Distruj


Italia

Italia

2 years ago

Ur wezh c'hoazh en em gav kamaladed Distruj war an hent. War-zu Italia ar miz-mañ. Herri, Maelig ha Tangi a gaso ho tivskouarn etre strolladoù Oi! mod kozh, re post punk diwasket pe rap shlag. Muioc'h a spi a vo en istorigoù beaj an tri animatour. Gant ur miz Here leun ar sonadegoù e Roazhon dreist-holl 'vo un deiziataer deus ar c'hentañ. Deomp dezhi ! Ar pezh a vo klevet en abadenn : - Nabat - Scenderemo nelle strade - Erode - Orgoglio proletario - Colonna Infame - Non morira - Zeman - La nostra gioventu - Golpe - La colpa e solo tua - A Culture Of Killing - Walls - The Smudjas - Weapons - Morgana - Provare ancora - Massimo Pericolo - 7 miliardi - Azione Diretta - Siamo Tempesta - Dead Years - Liquefied - Lassie - Nightmares - Rotten mind - Die young


Distruj #27 : Pevare koulzad !

Distruj #27 : Pevare koulzad !

2 years ago

Setu distro bandennad Distruj goude vakañsoù leun a droioù kaer. Klok eo skipailh Roazhon gant Herri, Snoopy, Maelig ha Tangi evit adkregiñ ganti. Kaset o deus ganto strolladoù gwelet (pe get) e-kerz an hañv, sonioù diskoachet nevez zo, pe just tonioù selaouet ganto an daou viz diwezhañ. Un eurvezh a blijadur evit ho tivskouarn. Bec’h dezhi ! Klevet ‘vo en abadenn : Gurs - Mil manos y un corazon Gonna Get Yours - Thunder Tenue - Narrenturm Bad Breeding - Dehumanised Deaf Chonky – The babysitter Morte - Cancion maldita Lupus - La vida misma Oki Moki - Intzak higatik L’Envers Du Decor - Heyoka NEDS - Watergun Riot VCNCS - Obedient [A.C.A.B] Dead Years - A dead truth


Distruj #26 : Abadenn ziwezhañ ar c’houlzad

Distruj #26 : Abadenn ziwezhañ ar c’houlzad

2 years ago

Evit abadenn diwezhañ ar bloaz eo en em gavet Tangi ha Mouli tro dro d’an daol gant tonioù diwezhañ deuet maez. Un digarez ‘vo ivez da selaou ar pezh ‘zo tremenet pe ‘dremeno er vro ‘benn nebeut. Goude mizioù hep keloù e tremeno Fil dre ar studio e penn kentañ an abadenn da gontañ deomp e vuhez vurzhudus. Bec’h dezhi ! Klevet ‘vo en abadenn : Syndrome 81 - Dans les rues de Brest VCNCS - Breathing Metro - Grosse charge Constante - A double tranchant Fragile - Take care Crevecoeur - Feydeau Blessure - Sabaté Desenterradas - Un dia extrano Doctrina - Retroflexion Podium - La noche Tchernobyl - Un train pour l'enfer The Daltonz - Double tamponné Pronostic Vital - Blosne


Distruj #25 : Madrid

Distruj #25 : Madrid

2 years ago

Gant heol miz Mae o deus bet c’hoant Herri, Snoopy ha Tangi mont da foetañ bro. Echu gant Bro-Euskadi, ha kemeret hent Madrid gant punk ha post-punk en ho tivskouarn. Goude ur weladenn deus karterioù punk ar gêr gant Herri e tiskoacho deomp fanzin « Quedate en Madrid ». Peadra da zizoleiñ al leurenn punk du-hont. Hep disoñjal an deiziataer. Vamos ! Da glevet en abadenn : Non Servium - Madrid RPG7 - Brujas de la noche Rata Negra - El chico de las etrellas Accidente - Aqui estamos Monteperdido - El balcon Yawners - Suena Major Rude pride - Just tell me Obedencia - Lenguas Janita y los feos - Vallecas Satelite - Luz del sol Biznaga - Madrid nos pertenece Desenteradas - Danzando con el caos


Distruj #22 : Euskal Herria (1/2)

Distruj #22 : Euskal Herria (1/2)

2 years ago

Lakait ho potoù kerzhout ! War hentoù Euskal Herria ‘vioc’h kaset gant skipailh Distruj. Ambrouget e vo Tangi ha Maelig gant Herri deus ar strollad roazhonat Glen Football da blantañ kaoz war al leurenn punk, oi !, post-punk (pe rap zoken) e bro Euskal. Strolladoù ha tonioù diaes da zistagañ met sonerezh a-feson ! Gant distro ar sonadegoù e tistro an deiziataer e fin an abadenn. Goazen ! Klevet ‘vo en abadenn : VII - L’ange en décomposition Shut up ! Twist Again - Prison Notebook Azken Sustraiak - Hilezkorrak Streetwise - Agia Ala Geruzza Marmol - Muros Pogrom - Kontraesan Brigade Loco - Bultzada Blessure - La chasse Arrotzak - Lagun Zaharra Hexen - Love your way Orreaga 778 - Bataillon Basque Gernika


Distruj #23 : Euskal Herria (2/2)

Distruj #23 : Euskal Herria (2/2)

2 years ago

Eil abadenn diwar-benn Euskal Herria ar miz-mañ. Snoopy a embann ar fanzine divyezhek Arvar zo bet pedet gant Herri ha Tangi da lakaat ar gaoz war leurenn punk bro Euskal Herria. Strolladoù a-vremañ ‘vioc’h lakaet da zizoleiñ met ar wezh-mañ e selaouimp tonioù koshoc’h ivez, deus mare ar Rock Radical Vasco. Un doare a-feson da zeskiñ un nebeud gerioù euskareg. An deiziataer a zistroio e fin an abadenn evel bep miz bremañ. Goazen ! Klevet ‘vo en abadenn : Gaitze – Bizi Nahi Dut Aurrez Aurre – Askatasun Sena Kortatu – Sarri Delirium tremens – Kaixo Eskorbuto – Historia triste Las Vulpes – Me gusta ser una zorra Rotten XIII – Bombas Hondartzako Hondakinak – Zeru Hutsa Tatxers – Bihotz Motel Dirty Old Gasteiz – Fabrikaren Usaina Brigadistak Sound System – Urrun Kaleko Urdangak - Biolentzia 1984


Distruj #24 : Breizh mod kozh

Distruj #24 : Breizh mod kozh

2 years ago

Distroet eo Mouli ha Tangi d’ho mare krennardiezh ar miz-mañ. Kaset ‘vo tonioù deus Breizh « mod kozh » en ho tivskouarn, deus ar bloavezhioù 80 betek ar bloavezhioù 2010. Tonioù selaouet ha plijet gant an daou gamalad en o yaouankiz. Gant ar bochad sonadegoù o tont e vo un deiziataer hir e eil lodenn an abadenn, gant strolladoù a bep seurt, deus ar c’hrust d’ar post-punk, deus Bro-Saoz da Vro-Sarthe, 72 = BZH. Bec’h dezhi ! Klevet ‘vo en abadenn : - Al Kapott - Chourave - Mass Murderers - Cancer social - Trotskids - Gueule d'enfer - The Decline - A punch in my head - La Zone - La Bretagne en colere - 100 Raisons - La bretonnade - Taulard - Les hauts plateaux - Nape Neck - Aim Slow - TURBO CROXX TERROR - A.D.B.A - TURBO CROXX TERROR - Bekasine - Mary Bell - Sacrificed - Litige - Nique tout - UK Subs - World War


Distruj #21 : Bro Skos

Distruj #21 : Bro Skos

2 years ago

Distreiñ a raio skipailh Distruj war-zu ar broioù keltiek ar miz-mañ. Goude Iwerzhon an Norzh ha Republik Iwerzhon e treuzo Mouli ha Tangi ar mor keltiek betek Bro-Skos. Aergelc'h tavarnioù lous Glasgow en ho tivskouarn ! Etre sorbiennoù gwir pe faos an daou animatour 'vo moaien deoc'h klevout tonioù punk kozh, anarko-punk, new-wave, crust pe oi ! Gant poan 'vo klasket ganto distagañ un nebeud gerioù gouezeleg met lakaet 'vo ar gaoz war ar Gaelic punk memestra. Bec'h de'i ! Da glevet en abadenn : The Exile - Jubilee 77 The Skids - The saints are coming The Rezillos - I can't stand my baby Scars - Horrorshow Fingerprintz - Wet job The Subjects - Paradise Political Asylum - Solitary Ex-cathedra - Give me tomorrow Oi Polloi - Ar ceol ar canan Mill ah Uile Rud - Mill ah Uile Rud Disaffect - Storm a coming Public Service - Public texture The Skids - Into the valley


Distruj #18 : Iwerzhon

Distruj #18 : Iwerzhon

2 years ago

Goude ur veaj etre Belfast ha Derry ar miz paseet e chomo lamponed Distruj war an enezenn. War-zu ar Republik e yelo Mouli ha Tangi hiziv ganeoc'h. Deus ar bloavezhioù 80 betek bremañ, deus ar folk betek ar punk o tremen dre an Oi !, ar C'hrust hag an D-beat, deus Dulenn betek Cork pe Galway, kaset e vioc'h ganeomp da foetañ bro en Iwaerzhon. Ha goude an abadenn e aliomp deoc'h sellet deus ar film Crock of Gold a gont istor Shane MacGowan. Da glevet en abadenn : The Pogues - Boys From The County Hell Radiators From Space - Television Screen The Vipers - I've Got You Paranoid Visions - Strange Girl Virgin Prunes - Caucasian Walk Sultans Of Ping FC - You Talk Too Much The Jollars - The Fight The Nilz - New Underground Rats Blood - Dublin's Got HC Rats Blood - Alive In The Fight Putrefaction - Become Death Bacchus - Devoted To Shit Fontaines DC - Dublin City Sky


Distruj # 19 : An trede koulzad !!!

Distruj # 19 : An trede koulzad !!!

2 years ago

Goude vakañsoù leun a droioù kaer e tistro bandennad Distruj evit un trede koulzad leun a souezhadennoù. Gant Tangi Mael ha Mouli eo bet kaset tonioù klevet a-hed an hañv, e sonadegoù e pep korn ar vro pe nevezenti ar rouedad. Ur meskaj oi !, punk hardcore, post-punk, pe pop-punk-grunge (!), a zihuno o tivskouarn ! Da glevet en abadenn : Collision - Sur les trottoirs Ostavka - Transparent Pizza O. D. - Elle Coupe Gorge - Loup Solitaire Oi Boys - La liste Cuir - Les restes de la veille Neuf Volts - Neuf Volts Glen Football - Choices Pissing Rain - Angry Silence Television Personalities - This angry silence Circles - Resonate Mary Bell - Sacrificed MESS - True love Fléau - Gloire éternelle G.L.O.S.S. - Give violence a chance


First Previous Next Last