Ni zo vont de glevet ur vouez a gornad an Oriant. Julienne Le Borgne doe komzet da Loeiz Konan ag ar feson ma veze groet anaouedigeh tre an dud yaouank gwerall a-raok dimeziñ. He a gaojza ag ar gomzerion festoù. Ne veze ket kredet goulenn berped, ne veze ket lâret "ya" doc'htu, ne oè ket aes berped ! Muzik : Julienne Bourdiec- Hag er lané oèn dimeet. Louise Galliot - En hoant diméein Etienne Pallec, Louis Nicol, Jo Mourriec - ma faot deoh me demein.
Ni ya da barez Landaol hiriv da welet Alan Goulven. Eñ a vourra voyajiñ. Oet eo daou vlez zo d'an Itali ha kountañ a ra deomp pezh neus gwelet aze. Ni zo vont da gaojal b'an abadenn mañ diàr kerioù Palmanova, Venizia, Milano ha Trieste ! Muzik : Skolvan- Boules et Guirlandes SkeeQ - randig Älg Marsch Serot Janvier & la groove cie - Tourdec Canzionere delle Lame - son la mondina
Me 'meus c'hoarzhet ! Oeit on doc'h tu Kolpoù da welet Yvette Lhomme. Ha ni'beus bet bourrabl !! Honnezh zo ge ha lan a joe. Ma'lar deoc'h ! Ni 'beus kemeret amzer eit kaojal a-ziàr : ---he bugaleaj ba Genin ---he boiaj da Baris hag he buhez labour ---ar retret ba Breizh ---ha traouigoù-erell Muzik : ---Yvette Lhomme - Frankadoull ---Allen - Cobradores de Impostos ---Derdiyoklar - Dam Ustunde Uzun Uzun Bacalar ---Duo Kalanso - Coeur Navigant Un atersadenn kaset da benn get Jañlug er Mouel
Marcel Le Masson zo ganet ba Kergrist ba 1933. Marcel n'en deus ket kaozeet galleg a-raok en deus bet 8 vlez a-gaoz eo chomet get e vamm-gozh ha n'he doe ket c'hoant de gas anehoñ d'ar skol ! Marcel a gontañ an dra-se deomp hiriv. Photo : Claire Le Masson (mersi bras dezhi !) Muzik : Peutêtrejeanne : Palco Quatro Chomel rei en douar N'hellan ket mui me mamm Les Frères Quéré - Suite Montagne_Ton diwezhañ _ Ar serjant major (1996) Ad Vielle que Pourra : Kas a-barzh Carré Manchot : Kost-a-c'hoed
Graet eo bet tro ar bed get Anna a Laoulan. Kustumet eo da vont d'ar C'ambodj lies a-walh. Kaojet vo geti a-ziàr benn ar boued, ar pimant, ar moto, Gouil an Dour ha traoù-arall. Muzik : The Cambodian Space Project - 5 Lady Cows Denise Noaye - O Laoulan Sochi - Lazy Husband Blues Veillon + Petri - Koriezdeki Huab vwj + Selena Lor - Roj Dab Nqus Ntshav
Fulub Vouadec hag e familh emañ é chom ba'ar Faoued.Un dachenn lec'h ma vez kavet pemp jao hiriv an deiz. Pa oe yaouañkoc'h a oe kustumet da vont da voyajiñ dre Vreizh eit ar vakañsoù get ar familh, ar c'hezeg, ur c'harr hag e voisined. Ur sapre avañtur !
En abadenn hiriv e klevim tud o kojal djar-benn tasmantoù, spontailhoù, spormantoù ha torfedoù. Da gomañs vo Loeiz Konan get Louise Cadoret a Bluwignér hag àr lerc'h vo Loeiz get Pierre Jan a barrez Guern ewid kojal diàr-benn Diaoul Lokmeltro hag Hélène Jegado. MUZIK : - Mathurin Le Gallic - Pe basan er gêr man. - Joel L'hermitte - Bonsoir Margaridig - Pierre Jan - Diaul Lokmeltro - Cabaret/Rocher/Thévenard - Tekez
Ni zo vont da Langidig hiriv get Loeiz Konan. Eñ noa aterset Emile Huchon, hag Armel ha Henriette Bruchec. Int 'gaoje diàr-benn an c'hoari hag a veze c'hoariet turand ar brezel ; ar vellad, petamant "la soule" ba galleg. Muzik ; Denig Yaouank Desidet Yves Le Cam- De bon matin je me suis levé Nicole Padellec - Mab er galleu a Benn er pont Isabelle Kidu - Er plah é prizon Le Gall - Carré - Elya Disoursi Limaj : "Le combat de la Soule" d’Alexandre Bouët et Olivier Perrin, « Breiz-Izel ou Vie des Bretons de l’Armorique »,
Damb d'an Enez Groe ba kompagnuneh Loeiz Konan. En noe aterset Tad Pierre Guillemot eit koajal diàr ar vuhez àr an enez. Àr-lerc'h vimp get Fernand Le Grel Ag hag a oa martelod. Hennezh gaoja diàr e vicher, doc'h mikro Loeiz Konan berped. Muzik Hommage au Cmdt Hayet - les marins de groix La Bricole - Partons la mer est belle Les frères Paranthoen - Un de oan e bord er mor Régis Huiban - Chanson pour les marins perdus en mer