Petra nevez er vro ?

"Gazavotenn" ur gavotenn diwar-benn Palestinia hag ar brezel e Gaza savet ha kanet gant Caroline Cloarec hag Antoine Pauchard

"Gazavotenn" ur gavotenn diwar-benn Palestinia hag ar brezel e Gaza savet ha kanet gant Caroline Cloarec hag Antoine Pauchard

6 months ago

Ar “gazavotenn”-mañ a vo kanet evit fest-noz “Ar Bloaz Nevez”, aozet gant Amnesty International, d’an 31 a viz Kerzu 2025 war leurenn Sant-Tegoneg da 11e15 noz. En abadenn e vo klevet ar gavotenn kanet ha muioc'h a zisplegadennoù ganto.

Harjit Singh en deus savet "Akademiezh arzoù hengounel India" e Brasparzh

Harjit Singh en deus savet "Akademiezh arzoù hengounel India" e Brasparzh

7 months ago

E miz Du en doa sonet Harjit Singh gant an telennour Andrea Seki e Kommanna. Abaoe tri bloaz e kinnig an tabouliner atalieroù diwar-benn sevenadur bro India gant e skol arzoù hengounel India. Kaozeadenn gantañ.

 Ti kuzhet e Lesneven : eil lodenn

Ti kuzhet e Lesneven : eil lodenn

7 months ago

En abadenn e vimp gant Jo An Duigou hag Hervé deus ar gevredigezh Ti Kuzhet e Lesneven. Meur a bal a zo gant ar gevredigezh-mañ : kempenn un dachenn naturel e Lesneven o plantañ gwez, o kinnig d'an dud liorzhañ tachennoù bihan, sevel ur poull-dour eno, plantañ ur c'hoadeg, etc... Deomp d'ho heul !

Ti kuzhet e Lesneven

Gant Kanfartet Lanleya

Gant Kanfartet Lanleya

7 months ago

Da-geñver ar festival Tan miz Du e vo dalc'het d'ar Sul 23 e Plegat-Gwerann un abadenn e brezhoneg penn-da-benn : c'hoariva, kanaouennoù, kontadennoù... Gwelet e vo war al leurenn ar strollad Kanfartet Lanleya, gant Alain, Hervé ha Rolland. En abadenn e vo roet deoc'h da glevet ivez ar sketch "Soazig lost ar c'harr", ha div ganaouenn gant Brassens, kanet e brezhoneg gant Bernez.

Ur staj sirk e brezhoneg hag ur vojenn gant Silvenn

Ur staj sirk e brezhoneg hag ur vojenn gant Silvenn

8 months ago

En abadenn e vo klevet : -Fiona Pirret deus kevredigezh Cirque a Leon a ginnigo ur staj sirk e brezhoneg d'an 31 a viz Here e Sibiril. -Mojenn "Pont an diaoul" bet kempennet gant Silvenn Koant

Soazig Daniellou ha Ronan Calvez diwar-benn an teullfim gouestlet da Roparz Hemon

Soazig Daniellou ha Ronan Calvez diwar-benn an teullfim gouestlet da Roparz Hemon

8 months ago

Skignet e vo an teulfilm "Roparz Hemon" savet gant Soazig Daniellou (Kalanna Production) 25 bloaz 'zo d'an 10 a viz Here en oditorium ar Gapusined e Brest, da-geñver 100 vloaz Gwalarn. Ronan Calvez en doa kemeret perzh ivez.

"La langue des crêpes" : krampouezh, Bourdieu ha Freud, ur pezh-c'hoari nevez Jean-Philippe Davodeau

"La langue des crêpes" : krampouezh, Bourdieu ha Freud, ur pezh-c'hoari nevez Jean-Philippe Davodeau

9 months ago

Savet eo bet daou vloaz zo ar strollad c'hoariva "Goémond Goëland" gant Jean-Philippe Davodeau e Bro Vontroulez. Ar bloaz-mañ emañ o labourat war ur pezh-c'hoari anvet "La langue des crêpes" a zo da zizoloiñ e miz Meurzh.

 Pladenn " Quelques coups d'éclat" : 20 strollad punk eus Brest

Pladenn " Quelques coups d'éclat" : 20 strollad punk eus Brest

9 months ago

Gant Mael, ezel eus ar gevredizh Petit Tonnerre

Lid-digoradur Arvorig FM Montroulez war-eeun eus ar Manu

Lid-digoradur Arvorig FM Montroulez war-eeun eus ar Manu

9 months ago

Lidet eo bet war-eeun digoradur Arvorig FM Montroulez ! Un abadenn gant : -Jo Calvez, prezidant KLT Ti ar vro Bro Montroulez -Yann-Luk Kloareg, deus ti-embann SKol Vreizh -Gael Roblin, Kargad a gefredi yezh ha sevenadur Breizh evit Bro Montroulez -Yann-Fañch Kerneis, prezidant Arvorig FM

First Previous Next Last