Avel em fenn


Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 22 a viz Ebrel

last year

Daoust d’ur stourm bras bet kaset da benn gant kerhent ar vugale, e vo ur post labour hag ur c’hlasad nebeutoc’h e skol divyezhek publik St Rok e Lannuon . Sed aze ur gwall-daol evit ar skol-se divyezhek penn-da-benn met ivez ur gwall-daol evit an hentad divyezhek e Breizh a-bezh. Penaos ober neuze ? Hiroc’h e vez lavaret gant Julie Lenoel, penn-renerez Skol publik St Rok ouzh mikro Gwenvael Delanoe Ar Berr, deus Radio Breizh. Gerard Raoul, deus Lezardrev a zo bet diwaller tourioù tan. Hennezh a displeg pegen danjerus ha fizikel e oa ar vicher, ur vicher en deus cheñchet kalz abalamour d’an emdroadur teknologel. Ur Vouezh e Kerroc’h, sed aze tilt an dastumad barzhonegoù skrivet gant Jakez-Erwan Mouton, hag embannet gant Al Lanv. Magali Baron, deus Kuzul ar Brezhoneg, ha Tomaz Laken, o deus lennet anezhañ. Keleier ar vro : Erwan Blanchard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Gwener 11 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Gwener 11 a viz Imbrilh

last year

Barzh an abadenn-mañ: an eil lodenn ag ar gronikenn Barzaz a-ziar livr Mael Granig, 'Mab Rozkelen', hag an eil lodenn ag an atersadenn get Jaime da Silva a gCasa Jubelein. Jaime a gomz a-ziar ar livr en deus skrivet hag a zo é c'hortoz embann, ag an diskouezadeg a vo geton e Gwened d'an 10 a viz Mae, ha desket vo muioc'h a-ziar dilhad kozh bro Gwened. Kavet vo en-drou Gerard Raoult, paotr an tourioù-tan, ha Loeiz Beleg en deus kaset deomp ur gronikenn 'Ar Hentou an Antroposen' nevez, a-ziar an disparti etre ar skiant hag ar relijion... Keleier ar vro get Gwenvael Delanoe. Abadenn ragenrollet deiz ar skignadenn


Avel Em Fenn - Yaou 10 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Yaou 10 a viz Imbrilh

last year

Jaime da Silva zo paotr an dilhad kozh a zouar Gwened a douar an Alré: Get e stal Casa Jubelein e aoz abadennoù aveid an dud da zizoloiñ an dilhad, ar sevenadur ha yezhoù Breizh. Kontiñ a ra da Neshka a-ziar e stal, an c'hoefoù hag e skiant-prenet. Barzh ar gronikenn Barzaz hiniv e klevit a romant kentan e brezhoneg Mael Granig, ' Mab Rozkelen'. Kavet vo en-dro Gérard Raoul e Pennad Kaoz ar Sizhun, hag Aodren Trehin a lenn ar c'heleier. Abadenn ragenrollet devezh ar skignadenn.


Avel Em Fenn - Merc'her 09 a viz Imbrilh

Avel Em Fenn - Merc'her 09 a viz Imbrilh

last year

Kanourion Kanerhog a zispleg petra 'lak sonerezh bro Gwened da vout dishañval doc'h ar mod ma vez sonnet e lec'hioù arall e Breizh, ha petra eo levezon ar yezh gwenedeg àr ar muzik. Aet eo d'an Anaon Soig Siberil: chetu un tamm dielloù Radio Bro Gwened e gouil an Oriant get Soig Siberil aveid ean inouriñ. Modarall vo kavet en-dro Gerard Raoul, diwallour tourioù-tan e bro-Dreger, hag ar c'heleier get Gwenvael Delanoe


Avel Em Fenn - Meurzh 8 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Meurzh 8 a viz Ebrel

last year

Barzhonegoù a bep seurt, gant skeudennoù dibar diwar-benn ar bugaleaj, ar garantez, ar beajoù, ar c’hleñved...Setu ar pezh e vez kavet e-barzh Ur Vouezh e Kerc'horr, dastumad barzhonegoù Jakez-Erwan Mouton, nevez-embannet gant Al Lanv. Muioc'h gant ar skrivagner, ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh. Deus Brest eo anv gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Bezañ diwaller tourioù tan, petra a dalv ? Gerard Raoul a gont penaos e oa aozet ar vuhez bemdeziek ha penaos e oa elumet ar benveg-gelaouiñ tour tan Treoger, er c’hornog d’ar Jentilez, e bro Dreger. Keleir ar vro : Aodren Trehin Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 7 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Lun 7 a viz Ebrel

last year

Gwenvael Delanoe Ar Berr deus Radio Breizh, a zo bet o toullañ kaoz gant Gweltaz Moal evit gouzout hiroc’h war al labour a vez graet gant ar c’hooperativ Al Sanabel, e Palestina. Peadra da deskiñ un tamm muioc’h war ar vuhez o deus ar Balestinianis er maezioù eno. Diwaller tourioù tan, setu ar vicher en doa graet Gerard Raoul, deus Lezardrev, e-pad bloavezhioù. Un tamm dre degouezh e teue da vezañ diwaller tourioù tan. Kont a ra diwar-benn e viher tremenet ouzh mikro Yann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh. Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - 4 a viz Imbrilh - Kan Ar Bobl Special!

Avel Em Fenn - 4 a viz Imbrilh - Kan Ar Bobl Special!

last year

Un abadenn gouestlet da Gan ar Bobl penn-da-benn! Klevet vo an aozourion hag un nebeut tud a youl vad é prepariñ ar gouil aveidoc'h e Palez ar c'hendalc'hioù e Pondi, Julien Cornic, paotr Dastum Bro Dreger é komz a-ziar an dizkouezadeg pladennoù vinyl e mediaoueg Pondi da-geñver digoradur an diskouezadeg-se, hag un tamm dielloù RBG a 2023, get an daouad JulBerr doc'h mikro Enora Molac, é komz hag e soniñ èl just. Ur son mod 'botleg' ivez get kanerion Kanerhog, é soniñ ur c'has abarh e gouil ar Roue Waroch e Pleskob ar blez-mañ - kinniget vo ur staj kaniñ gete e Kan ar Bobl. Modarall eh eus kronikenn Alan Goulven a-ziar ar yec'hed - an teirvet lodenn ag an heuldiadenn a-ziar ar sclérose en plaques, hag ar c'heleier get Anton Burel.


Avel Em Fenn - Merc'her 2 a viz Ebrel

Avel Em Fenn - Merc'her 2 a viz Ebrel

last year

Ar bak micherel kentañ nevez, ar BBTK - Buhez Bugaleaj ha Tud Kozh - zo bet krouet el lise Diwan Karaez ar bloaz-mañ. Petra a soñjont al liseadezed hag al lisead a zo o kregiñ gant an hent-mañ ? Jack, Loeiza, Maeva Maïna, Tchippi ha Zia a lavar o soñj ouzh mikroYann Boishardy, deus Radio Kreizh Breizh. Deus ar romant berr Seiz eo anv gant ar gronikenn Barzaz, kinniget gant Magali Baron ha Tomaz Laken. Ha kendalc'het a reomp ar bourmenadenn gant ar foresterez Chlotilde Rault ha Neshka, deus Radio Bro Gwened, er c'hoaodù Seglien. Keleier ar vro : Gwenvael Delanoe Teknik an abadenn : Mael Krenn Buheziñ : Yann Boishardy


avel Em Fenn - Meurzh 1añ a viz Ebrel

avel Em Fenn - Meurzh 1añ a viz Ebrel

last year

Implij yezh ar vro er familh en ur gaout plijadur, setu marteze an doare suroc’h da dreuzkas ar yezh ha da lakaaet anezhi da vevañ a rummmad da rummad, setu ar pezh hed deus soñjet d’ober Bronwenn Pinschof evit sevel he merc’h Vefa. Aterset int bet gant Marc'harid Duncan, satjiadez Roudour...ha stajiadez Radio Kreizh Breizh ! Kenderc’hel a reomp hon fourmenadenn er c’hoadoù Seglian gant Clothilde Rault ha Neshka, deus Radio Bro Gwened. Chlothilde a gont muioc'h diwar ar raktresoù evit dazont ar c’hoad, ha penaos e c'hell an dud ober gant ar bioliesseurted. Maïwenn Raynaudon a gomz diwar-benn niverenn diwezhañ ar gelaouenn Bretons. Keleier ar vro : Erwan Blanchard Teknik : Mael Krenn Buheziñ : Yann Boishardy


Avel Em Fenn - Lun 31 a viz Meurzh

Avel Em Fenn - Lun 31 a viz Meurzh

last year

Saveteiñ Amzer Nevez, kreizenn sevenadurel Plañvour, e-tal an Oriant. Setu pal ar galv lañset gant ar sonerien Nicolas Syz, Youenn Chapalain hag Elouan Le Sauze Ha Youenn Chapalain, Elodie Jaffré, Morwenn Lenormand a oa bodet dirak Amzer Nevzez ar Meurzh 25a viz Meurzh , gant un nebeut stourmerien all a benn brudañ ar galv. Aterset oant bet gant Aodren Trehin deus radio Breizh. Ha setu liamm ar sinadeg : [https://www.change.org/p/pr%C3%A9servons-notre-sc%C3%A8ne-de-territoire-bretonne-sauvons-amzer-nevez?source_location=search] (https://www.change.org/p/pr%C3%A9servons-notre-sc%C3%A8ne-de-territoire-bretonne-sauvons-amzer-nevez?source_location=search) Troioù lavar e gallaoueg, deus se eo anv gant Florent Grouin, deus Brezhoweb ha Galoweb ! Ha kendalc'homp hor pourmenadenn er c'hoadoù gant ar foresterezh Chlotilde Rault, ha Neshka, deus radio Bro Gwened. Keleier : Anton Burel Teknik : Gweltaz Heno Buheziñ an abadenn : Yann Boishardy


First Previous Next Last