Distruj


Bro C’hres

Bro C’hres

2 years ago

War an hent atav ! Goude vakañsoù oc’h heuliañ Stad Roazhon e kêr Aten eo distro Tangi ha Mailys gant tonioù en o chakodoù. Un dastumad sonioù post-punk, synth-punk pe hardcore deus bro-C’hres a vo neuze da glevet e-pad un eurvezh. Bec’h dezhi ! Da glevet en abadenn : The Vagabonds 77 - Loyal To No One Πέμπτη Κάστα - Where The Anchor Drops Cold I - Η Θάλασσα Θρηνεί Neo Teras - Full Of Lies Chronoboros - Abject Body Molisma - Life Is Violence Data Fragments - Falsifies The Fact Hekate – Soapbox Blood Trace - Under God's Cloak Φαλκονέρα – Ηλεκτρισμός Chain Cult - Under The Gun Era of Fear - Mizeria Omihli - Curse Of My Life


Week-End e Naoned gant An Slua !

Week-End e Naoned gant An Slua !

2 years ago

Ul lodenn vat deus skipailh Distruj 'oa 'n em gavet o selaou oi! er festival Week-End e Naoned un nebeud devezhioù zo. Un digarez da enrollañ un abadenn e Atalieroù Bitche etre ar sonadegoù. Ha dreist-holl da flapiñ diwar piz ha karotez gant ar strollad iwerzhonad An Slua ( [How Ya Gettin' On? | An Slua (bandcamp.com)] (https://anslua.bandcamp.com/album/how-ya-gettin-on) ). Deuet omp a-benn da adkavout Beck deus Survet Skins ivez e fin an abadenn. Hep disoñjal distro Maël evit ho prasañ plijadur ! Oi! Oi! Oi! Da glevet en abadenn : - An Slua - How Ya Gettin On - Tchernobyl – Unis - Iena - La Morte Chiama - Bait - Eau Salée - Grit - Go Out - Barren? - The Poison King - Bogan - August King Of Lust - Survet Skins – We Come From The East - Ectoplasm - Rooted Out


5vet koulzad !!!

5vet koulzad !!!

2 years ago

Setu skipailhad Distruj evit ur pempvet koulzad ! Goude un hañvezh leun a droioù kaer eo distro Herri ha Tangi da gas sonerezh punk en ho tivskouarn. Hag evit abadenn gentañ ar c’houlzad o deus divizet an daou lampon da gas deoc’h nevezentioù pe tonioù selaouet ganto e-pad an hañv. Bec’h dezhi ! Da glevet en abadenn : - Lions Law - Zonard (ft. Survet Skins) - Coupe Gorge – Au fond de cette prison - Home Front – Nation - KATARSI - Hil Eta Gero Bizi - Lamprea Explosiva – Flores - An Slua - On Your Plate - Bait - No Pride - Arrest - Pobre y peligroso - Pinpilinpussies – ERRE - Mausoleo - Verte ser - Dead Years- Cloaks - MESS - Stay strong - Rancœur – L’imposteur - Utopie – Ville Fantôme


Punx Ar Menez

Punx Ar Menez

2 years ago

Evit abadenn diwezhañ ar bloaz eo bet skipailh Distruj da bourmen er menezioù. En em gavet eo Mouli, Herri, Mailys ha Tangi e Plouneour-Menez da vare ar festival Punx Ar Menez. Staliet ar studio a-dreñv ar gegin hag enrollet un abadenn un eurvezh da dreuzkas deoc’h aergelc’h ar festival. Ha kalzig a dud zo tremenet da gemer perzh en abadenn, Tara deus ar strollad Mouilc’hi, Max deus Toxic Rites, Solena deus al laz-kanañ Matt, Julia ha Solena, ha Joël o chom war al lec’h. Ouzhpenn tonioù ar strolladoù tremenet er festival ‘vo klevet, sonerezh live deus ar c’hentañ ‘vo ivez. Bec’h dezhi ! Da selaou en abadenn : - LUKIEK - Eroan Zaitue - TOXIC RITES - Modern Nightmare - VCNCS - MHI - NEUF VOLTS - Super skate - MATT, JULIA HA SOLENA – Ur maligorn dindan ar glav - BARREN? - To die for - CARRIEGOSS - Castle - BAKOUNINE - Fuck The City - RIGOROUS INSTITUTION - Fever - SHAME - Concrete - BULL BRIGADE - Il fuoco non si e spento - MOUILC’HI - An alabardig


Manifoù hag harzoù-labour

Manifoù hag harzoù-labour

2 years ago

Goude ur miz harzoù-labour eo distro skipailhad Distruj da lakaat punk en ho tivskouarn. Ha dre m'emañ ul lodenn deus ar skipailh en harz-labour c'hoazh e lakaimp ac'hanoc'h da selaou bandenn-son punk ar manifoù. Reveulzi, emsavadegoù, tonioù nerzhus evit kas ac'hanoc'h er straedoù ! Da selaou en abadenn : - Youth Avoiders - Street Violence - MESS - Fire Fire Fire - 8°6 crew - Émeute - Litovsk - Cerises et Grenades - Crime of Passing - World on Fire - Rotten Mind - City Rats - Krav Boca - Barrikade - Shlag Division - Chaos - Bleakness - Refuse Their Reality - Marmol - Guerra de clases - Heyoka - État des lieux - Trouz an noz - La voix du maitre - Rancœur - Un autre futur - Crua - Crua


Polonia

Polonia

2 years ago

E-kreiz ar goañv hag ar yenijenn en deus dibabet skipailh Distruj mont d'ober un dro da Bolonia. Mailys, Herri ha Tangi o deus kavet ur gamaladez nevez, Garlonn hec'h anv, da gas tonioù punk ha da flapiñ tro-dro d'an daol. Bec'h dezhi ! Da glevet en abadenn : - Defekt Muzgo - Strach - Demolka - Kosmos - Dezerter - Spytaj Milicjanta - Dezynfekcja - Rzez - Homomilitia - Depresyjna - Klaus Mitffoch - Smielej - Ohyda - Drgawki - Kobranocka - I nikomu nie wolno sie z tego smiac - Post Regiment - 06 numer - Siekiera - Bez konca - Helter Skater - The sun shines still - Wieze Fabryk - Od a do o - Tramhaus - The goat


War-zu Amerika ar Su

War-zu Amerika ar Su

2 years ago

Distro war an hentoù gant skipailhad Distruj ar miz-mañ. Ha divizet eo bet gant Mailys, Herri ha Tangi kas ho tivskouarn war-zu Amerika ar Su. Klazig a donioù kanet e kastilhaneg met ivez e portugaleg pe mapuzungun, yezh ar bobl mapuche. Peadra da lakaat ho tivskouarn da veajiñ etre ar c'hrust, an oi! pe ar post-punk. Deomp dezhi ! Da glevet en abadenn : - MESS - Sospecha - Anti-Corpos - Sororidade - Criminal - Realidad - Plastique Noir - Catedrais Em Chamas - Tomar Control - Aqui Sigo - Polikarpa Y Sus Viciosas - No al servicio militar - lhan - Azewge - Primer Regimen - Terroristas - Uzi - Existencia absurda - Desborde - Ya no quiero ser parte de este mundo - Ratos de Porao - Crucificados pelo sistema - DHK - Eskuchar punk en el viejo tocadiskos - Porno Para Ricardo - Comunista chivaton - Futuro - Gestalt


Best-Off 2022

Best-Off 2022

2 years ago

Evel bep bloaz bremañ en em gav skipailhad Distruj tro-dro d'an daol e penn kentañ miz Genver evit ober un tamm bilañs. Gant Mouli, Mailys ha Tangi 'vo lakaet o zonioù muiañ karet deus 2022, pe strolladoù o deus gwelet en tavarnioù pe salioù sonadeg e-kerzh ar bloavezh paseet. Gwellañ best-off punk evit ho tivskouarn war Radio Naoned. Bec'h dezhi ! Klevet 'vo en abadenn : - Dead Years - Liquefied - Gurs - Tierra Quemada - Syndrome 81 - Vivre Et Mourir - Prisonnier Du Temps - Comme Un Lion En Cage - Vcncs - Exi(s)t - Reflex - Perspective - Utopie - Dent De Scie - Träume - Landszaft Utrapienia - Bombardement - Immondice - Scarecrow - Pain For Profit - Crime Of Passing - Off My Shoulder - Börn - Vonin Er Drepin - Rotten Mind - Serpent Eyes - Pronostic Vital - Vieux Souvenir


Distruj #30 : An Trans'

Distruj #30 : An Trans'

2 years ago

Evit abadenn diwezhañ ar bloaz eo en emgavet Tangi gant Mailys un nebeud devezhioù a-raok ur festival mil vrudet e Roazhon : Les Transmusicales. Un digarez da zistreiñ en amzer (gwechall ‘oa gwelloc’h) da ziskoachañ un nebeud strolladoù punk tremenet dre leurennoù ar festival. Un digarez ‘vo ivez da lakaat tonioù strolladoù a vo gwelet ar bloaz-mañ, en tavarnioù kentoc’h, evit Bars en Trans, pe en off. Bec’h dezhi ! Klevet ‘vo en abadenn : - Sigue Sigue Sputnik - Love Missile F1-11 - Les Cacahuetes Hurlantes - L’illuminé - Dazibao - Baykher - Kalashnikov - Listen To What I Say - The Dizzy Brains - Boom - Blanketman - Beach Body - Reykjavikurdaetur - Reykjavikurdaetur - GLITCH - I Need A Blue - Kamarad - Federball - Tramhaus - Marwan - Beatfoot - Totally Sober - Ada Oda – Niente Da Offrire - Dysnomia - Envie De Fuir


Bro Gebek gant Mouli

Bro Gebek gant Mouli

2 years ago

Pell zo 'oa ket deuet Mouli da blantañ kaoz sonerezh punk en abadenn Distruj. E bro Gebek 'oa evit ur prantad ha kaset ur bern tonioù gantañ en e chakodoù betek studio Roazhon. Kontañ a raio da dTangi e veaj, en tavarnioù pe er festival Warning From Montreal, met dreist-holl e komzo deus ar strolladoù punk, hardcore pe oi gwelet gantañ. Bec'h dezhi ! Da glevet en abadenn : - American Devices - Spontaneous Combustion - Chronophage - Summer To Fall - Out of Sytem Transfer - Witches Sabbath - Union Thugs - War on the Workers - Durs Coeurs - Chateau De Cartes - Ultra Razzia - Dans La Gueule Du Loup - Fuerza Bruta -Verdugo - Total Nada - La rabia - La Milagrosa - Bastardos - Flower - Rapture - Asile - Sous Le Joug - Destruct - Wars of Attrition - Headsplitters - Condemned - Languid - Future - ABSOLUT - Cause of Death - Ectoplasm - Drown


First Previous Next Last