Bed ar mor, ar bezhin, an dreuzkas : Pauline Le Péculier, sevenourez anezhi, diwar-benn he zeulfilm Estelle Le Corre, La Relève. Pennad kaoz ar sizhun : Tristan Ar Govig, telennour met istorour an delenn ivez, a lak ar gaoz diwar-benn Kristen Noguès. Keleier ar vro : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Gramb un droiad e mirdi ar gartenn-bost e Baod get Mikael Bihannig ha stajiadezed Yuna ha Faned a Radio Bro Gwened, abenn dizoloiñ an diskouezadeg nevez 'tro ar bed e 80 kartenn-bost'. Faot e ra deoc'h monet ivez? Skrivit ur mail da [contact@rbg.bzh] (mailto:contact@rbg.bzh) get 'mirdi baod' barzh an titr hag un tamm distro aveid hos abadenn Awel Em Fenn barzh korf ar gemenadenn, ha marsen e c'hounezit-c'hwi daou diket d'ar mirdi :) En 'Ar Hentoù an Antroposen' e komz Loeiz Beleg ag ar c'hudennoù a vez get an hidrogen Aveid ar wezh ziwezhan e klevit Herve ar Gall e pennad-kaoz ar sizhun! Ha Benjamin Bouard a gannig ar c'heleier Abadenn animet get Emrys van Seventer
Glen Doujet a gomz a-ziar e embregerezh pezhioù aveid plommennoù-gwrez 'Et ca repart' en Henbont - en hani kentañ en Europa e oe! - doc'h mikro Maksim Crahé a Radio Bro Gwened Ar gronikenn 'Huñvreal e salioù teñval' get Morgane Cotten a Radio Kerne Kavet vo en-dro Hervé ar Gall e pennad-kaoz ar sizhun Hag Erwan Blanchard a gas ar c'heleier Abadenn animet get Emrys van Seventer
Startijenn ha youl zo gant Itrika, ur gevredigezh nevez savet gant liseadezed, liseidi Diwan Karaez. Petra vo aozet gante neuze ? Un nozvezh dreist-ordinal gant sonadegoù e brezhoneg d’an 20 a viz C’hwevrer e sal Glenmor Karaez. Muioc'h gant Zoe Ronvel ha Jack Boudineau, izili ar gevredigezh Herve Ar Gall a gont deomp e hent gant ar yezh a-raok bezañ skolaer evit Diwan. Ha deus sport eo anv gant Maïwenn Raynaudon, penn-redaktourez ar gelaouenn Bretons, a lak ar gaoz diwar-benn klub rugbi Gwened. Ar c’heleier : Aodren Trehen hag Emrys Stajiadez Stumdi Gwengamp : Marie Ollivier Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Erell Olivier Jegat, deus ar strollad Pretty Fair Maids, ur strollad deus bro Dreger, entanet gant sonerezh deus bro Iwerzhon ha gant ar bluegrass. Florent Grouin, deus Brezhoweb, a lak ar gaoz diwar-benn Fulgence Bienvenue, ar Breizhad en deus ijinet metro Pariz. Herve Ar Gall a gont istor parrez St-Mikel Groñwel met ivez istor skol Diwan Kemperle. Keleier ar vro : Benjamin Bouard Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Tristan Govig a-ziar an dezenn en deus difennet nevez'zo, àr sujed an delennourez Kristen Noguez Alan Goulven a zispleg danjerioù ar mogedennoù a vez impliet get ar polis e manifestadegoù Herve ar Gall a gomz ag ar stourm a-enep Imerys e pennad-kaoz ar sizhun Keleier ar Vro get Anton Burel Abadenn animet get Emrys van Seventer
Tudi Kernalegenn a Bretagne Culture Diversité a gomz a-ziar lec'hienn nevez '1001 Pardon' ( [https://pardons.pci-bretagne.bzh/] (https://pardons.pci-bretagne.bzh/) ) Kronikenn 'Huñvreal e salioù teñval' get Morgane Cotten a Radio Kerne Kendalc'het vo pennad-kaoz ar sizhun get Herve ar Gall Hag Erwan Blanchard a lenn ar c'heleier Abadenn animet get Emrys
Solitrégor, ur gevredigezh a gas-digas tud zo ba lec’h-mañ-lec’h. Mont a ra mat an traoù a-drugarez da dud a youl-vat evel Marie-France Jegou ha Joseph Laurans. Herve Ar Gall a zo tomm e c’halon deus yezhoù ar vro ha fell a ra dezhañ muioc’h a emrenerezh evit Breizh. Poltred Breizhad : Amélie Leroy Keleier gant Metig Jakez Vargas. Teknik an abadenn : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy
Herve Ar Gall a gont deus e vugaleaj e Porzhig, e lec’h ma veze klevet gallaoueg ha brezhoneg, yezhoù ar vro. Ha brezhoneg vez desket er skol Diwan Boulvrieg, met laket eo en arvar ar skol-mañ peogwir e ret d’ar skipailh kavout ur vatimant da feurmiñ hep dale. Setu ar pezh a displegont Maryse Le Provost hag Enora Alory. Ne gan ket Matmatah e brezhoneg met staget ouzh ar vro eo ar strollad rock memestra. Maïwenn Raynaudon, deus ar gelaouenn Bretons a lâr muioc’h diwar istor ar strollad. Keleier ar vro : Anton Burel Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Startijenn gant Perryn Bleunven hag Elise Desbordes, a zo an daouad Emezi, aterset e miz Genver e-pad ar festival Zef et Mer e Plerin. Plerin, tal-kichen Porzhig - Pordi, e lec’h m’en deus kresket Herve Ar Gall. Herve a gont e vugaleaj er parrouz-mañ. Deus Becedia eo anv gant Florent Grouin, deus Brezhoweb. Keleier : Aodren Trehin Teknik : Sahel Frangeul Buheziñ : Yann Boishardy