Distruj


Distruj #18 : Iwerzhon

Distruj #18 : Iwerzhon

3 years ago

Goude ur veaj etre Belfast ha Derry ar miz paseet e chomo lamponed Distruj war an enezenn. War-zu ar Republik e yelo Mouli ha Tangi hiziv ganeoc'h. Deus ar bloavezhioù 80 betek bremañ, deus ar folk betek ar punk o tremen dre an Oi !, ar C'hrust hag an D-beat, deus Dulenn betek Cork pe Galway, kaset e vioc'h ganeomp da foetañ bro en Iwaerzhon. Ha goude an abadenn e aliomp deoc'h sellet deus ar film Crock of Gold a gont istor Shane MacGowan. Da glevet en abadenn : The Pogues - Boys From The County Hell Radiators From Space - Television Screen The Vipers - I've Got You Paranoid Visions - Strange Girl Virgin Prunes - Caucasian Walk Sultans Of Ping FC - You Talk Too Much The Jollars - The Fight The Nilz - New Underground Rats Blood - Dublin's Got HC Rats Blood - Alive In The Fight Putrefaction - Become Death Bacchus - Devoted To Shit Fontaines DC - Dublin City Sky


Distruj # 19 : An trede koulzad !!!

Distruj # 19 : An trede koulzad !!!

3 years ago

Goude vakañsoù leun a droioù kaer e tistro bandennad Distruj evit un trede koulzad leun a souezhadennoù. Gant Tangi Mael ha Mouli eo bet kaset tonioù klevet a-hed an hañv, e sonadegoù e pep korn ar vro pe nevezenti ar rouedad. Ur meskaj oi !, punk hardcore, post-punk, pe pop-punk-grunge (!), a zihuno o tivskouarn ! Da glevet en abadenn : Collision - Sur les trottoirs Ostavka - Transparent Pizza O. D. - Elle Coupe Gorge - Loup Solitaire Oi Boys - La liste Cuir - Les restes de la veille Neuf Volts - Neuf Volts Glen Football - Choices Pissing Rain - Angry Silence Television Personalities - This angry silence Circles - Resonate Mary Bell - Sacrificed MESS - True love Fléau - Gloire éternelle G.L.O.S.S. - Give violence a chance


Distruj #20 : Diskar amzer

Distruj #20 : Diskar amzer

3 years ago

Diskar-amzer, amzer yen ha teñval. Evit chom hep kouezhañ en diwaskadenn e kinnig deoc'h Maelig ha Tangi ur playlist new-wave, cold wave ha post punk. Mont a raimp da bourmen er yenijenn, er reter, reter Breizh, reter bro-C'hall betek bro-Rusia, o tremen dre vro-Vrazil ha Kalifornia memestra. Gant distro ar sonadegoù e tistro an deiziataer ivez, gant sonadegoù e Roazhon dreist-holl ! Da glevet en abadenn : Noir Boy George - Enfonce Toi Dans La Ville Frustration - We Have Some Klaus Nomi - Ding Dong The Witch Is Dead Future - ChômeurE Passion Armée - Détruire l'ennui Kino - Velvet Condom - Rouge City Paris Violence - L'ombre Au Tableau Ballet Clandestino - Escolhas Gwendoline - Audi rtt Peter And The Test Tube Babies - Blown Out Again Oi Boys - Déjà reine


Distruj #17 : Norzh Iwerzhon

Distruj #17 : Norzh Iwerzhon

3 years ago

Setu skipailh Distruj o kas ho tivskouarn war hentoù teñval ha feuls Iwerzhon an Norzh. Deus mare an Troubles betek ar Brexit, met atav gant ur vandenn orin punk (pe rap). Kaoz 'vo deus an Istor neuze, deus emgannoù, deus al label Good Vibration a-raok echuiñ gant strolladoù a-vremañ. Ur veaj etre straedoù lous Belfast ha Derry. Bec'h dezhi! Da glevet en abadenn : The Outcasts - Just Another Teenage Rebel Stiff Little Fingers - Alternative Ulster Rudi - Time To Be Proud Victim - Strange Thing By Night Kneecap - H.O.O.D Runnin' Riot - Lost Generation Toxic Waste - A Song For Britain Au Pairs - Armagh Problem Patterns - Day And Age Utopie - Jamais Syndrome 81 - Tu ne me dois rien If you hate the british army


Distruj #16 : Labour pe dilabour

Distruj #16 : Labour pe dilabour

3 years ago

Labourat a-hed ar sizhun, el labouradeg pe en interim, o c'hortoz mall warnout kloc'h fin an devezh; pe chom dilabour, diarc'hant, ha straniñ. An dibab o deus graet Maelig ha Tangi : skwatiñ ur gambr 'benn enrollañ un abadenn a gaso punk hag oi! mod kozh en ho tivskouarn un eurvezh 'pad. C'hwezh ar broletaerien.ezed hag ar fobann.ez.ed en ho radio, e-koun kumun Pariz! Da glevet en abadenn : L'infanterie sauvage - Eh Oh Les rats - Poubelle trouve un job Sect - Masters and slaves Didier Wampas - Punk ouvrier La souris déglinguée - Rockers Death right boys - Working Silent drama - I hate work Kronstadt - Commune René Binamé - L'heure de la sortie Cock Sparrer - Working Perkele - Working class Tachanka - Né pour être chômeur Molodoï - La complainte des ouvriers Le mors aux dents - Patron Sheila - L'heure de la sortie


Distruj # 15 : Distro er studio

Distruj # 15 : Distro er studio

3 years ago

Setu distroet er studio gant Guillaume ha Tangi evit 15vet abadenn Distruj! Beck zo bet pedet ganto da zibab tonioù a gaso ho tivskouarn war hent ar stourmoù da vro Gatalunya, Birmania, pe Mec'hiko. Ur veaj en istor 'vo graet ivez betek emsavadeg Kronstadt. Ne zisoñjimp ket lakaat war wel devezh etrebroadel stourmoù ar merc'hed gant strolladoù punk. Ur banne rap 'vo tapet da gregiñ ganti. Bec'h dezhi! Pablo Hasél - Muerte a los borbones La Rumeur - La meilleur des polices Merauder - Life is pain Gloss - Give violence a chance Kronstadt Uprising - What are you gonna do? Mary Bell - Please no Crocodyl Lindebeull - Bagarre de rue Traître - Un noeud Rebel Riot - Genocide Murphy's Law - Don't bother me Cruz de Navajas - Esclavas


Distruj #14 : Best-of 2020

Distruj #14 : Best-of 2020

3 years ago

Eil abadenn e Roazhon city ar miz-mañ. Un dibab o deus graet Maelig ha Tangi deus an tonioù ha strolladoù int bet plijet ganto er blovezh 2020, ur best-off gant ur miz dale! Strolladoù Roazhon 'vo klevet en abadenn evel-just, met ivez, Europa pe Stadoù Unanet. A-raok kregiñ ganti ez aimp war-zu stourmoù Bielorusia pe Tunizia... pe Lieuron gant tonioù punk, rap ha tekno 'vit ur wezh! Gant ur rubrikenn nekro 'echuo an abadenn. Roll an tonioù : Molchadoma - Lenindgradsiy blues El General - Rayes CRAN - Samedi minuit La inquisiciòn -1991 Metrö - Coup d'envoi Abuse - Frieenemies The Mall - An answer Morgana - Stanchi Ezded - Sérotopunk Béton Armé - Au bord du goufre Force Majeur - Noirceur Rotten Minds - You'll never see me again Gerry and the Pacemakers - You'll never walk alone


Distruj #13 : Et mon cul c'est du tofu ?

Distruj #13 : Et mon cul c'est du tofu ?

3 years ago

Er gêr c'hoazh eo bet enrollet an abadenn met e Roazhon, kêrbenn Breizh ('giz ma lâr tud 'zo), ar wezh-mañ ! Tangi zo bet o skwatiñ saloñs Maelig da lakaat ac'hanoc'h da zizoleiñ strolladoù al label "Et mon cul c'est du tofu ?" a chomo a sav 'benn nebeut. Kit da furchal war o lec'hienn (MONCUL.ORG | ET MON CUL C'EST DU TOFU ?) , o werzhañ 'maint ar pladennoù-du a chom ganto : profoù a galite me lâr deoc'h. Post-punk ha traoù iskisoc'h 'vo klevet 'pad un eurvezh, hep disoñjal tonioù e-koun Doue ar mell-droad. Da glevet en abadenn : Puntas de acero - Maradona Gomme - I'm a virus Lassie -Zegway Cop Deaf Chonky - X-Ray Baby Artic Flowers - Whipe And Hinin - Dernière sommation Accidente - La revuelta real Zone Infinie - Des sales nuits Tôle Froide - Théo Radical Kitten - Sorry Nunofyrbeeswax - Glitch Chafouin - Fin de monde Llamame la muerte - Where sun is spreading shadow Gym Tonic -Tourists of Death Maradona - La mano de dios


Distruj #12 : Distro d'ar gêr

Distruj #12 : Distro d'ar gêr

3 years ago

E saloñs Mouli eo en em adkavet Mael ha Phil Joe Iron Biden. Klevet e vo en abadenn-mañ strollaldoù eus Brest (LITOVSK, SECTEUR PAVE, TSAREV), ar strollad gwellañ e Frans (TRAITRE), ur vojenn anarcho-punk (CONFLICT), hardcore a vro-saoz (RATED X), ur raktres gant Lan McKaye, oi! a vro-spagn (GOLPE DE GRACIA), ur strollad eus Philadelphia gant synthé (THE GUESTS), un ton kozh eus bro-saoz (SKELETAL FAMILY), rock dispar eus Australia (ROYAL HEADACHE), ur strollad gant Jay Reatard an hini e-barzh (THE REATARDS), hag un ton klasel (CAMERA SILENS). CONFLICT - Mighty and superior RATED X - Clear PAILHEAD - I will refuse LITOVSK - Dad TSAREV - Ecole buissonière SECTEUR PAVE - Sébastien TRAITRE - Un pays à détruire GOLPE DE GRACIA - Cementerio interior SKELETAL FAMILY - Promised land THE GUESTS - Watching the war ROYAL HEADACHE - Need you THE REATARDS - Blew my mind CAMERA SILENS - Classe criminelle


Distruj #11 : week-end e Naoned ha tonioù Slave

Distruj #11 : week-end e Naoned ha tonioù Slave

3 years ago

Setu distro eo skipailh Distruj evit un eil bloavezh ! En abadenn-man e vo klevet strolladoù a oa sañset dont d'ar festival WEEK-END E NAONED IV. Siwazh eo bet nullaet ar fest na ken diaes eo kinnig sonadegoù er mare-mañ. Klevet e vo memes tra en abadenn-mañ : - LITIGE - Punk-rock gant merc'hed Bro-C'hall - GUTTER - Punk hardcore teñval - GRIT - Punk-Rock a Vro-Iwerzhon - ROTTEN MIND - Rock Bro-Sued - THE FLEX ha BIG CHEESE - New Wave of British Hardcore - MESSED UP - Riot Grrrl Belarussia toulbac'het e izili gant ar gouarnamant e plas hag e bolis - MOLCHAT DOMA - Cold Wave Belarussia - UTRO - Cold Russia gant izili MOTORAMA - PORNOFILMY - Strollad eus Russia a stourm a-enep ar galloud - RECIDIVE - Oi! Bro-C'hall - CHUBBY AND THE GANG - Punk-Rock Londrez - PISSE - Bro-Alamagn - GG ALLIN - Mojenn ar Rock 'n Roll


First Previous Next Last