrlec'h eo aet da labourat ba tachennoù ar vro hag àrlec'h ba'ur c'hastell. Labouret 'neus ivez ba meingleuzioù get he gwaz ha er fin, ba ur farmasi.
Jeanine he deus fichet ur bochad er vro. Ganet eo ba Langoned, dilojet he doe da Brizieg get he zud pa oe bitig ha aet eo da zec'hel un dachenn d'an Ignel get he gwaz àrlec'h an eured. Honnezh he deus paset he buhez ba'tachennoù. Honnezh a gonta deomp penaos a base an traoù.