Petra nevez er vro ?


Baleadennoù evit gouzout hiroc'h diwar-benn loened ar mor e Plouezoc'h gant Benjamin Toupin

Baleadennoù evit gouzout hiroc'h diwar-benn loened ar mor e Plouezoc'h gant Benjamin Toupin

7 months ago

Benjamin Toupin eus Ulamir-CPIE Montroulez a ginnigo div valeadenn gouestlet da loened-mor bae Montroulez da geñver mizvezh ar brezhoneg. An hini gentañ diwar-benn al laboused-mor a vo disul hag eben hag a vo dalc'het d'ar Sadorn 21 a zo anvet "Kregin ha kresteneged, sekredoù an izel-vor". An div valeadenn a vo e Plouezoc'h.


Ul leurenn rock nevez e Brest ? Hoel Fournigault, ezel eus strollad Meteore, a zo dirak mikro Tangi Mouton

Ul leurenn rock nevez e Brest ? Hoel Fournigault, ezel eus strollad Meteore, a zo dirak mikro Tangi Mouton

7 months ago

undefined


C'hoari radio devezh an departamant evit ar vugale

C'hoari radio devezh an departamant evit ar vugale

7 months ago

D'ar 6 a viz Meurzh eo bet dalc'het e Plougastel devezh an departamant evit ar vugale. Ar pal a oa lakaat ar vugale d'ober gant ar brezhoneg. A-bep-seurt atalieroù a oa kinniget : c'hoarioù koad, skate, tenañ poltriji, kanañ, etc... Enrollet eo bet ganeomp ur c'hoari radio e mod ur c'hwizz !


Programoù mizvezh ar brezhoneg evit Ti ar vro Bro-Leon ha Ti ar vro Landerne-Daoulaz

Programoù mizvezh ar brezhoneg evit Ti ar vro Bro-Leon ha Ti ar vro Landerne-Daoulaz

7 months ago

Gant Marie Calvez-Loncle, animatourez e ti ar vro Bro-Leon hag Hoel Mevel animatour sevenadurel Ti ar vro Landerne-Daoulaz.


Al louarn : un abadennig kinniget gant 6vet skolaj Jakez Preves e Kastell-Paol

Al louarn : un abadennig kinniget gant 6vet skolaj Jakez Preves e Kastell-Paol

7 months ago

Klevet e vo un abadennig radio kinniget gant 6vet klas skolaj Jakez Preves e Kastell-Paol diwar-benn al louarn. En eil lodenn e vo adkavet Silvenn Koant gant daou istor tennet diwar ar gelaouenn "Rouzig" embannet gant Keit Vimp Bev.


Hoel Fournigault evit Fun Club de Brest

Hoel Fournigault evit Fun Club de Brest

7 months ago

Digeriñ ur sal alternativel e Brest : setu raktres ar strollad Fun Club Rade de Brest. Prentet eo bet ul lec'h ganto, a vo da vezañ kempennet ha buhezet a-benn nebeut ! Petra vo graet ? Penaos skoazell anezho ? Ar respontoù a zo gant Hoël Fournigault, ezel eus Fun Club Rade de Brest. Liamm HelloAsso : [https://www.helloasso.com/associations/fun-club-rade-de-brest] (https://www.helloasso.com/associations/fun-club-rade-de-brest)


"Petra nevez er vro"  al Lun 02/03/2026

"Petra nevez er vro" al Lun 02/03/2026

7 months ago

E-pad ar vakañsoù e oa dalc'het ur staj evit ar vugale, ar c'hrennardezed hag ar grennarded e Landivizio gant ar gevredigezh Kenleur Penn-ar-bed. An dañsourien hag an dañsourezed yaouank o deus desket gerioù e brezhoneg, gwriat un nozelenn c'hiz Chelgen, ha diskoulmet ur c'hoari achap c'hoazh. Klevet e vo Anna Robert karget gant ar c'hevrat "Kenleur Penn-ar-bed", Capucine Desmond he doa kinniget un atalier tañva d'ar brezhoneg, Vanessa Guillou, animatourez gant Kenleur, hag an dañsourezed Emma, Leïla, Jozefin, Albane, Arouen, Deneza hag Aela. Mael Thomas eus ar gevredigezh Les Farouches a ginnigo an nozvezh "Bal Farouche" a vo dalc'het disadorn en Treoù-Leon Embannet eo an abadenn-mañ gant Maëlys Poublanc


"Ar sportoù" : abadennig 5vet klas skolaj Jakez Preves e Kastell-Paol

"Ar sportoù" : abadennig 5vet klas skolaj Jakez Preves e Kastell-Paol

8 months ago

Klevet e vo un abadennig savet gant 5vet klas skolaj Jacques Prévert e Kastell-Paol diwar-benn ar sportoù. En eil lodenn an abadenn e vo klevet Silvennt Koant, o lenn daou istor tennet diwar ar gelaouenn Rouzig embannet gant Keit Vimp Bev.


Enora Coat e karg eus ar fiñvusted evit kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz

Enora Coat e karg eus ar fiñvusted evit kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz

8 months ago

En abadenn e vo klevet Enora Coat e karg eus ar fiñvusted evit kumuniezh kumunioù Landerne-Daoulaz. Klevet e vo ivez kronikenn Loreleï Gramoulle, bet stajiadez en Arvorig FM, diwar-benn ar vandenn-dreset " Les légendaires".


Florian Ebel deus ar strollad blues "Shook Me"

Florian Ebel deus ar strollad blues "Shook Me"

8 months ago

Florian Ebel a ginnig deomp ar strollad "Shook Me" a vo gwelet e Landerne da-geñver ar festival Rives de Nuits Poltred : Shook me


First Previous Next Last