Kreiz Mintin


Ana a Laoulan - Moc'h gouez,sivi, kan ha dañs

Ana a Laoulan - Moc'h gouez,sivi, kan ha dañs

3 days ago

Ola ! Peneost e ya an traoù geneoc’h hiriv Martine ? Gwell da ma soñj ! Arlec’h tiommder ar sizhun baset eo bet fresk ar week-end. Avel ha glav àr an dro. Hag hiriv emañ brav ha klouar an amzer. Sur a-walh eh oc’h e lakaat ho potou. Prest eo ho pelo ba ar c’hardi. Gozig prest da vont da blasenn an ti ker d’ar marc’had èl pep lun ba Ploe. Gorteit un tammig ! Arriv eo eur ho abadenn Kreiz Mintin muian karet. C’hwi yay pa vo achiv ! Oet on da anrejistriñ ur vaouez hag a vez anavet mat geneoc’h bermañ. Ana a Laoulan. Ni beus kaojet hon daou àg ar c’han, ar c’horal ba ar Gemene, an dañs, ar loened gouez hag ar sivi ha traoù-rell ba fin an abadenn e vo klevet ur gontadenn kontet get un den da Garnasenn, Pier Bakon. Ale ! EL kustum martine ! Kit d’ho veranda, Digorit an nor eit non pas bout diranjet get ar c’hazh. Tosteit d’ar post. Arriv eo termen an abadenn Kreiz Mintin. Un abadenn Radio Bro Gwened ba berton ar vro get tud ar vro eit razh an dud. Muzik : Ma Mamm Gaer Boubacar Traore - Je chanterai Denise Le Noay - O Laoulan Angine de Poitrine - Fabienk Later Un abadenn kaset da benn ha kaniget get Jañlug er Mouel


Kreiz Mitin béw : " Kromennoù "get Padrig Dréan

Kreiz Mitin béw : " Kromennoù "get Padrig Dréan

7 days ago

Un euriad asambl get Padrig Drean, é komz a varħonieħ , ag é varħonegeù dastumet ér liwr newę-sortiet : Kromennoù . Emision kampennet hag animet get Maxime Morvan Crahé. Sonenneù : Lisa Leblanc / Jaylann / Youenn Gwernig


Marie-Claire Gwilhemot a Laoulan

Marie-Claire Gwilhemot a Laoulan

7 days ago

Un euriadig asambl get Marie-Claire Gwilhemot a Laoulan é komz a hé buhę, Laoulan gwerall hag istoerieù a bep sort . Muzik ha sonenneù : Denise Noay / Kanderaoù Laoulan / Thérèse ha Raymond Darcel Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé Limaj: bretagne-devouverte.com


Trezolieù Kreiz Mitin : Ar goureneù -1

Trezolieù Kreiz Mitin : Ar goureneù -1

7 days ago

Un emision sawet get tammeù archiveù : Valentine Kalvę a gomz demp a hé gwaz Armand, gourenour a Langedig, asambl get Rose er Mank, aterset get Monig er Boulc'h ér blę 1998. Pier Flejeù, gourenour a Bloe aterset get Loeiz Konan ér blę 2002. Sonenneù ha kanenneù : Monique Konaneg / Edouard Saoz / Jeanne Dili / Pier er Floc'h / Jeanine Kemener Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Thérèse a Bensten 2 , atersadenneù ha kronikenneù !

Thérèse a Bensten 2 , atersadenneù ha kronikenneù !

14 days ago

Ur mikroiad komzeù cherret durand Forum ar mecherieù é brezhoneg 2026, é Plañwour Unan a istoerieù Stefani Gwilhom : ar batimant anglez hag ar verh-mor ,lennet doh get mar a voueħ . Kaoz get Thérèse Pichon a Bensten 2, asambl get Sandrine ha Gene. Ar gronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhé : Damp d'ar vro Chin ! Sonenneù ha muzik : Troup Zordi / Jeanine Quemener / Merhed an Oriant / Louise Galliot / Beau Jocque & the Zydeco Hi-Rollers


Miziad ar Pride !

Miziad ar Pride !

14 days ago

Inouramp miziad ar Pride hiziw : atersadenneù, doereieù, agenda, blind-test, artisted queer ! Musique/Tonieù : Cássia Eller / Yann-Fañch Kemener -Eric Menneteau / Anhony Emision kampennet get Maxime Morvan Crahe, hag animet asambl get Emrys ha Corentin.


Thérèse Pichon a Ben'sten 1

Thérèse Pichon a Ben'sten 1

23 days ago

Un euriadig asambl get Thérèse Pichon a Ben'sten é komz ag hé buhę, an amzer baset, hé mechérieù, hag istoerieù a bep sort ... get Sandrine Chouzenoux. Muzik ha sonenneù : Gaston Siellour / Kristen Noguès / Gisèle Le Guillant ha kanerezed Gregam / Esma Redžepova / Keith Frank & The Soileau Zydeco Band Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé


Jean ar Bouilh 02 - Kervignag

Jean ar Bouilh 02 - Kervignag

24 days ago

Demat da razh an dud ha demat deoc’h c’hwi Sylvie ! Komans a ra ar sizhun. El pep lun ne vez ket labouret geneoc’h hag eit ur wezh e vez kemeret un tamm amzer eit kousket un tamm hirroc’h. Ha marsen eh oc’h just a-walh e tijuniñ. Eh beh Sylvie, me lar deoc’h. Un tammig trouzus vo an emision Kreiz Mintin hiriv. Oeit on tre bedeg Kervignac ur wezh arre. Jean ar Bouilh n’oe c’hoazh traoù da laret diñ. Ni beus ‘n em gavet ba un tavarn ba kreiz ar vourc’h hag un nebeudig a dud oe. Klevet mat vez Jean ur sort. Ha neuzen hon eus kaojet a-zivout CD devezhañ Kanerion Pleuigner ar Raktres TV Breizh Ba fin an abadenn e vo klevet Emile Samedy è kontiñ deomp ur gontadenn. Ale Sylvie ! Damp neuzen ! Tapit ho kroasant, ho polennad kafé. Lakit ar son un tammig kreñvoc’h. Muzik : Léa - L'aube et la guerre Kanerion Pleuigner Marsel Jaffre Shahram Nazeri ha Tahmoures Pournazeri - Amoo Nowrouz Un abadenn kaset da benn ha kaniget get Jañlug er Mouel


Jean Le Bouilh - Kervignac

Jean Le Bouilh - Kervignac

28 days ago

null


Trezolieù Kreiz Mitin : ar pardonieù

Trezolieù Kreiz Mitin : ar pardonieù

28 days ago

Un emision sawet get tammeù archiveù ag ar blę 1989 : Kaoz étre Germaine Chevillard ha Monig er Boulc'h : Santez Anna hag ar pardonieù Albert Péchard a Glegereg aterset get Monig er Boulc'h : Pardon Santez Anna ar Boduig Jeanne er Berr a Vubri aterset get par Monig er Boulc'h : Pardon Santez Helen Eléonore Provost, Stanislas ha tud arall a gomite pardon Gwennin aterset get Monig er Boulc'h Sonenneù ha kanenneù : Pardon Lomahleù get ? / Pardon Kelwen get Klub ar Gemene / Pardon Gwengamp get Pier en Dorħ ha paotred er 'hornad Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé Limaj : Émile Bernard, le pardon, 1888


Next Last