Awen Prijant a ginnig ar Festival Blues des Deux Rivières, ur festival plantet mat e Benac'h ha tro war dro. Ha keloù vat zo peogwir ez eus muioc'h a blas evit ar sonerezed, ar pezh ne ket anat er festivalioù blues-rock. Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons, a gomz deus Youenn Gwernig, un arzour important kenañ e bed ar sevenadur Breizh. Janig Bodioù a gont deomp he zamm buhez, pa oa bet d'en em staliañ e bro Saoz gant he gwaz , ha goude skrivet ganti un dezenn diwar-benn urzh ar gerioù e brezhoneg. Keleier ar vro : Aodren Trehin Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Klevet e vez Yann-Fañch Millet, rener nevez lise Diwan Karaez. Gantañ e vez anv deus distro-skol al lise, deus an diazamantoù met deus an diskoulmoù ivez. Janig Bodiou-Stephens deus bevet ba bro Saoz hag e bro Gembre...met ivez en Aljeri e fin ar brezel. He a gont deomp he bugaleaj e Buhulien, e kichen Lannuon. An Istor Livet, an abadenn Brezhoweb a lak ar gaoz diwar-benn ar bouton gant 4 toull. Muioc'h gant Florent Grouin. Keleier ar vro : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Claudia ha Marc-Antoine Olivier o deus adigoret an davarn Ar Ch'ty Kozh e Bulad-Pistin ha kalz a brederioù o deus evit dazont al lec'h a gont er vro. Goulennet int gant Typhaine Leon, deus Radio Kreizh Breizh ha Radio Treger Goueloù. Muioc'h mui a barkeier milinoù tredan a zo staliet er mor...ha muioc'h mui a dabutoù ivez, muioc'h mui a stourmoù. Hiroc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons. Ana Graham a gont he zro Breizh ouzh mikro Neshka, deus Radio Bro Gwened. Keleier ar vro hag ar bed : Aodren Trehin Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
En hoz abadenn hiniv: Jaime da Silva a gomz ag e livr a zo nevez daet er-maez: Jobeline, kouiff ma mamm. An arbennigour àr an dilhad hengounel a gont da Neshka pesort traoù vez kavet abarzh, ha kouviiñ a ra ivez razh an dud da zonet da Velrand d'an 24 a viz Gwengolo aveid an abadenn-didikassiñ kentañ! Klevet vo ivez Anna Soaz Bervet doc'h mikro Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh aveid ar wezh ziwezhañ ar sizhun-mañ, hag Alan Goulven a gomañs un heuliadenn nevez en e gronikenn Yec'hed, a-ziar an HPV. Abadenn animet get Neshka, keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel
Aterset eo bet Serj Falezan, deus ar gevredigezh C'hoarioù Nerzh, e-pad GOuel St-Loup, ba Gwengamp. Ar Vezh hag ar c'hastiz, setu anv levr Rozenn MIlin. Ur peannad kaoz ganti da welout war Brezhoweb. Yann-Glaod Ruyet a zo goulennet gant Neshka, deus RAdio Bro Gwened. Lakaet eo ar gaoz diwar-benn e bladenn diwezhañ, Inizi Ar Mor-Bihan. Keleier ar vro : Metig Jakez-Vargas Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Petra eo foot gouezelek ? Displeget eo gant Mathieu hag Iwan, daou c’hoarier deus klub Rostren. Krouet eo bet ar c’hlub daou vloazh zo e Rostren, gant merc’hed ha paotred o pleustriñ asambles bep Yaou. Eil lodenn ar pennad kaoz gant Yann-Glaod ar Ruyet. Peseurt dazont evit an tourioù-tan ? Respontoù gant Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons. Keleier ar vro : Erwan Blanchard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Chelaouit doc'h Gilbert Toudig é komz a-ziar 'Gouel ar Maen', hag a vo dalc'het e Gwerliskin an dibenn-sizhun-mañ, ha doc'h Michel Lopez a gevredigezh L'Outil en Mains. An daou zo bet aterset get Yann Boishardy a Radio Kreiz Breizh. Doc'h mikro Neshka e klever Alan Goulven, hag a zispleg en e gronikenn 'Yec'hed' un nebeut sujedoù tener a-walc'h a denn doc'h yec'hed seksel ar baotred. Klevet vo disoc'h an dro-vale e Kawan ivez, e Kreizenn ar Son, get Sylvie Toupin ha Seb Toanen. Ar c'heleier vo kaset get Erwan Blanchard, hag ema Neshka é animiñ an abadenn