Fest Nilhieù organizet g'an asosiasion Bec'h Ba'r Loj ! Andre Moustarder a gonta demp penaos 'oe komañset an treù 25 vlę 'zo, petra zo programet ar blę-mañ ha ni 'gomza ewę ag ar film en deus sawet a-ziar ar fest-se : Ex Nilhio ! Jeanine ha Daniel Nignol a gomza demp ar gêr a Nilhieù, é parrez Bubri - aterset get Maxime Morvan Crahé 2025. Muzik : Eliasse / Brazakuja / Baden Powell- Toquinho - Vinícius de Morães Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé, animet asambl get Jañ-Lug er Mouel – é kompagoneħ Corentin Bagot hag Elorah.
Ur mikroiad komzeù cherret durand pardon Sant Iwan-Bubri ar blę-mañ. Pred, kan, dañs, koñkour, héaol ... ha bourrabl ! Muzik ha kan : Mari Nignol / Odile Moustarder / Kanenn Sant Iwan / Pier Nignol / Andre Maget / Lefebvre - Baucher / Wipidoup Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé Limaj : Eric Legret - Bugale Melrand
Ur pennad-kaoz get Louiseanne Teixier a Gêrforn : ar brezhoneg, ar bouéd gwerall, un droiad ér jardrein ... Ar gronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhę : Roue ar 'haħed ! Muzik ha sonenneù : Anna Kadoret / Loeiz Killere / Marian Kadoret , Mari Drean hag Adel Palud / Secos e molhados Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé limaj : infobretagne.com
Louiseanne Teixier a Gêrforn a gomza demp a Gêrfourn, hé buhę , ag an amzer baset... Ar gronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhę : istoerieù tennet ag ar liwr "Mil noz ha unan " Istoerieù farsus kontet get Armel Gallig, François Louis hag Albert Bocher durand ur filaj é Noal-Pondi ér blę 1998. Muzik ha sonenneù : Emili Onneù / Loeiz Killere / Pier Bihouée/ An Tri Dipop Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé limaj : infobretagne.com
Un droiad er stal « Et ça repart ! » get Glen Doujet. Ar c'hentañ boutik er Frañs hag a werħa tammeù plomenneù-gwrez - ar plomenneù aweit tuemmet an tiér. Komz get Armel Barazer é penn an embregerezh Dour-Douar, ag é vicher, ag ar sitemeù da buraat an deùr-vil, an deùr lous ag an ti ! Muzik : Kanour Noz / Tank & the Bangas / Ayo / Brieg Gervenno Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé, animet asambl get Jañ-Lug er Mouel
Monique Peron a Langedig aterset get Maxime Morvan Crahé. Hi zo oaet da chom d'an Oriant a-oude gwerso hag énoñ 'doe dalhet ur chakutereħ get hé gwaz ha goude un davarn. Kronikenn Trouz ha Safar get Gentaz Buhé : Istoer an hani goħ koueħet a-barħ ar gwinegr ! Sonenneù ha muzik : Jean en Dorħ / Mari Gwioñvarh / Régine Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé Limaj : belles éditions de Bretagne
Jud Paboul ha Simone Tokin aterset get M. er Boulc'h a gomz demp a gKan ar Bobl én Oriant. Pier Padelleg aterset get M. er Boulc'h a gonta demp penaos e oa arriw final Kan ar Bobl é Pondi. Thérèse ha Raymon Darcel get M. er Boulc'h a gomz demp ag ar c'hoñkour-mañ . Sonenneù : Delenn Faw / Jo Ejec / Maria Hiver / Raymond ha Therèse Darcel / Robert Peron Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé
Ur mikroiad komzeù ha sonenneù cherret durant tolpad Kan ar Bobl 2026 , é Lokoal-Mendon Elouan Saoz a gomza demp ag ar groupad Ital Express, àr-lerh ur suħuniad demeurañs ér sal Koed-Noz é Pleurdud. Sonenneù : Archiveù Kan ar Bobl, Odile Moustarder, Marie-Claire Louis ... Emision kampennet get Maxime Morvan Crahé